izel
Izel izel
Ne weled ket eus an evadegoù-se ma ev an den enno, diezhomm ha disec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banvezioù hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun ; nag eus an abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer.
penn izelañ ar bed
izeloc'h eget
izel
N'emañ ket an eil izeloc'h eget kevrennoù izelañ gourvazenn an Douar-Bras hag en em astenn dre vras [dre-vras] betek keitdonder 200 m. pe 100 fathom.
En em glevout a rejont a vouezh izel ha, goude, Lom a azezas war an nev, e kostez ar gwele-kloz, hag a grogas da lavarout gant ur vouezh leun a druez hag a dristidigezh : — « O ! moereb !… O ! moereb !… O ! moereb !… »
Ar voereb n’he doa klevet netra, evel just, rak a vouezh izel, o doa komzet etrezo.
- Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier. Pediñ a ran an Aotrou Doue, avat, ma ray diouzhin ur servijer doujus hag ur beleg izel e galon, hogen barrek hag helavar da brezeg E Anv Santel.
- Ave, Maria Purissima ! eme ar manac'h, a vouezh izel, en ur groaziañ e zaouarn war e gof. - Amen ! a respontas eben.
Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan.
Panevet e oan trellet gant ar vezh, em bije gwelet izeloc'h dezho...
Izeloc'h en diaz, a-us d'ur menestin foenneg, e disheol ur bochad gwez elv, e klouare ul lenn-kouronkañ, ma c'helled ebatiñ, goude bezañ pigellet pe douget boutegadoù atredoù, e-pad eurioù an deiz ; rak, - ar Reolenn a oa, - ne veze ket lezet nemeur ar baotred yaouank hep ober tra pe dra.
Unan eus reolennoù ar gouent a gemenne e vije fiziet er yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn, pep a sizhuniad labourioù izel, da voazañ o c'halonoù ouzh ar sentidigezh hag an izelegezh.
Lojañ a ris en noz-se er geriadenn Ndwaniañ hag a zo da izelañ war an Agoula evit mont da lestrañ er mintinvezh goude e Mveng Menzel.
Gant beurevezh an devezh war-lerc'h, ar gwener anezhi, e tostaer adarre ouzh an aod ha, war-dro kreisteiz ez eomp e-biou da veg Sant-Visant, e korn izelañ ar Portugal.
Azezet int keñver-ha-keñver e div gador-vrec'h izel o c'hein gant brenkoù koad.