Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Zo bihan an hed etre an traoñ hag an nec'h anezhañ. Un daol, ur voger, ur bazenn izel. Izel eo tal an den-se. 2. Zo nebeut a-uc'h live ub. pe udb., gorre an douar dh., pe ar mor, an dremmwel. Gwall izel eo lein ar gambr. Da eizh eur e vez izel an heol. & (er c'heñveriadennoù) Bremañ ez eus koumoul izeloc'h eget barr ar menez. (en derez-uhelañ) [1954] [...] hag en em ledañ a rae ar c’hlinkadur-se, gweet ha kroazigellet e pep stumm, adalek an divskoaz betek ar c’hornig izelañ o ruzañ a-rez an douar [...]. & Trl. Re izel eo dindanañ : e gador n'eo ket uhel a-walc'h. & Trl., diw. c'hoap An douar zo izel evitañ : lezirek eo. 3. (db. an dour) Nebeut a zonder dezhañ. An dour zo izel er puñs. HS. bas. 4. (db. ar vouezh, an trouz) Na glever nemet pa vezer tost. Izel eo boud ar gwenan. A vouezh izel e komz bepred. 5. (db. ar son) Bihan a-walc'h niver ar gwagennoù anezhañ dre eilenn. Gouest eo da ganañ war notennoù izel-tre. ES. skiltr. 6. (db. traoù a vez kontet) Zo bihan niver ar gont anezhañ. Priz an avaloù zo izel d'ar mare-mañ. Gwerzhañ a ra izeloc'h eget ar re all. 7. Dre skeud. (db. ar renk er gevredigezh, ar vuhez speredel) A-is al live boutin. Izel eo ar garg zo bet roet dezhañ. Ar micherioù izelañ a vez d'an dud dizesk. Unan eus an izelañ sioù. & Ar bobl izelañ : an dud n'o deus ket a vadoù. DHS. displet. 8. Dre skeud. (db. ar stad spered, ar vuhezegezh vat) A-is al live boas. Aet eo izel e galon : digalonekaet eo. Pegen izel eo kouezhet : emañ en ur stad korf pe spered gwashoc'h eget diagent. & Bezañ izel a galon : bezañ dilorc'h. Frealziñ a ra an den izel a galon. ES. uhel. II. Doar. 1. Trl. Izel e benn : stouet e benn. Kerzhet a rae, izel e benn. 2. (db. ar mor) Da vare an daere. Ar mor zo izel d'an eur-mañ. III. Stn. 1. (db. an avel) A zeu eus ar su. Avel izel zo. & Gevred-izel, kornôg-izel. 2. (db.lodennoù zo eus ar c'horf, enebet ouzh unan all anvet uhel) Zo e tu an traoñ. Ar weuz izelañ, ar garvan izelañ. 3. (db. red ar stêrioù) Zo tostañ d'ar mor. Penn izelañ an ober. 4. Trl. Ar vro izel : Goueled-Breizh. 5. Loenon. N'eo ket emdroet kalz. Mellkeineged izel. Kresteneged izel. ES. uhel. IV. Adv. 1. D'ul live pe war ul live tost d'an douar pe d'ar mor. Izel e kresk ar seurt plant. Ar c'harr-nij a dremenas izel a-uc'h hor pennoù. [1878] Un tamm aon a grogas ennon ; plegañ a ris va fenn, soublañ a ris ken izel, mac’h en em gavis, hep gouzout penaos, azezet er ganol e-lec’h bezañ war he ribl. & Izeloc'h war ar stêr : tostoc'h d'ar mor. 2. Dre ast. (en ur skrid, en e zerez-uheloc'h) E traoñ ar bajenn pe pelloc'h er skrid. Lennit an notenn amañ izeloc'h. 3. Trl. skeud. Komz izel : a vouezh izel. V. H.g. 1. Su. Aet eo an avel en izel. 2. (en e zerez uhelañ) EN E IZELAÑ : er poent izelañ. Pa vez en dour en e izelañ er puñs.

Skouerioù istorel : 
75
Kuzhat roll ar skouerioù

izeloc'h

1499
Daveenn : LVBCA p104 (plus-bas)

izel

1499
Daveenn : LVBCA p104 (bas)

izel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg isel

savet a lec'h izel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg issu (de bas lieu)

izel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bas

izel

1732
Daveenn : GReg pg bas (basse, qui n'est pas haut)

dalc'h izelañ

1732
Daveenn : GReg pg arriere(-fief), fief (Arriere-Fief, Fief relevant d’un autre Fief qui en a encore un au-dessus de lui.)

gwezigoù izel

1732
Daveenn : GReg pg arbre

izel

1732
Daveenn : GReg pg Abjection

izel

1732
Daveenn : GReg pg Abjection

ar penn izelañ eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg antarctique

izeloc'h

1732
Daveenn : GReg pg bas (basse, qui n'est pas haut)

izellañ

1732
Daveenn : GReg pg bas (basse, qui n'est pas haut)

izel

1732
Daveenn : GReg pg bas (basse, qui n'est pas haut)

izel

1732
Daveenn : GReg pg bas (basse, qui n'est pas haut)

toenn a zo izel-meurbet

1732
Daveenn : GReg pg (toit fort) bas

terrupl eo izel an dour

1732
Daveenn : GReg pg bas (l'eau est bien base)

izeloc'h

1732
Daveenn : GReg pg (plus) bas (au-dessus)

komps izel

1732
Daveenn : GReg pg (parler) bas

porzh izelañ

1732
Daveenn : GReg pg basse-cour

Ar bourev a c'helver mestr an oberioù uhel, dre'n abeg ma ra e daolioù-micher peurvuiañ e lec'h uhel : ha skarzher ar privezioù a enver mestr an oberioù izel, abalamour ma ra e garg e lec'h izel

1732
Daveenn : GReg pg (On appelle le) Bourreau (Maître des hautes Oeuvres ; parce qu'il travaille ordinairement, & principalement en hauts lieux : & le vuidangeur d'une ville, maître des basses oeuvres ; parce qu'il fait son office en bas lieux)

ar penn izelañ

1732
Daveenn : GReg pg (le) bout (d'enbas)

amañ izeloc'h raportet

1732
Daveenn : GReg pg ci (-dessus rapporté)

aotored eveus ar c'hentañ renk ; ha re all eveus ur renk izeloc'h

1732
Daveenn : GReg pg classe (des Auteurs de premieres Classes ; & d'autres d'une Classe au dessous)

izeloc'h egedomp

1732
Daveenn : GReg pg (au) dessous (de nous, plus bas que nous)

ar vuzell izelañ

1732
Daveenn : GReg pg (la levre de) dessous

ar weuz izelañ

1732
Daveenn : GReg pg (la levre de) dessous

mestr an oberioù izel

1732
Daveenn : GReg pg écureur (Ecureur de lieux, vuidangeur, & maître des basses oeuvres)

dalc'h izel

1732
Daveenn : GReg pg fief (Fief servant, celui qui releve d’un autre Fief.)

izel

1850
Daveenn : GON.II pg ijel, is, iz, izel (bas, qui a peu de hauteur. au figuré, vil, abject, rampant), traoñ, traouñ

Hemañ eo an izelañ.

1850
Daveenn : GON.II pg izel (c'est celui-ci le plus bas).

izel

1850
Daveenn : GON.II pg ijel, pg izel (bas, qui a peu de hauteur. au figuré, vil, abject, rampant. quelques-uns prononcent "ijel").

izelañ

1850
Daveenn : GON.II pg izel (au superlatif, izéla, le plus bas, l'inférieur), pg izéla (voyez "izel").

N'eo ket izeloc'h an eil eget egile.

1850
Daveenn : GON.II pg izel (l'un n'est pas plus bas que l'autre).

izeloc'h

1850
Daveenn : GON.II pg izel (au comparatif, izéloc'h, plus bas), izéloc'h

Gwall izel eo an dour.

1850
Daveenn : GON.II pg izel (l'eau est bien basse).

Izel izel

1850
Daveenn : GON.II p.23 (bas bas, extrêmement bas).

Re izel eo an nor-se.

1850
Daveenn : GON.II pg izel (cette porte est trop basse).

Neuze, izel e lost, Laouig ar bleiz kivioul, ouzh ki sant Rok a dosta sioul, lavar dezhañ, ouzh e veuliñ, ez eo kuilh, ma'z eo un dudi !

1867
Daveenn : MGK p7

Evelato avat / Oant gourt da labourat, / Hag an douar a gavent / Gwall izel dioc'h o ment.

1867
Daveenn : MGK p80

Goulenn a reas outo ha n'o doa ket gwelet / Doare 'bet eus e c'hreg ? Un darn a lavaras : / — « N'hor beus gwelet netra ; klaskit-hi izeloc'h. »

1867
Daveenn : MGK p143

« Mat e ve marteze / Digas avel izel war-lerc'h ur barr arnev ? »

1867
Daveenn : MGK p88-89

« An aotrou, va merer, gav an douar re izel ; / Fallañ tieg zo e-kreiz, e daou benn Breizh-Izel / A rafe mezh dezhañ, pompader e azen, / N'en deus 'hed e vuhez troc'het div vuzhugen. »

1867
Daveenn : MGK p93

Mont a reomp da dennañ d’ar sort, hag ar seizh numero izelañ a vezo barnet, a-berzh an holl, da vont warc’hoazh da noz da gas Loull ar Bouc’h d’ar bed all da lavaret d’an Aotrou Doue an droug en deus graet war an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.110

Pleget e benn, [e] oa evel ar bleiz : ne selle nag uhel nag izel, nag a-gleiz nag a-zehou, mes treiñ ha distreiñ a rae a bep tu, e zaoulagad a yoa deuet da vezañ ruz evel daou gef-tan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.57

Ar wezenn ned oa ket a skourroù izel.

1878
Daveenn : EKG.II p.161

Pa vez izel ar mor, ez eer enni war droad ; mes pa sav ar mor, e vez buan kelc’het gantañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.312

Un tamm aon a grogas ennon ; plegañ a ris va fenn, soublañ a ris ken izel, mac’h en em gavis, hep gouzout penaos, azezet er ganol e-lec’h bezañ war he ribl.

1878
Daveenn : EKG.II p.25

korn[ôg] izel

1909
Daveenn : BROU p. 216 (vent d'ouest fléchissant vers le sud)

P’hel lavarfen e berr gomzoù, ne anavez Kreisteiziz eus ar garantez nemet ar perzhioù a zo izel, douarel, loenel, hag ez int dizanaoudek eus ar perzhioù a zo, en enep, uhel, neñvel, doueel, hag a zo ur gwir vad diouto o-unan d’ar baotred ha d’ar merc’hed a ouenn Vanos.

1923
Daveenn : SKET p.100

Ne weled ket eus an evadegoù-se ma ev an den enno, diezhomm ha disec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banvezioù hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun ; nag eus an abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer.

1923
Daveenn : SKET p.69

An trede ti-annez a zo puchet un tammig izeloc'h eget Liorzh an Itron, war hent ar Vilin-Nevez.

1929
Daveenn : SVBV p.18

izel

1931
Daveenn : VALL pg bas

penn izelañ un draoñienn

1931
Daveenn : VALL pg bas

porzh izelañ

1931
Daveenn : VALL pg basse-cour

penn izelañ ar bed

1931
Daveenn : VALL pg antarctique

izeloc'h eget

1931
Daveenn : VALL pg au-dessous (de)

komz a vouezh izel

1931
Daveenn : VALL pg bas

komz izel

1931
Daveenn : VALL pg bas

N'emañ ket an eil izeloc'h eget kevrennoù izelañ gourvazenn an Douar-Bras hag en em astenn dre vras [dre-vras] betek keitdonder 200 m. pe 100 fathom.

1943
Daveenn : TNKN p37

Karadek-tre e voe em c'heñver, rak an aotrou Vallée en doa skrivet ur gerig dezhañ diwar ma fenn ; ma notenn c'hregaj a savas da 19... a-drugarez Doue, rak an hini jedouriezh a voe izel-mezhus.

1944
Daveenn : EURW.1 p62

Kement a garan, amañ 'm eus desket er c'harout : ar feiz naturel, ar gredenn eeun, al labour ordinal, an dud izel, ar gwez derv, al lannoù, ar girzhier, ar stêrioù, ar vein-hir, ar chapelioù, hag an holl draoù benniget a vev en o skeud santel.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Hiniennoù a oa er seizvet klas ; Aogust ar Roc'h ha me a groge dre ar bazenn izelañ, dre an eizhvet klas.

1944
Daveenn : EURW.1 p34

Ar voereb n’he doa klevet netra, evel just, rak a vouezh izel, o doa komzet etrezo.

1944
Daveenn : ATST p.60

En em glevout a rejont a vouezh izel ha, goude, Lom a azezas war an nev, e kostez ar gwele-kloz, hag a grogas da lavarout gant ur vouezh leun a druez hag a dristidigezh : — « O ! moereb !… O ! moereb !… O ! moereb !… »

1944
Daveenn : ATST p.32

- Ave, Maria Purissima ! eme ar manac'h, a vouezh izel, en ur groaziañ e zaouarn war e gof. - Amen ! a respontas eben.

1949
Daveenn : SIZH p.37

Izeloc'h en diaz, a-us d'ur menestin foenneg, e disheol ur bochad gwez elv, e klouare ul lenn-kouronkañ, ma c'helled ebatiñ, goude bezañ pigellet pe douget boutegadoù atredoù, e-pad eurioù an deiz ; rak, - ar Reolenn a oa, - ne veze ket lezet nemeur ar baotred yaouank hep ober tra pe dra.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Panevet e oan trellet gant ar vezh, em bije gwelet izeloc'h dezho...

1949
Daveenn : SIZH p.47

Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan.

1949
Daveenn : SIZH p.47

Unan eus reolennoù ar gouent a gemenne e vije fiziet er yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn, pep a sizhuniad labourioù izel, da voazañ o c'halonoù ouzh ar sentidigezh hag an izelegezh.

1949
Daveenn : SIZH p.41

- Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier. Pediñ a ran an Aotrou Doue, avat, ma ray diouzhin ur servijer doujus hag ur beleg izel e galon, hogen barrek hag helavar da brezeg E Anv Santel.

1949
Daveenn : SIZH p.45

War gement hini — va Doue, pegen marc’had-mat e koustent ! — e veze brodet gant neud seiz an hevelep liv hag an danvez, bleunioù, delioù, balafennoù pe evned, ken tev ha va dorn, hag en em ledañ a rae ar c’hlinkadur-se, gweet ha kroazigellet e pep stumm, adalek an divskoaz betek ar c’hornig izelañ o ruzañ a-rez an douar ; un tamm brav a samm, neketa, evit ur verc’hig flour ha korfet-strizh krog en he zriwec’h vloaz ?

1954
Daveenn : VAZA p.31-32

Lojañ a ris en noz-se er geriadenn Ndwaniañ hag a zo da izelañ war an Agoula evit mont da lestrañ er mintinvezh goude e Mveng Menzel.

1985
Daveenn : DGBD p191

Gant beurevezh an devezh war-lerc'h, ar gwener anezhi, e tostaer adarre ouzh an aod ha, war-dro kreisteiz ez eomp e-biou da veg Sant-Visant, e korn izelañ ar Portugal.

1985
Daveenn : DGBD p11

Azezet int keñver-ha-keñver e div gador-vrec'h izel o c'hein gant brenkoù koad.

2015
Daveenn : EHPEA p11

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial