Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. (db. an traoù) Lakaat da vezañ izeloc'h. Izelaat ur skourr evit tapout kraoñ. Izelaat e vouezh. N'eo ket alies ez izelaer ar prizioù. DHS. bihanaat, digreskiñ. B. Dre skeud. 1. (db. an dud, ar broioù) Lakaat war ur renk izeloc'h. Izelaet o deus ar c'hargad, an ofiser. Gant ar brezel ez eo bet izelaet ar vro-se. 2. (db. an dud) Bihanaat brud (ub.), an doujañs a vez evit (ub.). O klask izelaat ar re all e vez ar fougaser-se. DHS. diskar. HS. disteraat. ES. uhelaat. II. V.g. A. 1. Dont da vezañ izeloc'h. Izelaat a ra an heol. Ar mor zo izelaet-mat. Trouz an nijerez a ya war izelaat. 2. (db. an avel) Treiñ war-du ar su. Izelaat a ra an avel. B. Dre skeud. 1. Nebeutaat. Izelaet eo doujañs an dud en e geñver. HS. digreskiñ. ES. uhelaat. 2. Dont da vezañ gwanoc'h abalamour d'an oad. Izelaat a ra, ar c'haezh ! 3. Trl. Mont e zivskouarn war izelaat : dont da vezañ bouzar. III. V. em. EN EM IZELAAT. 1. Moustrañ war e lorc'h. Neb en em izelay a vo uhelaet. 2. En em lakaat izeloc'h e doujañs an dud. En em izelaat a ra gant traoù didalvez. En em izelaet int o tabutal diwar-benn disterajoù.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

inselaat

1499
Daveenn : LVBCA p104 (abaissier)

iselaat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg abaisser

inselaat

1732
Daveenn : GReg pg abaissement

iselaat

1732
Daveenn : GReg pg abaissement

izelaat a ra ar gwin

1732
Daveenn : GReg pg aller

izelaat anezhañ e-unan

1732
Daveenn : GReg pg s'affaisser

izelaet

1732
Daveenn : GReg pg s'affaisser

izelaat a ra, ar c'haezh

1732
Daveenn : GReg pg (cet homme est sur son) declin

izelaet eo bet ar vur-se

1732
Daveenn : GReg pg abaissement

izelaet

1850
Daveenn : GON.II pg izélaat

Izelaat a ra ar bern keuneud.

1850
Daveenn : GON.II pg bern (Le tas de bois à brûler baisse).

izelaat

1850
Daveenn : GON.II pg gouziza, izélaat

ret e vezo izelaat ar voger

1850
Daveenn : GON.II pg izélaat

izelaet eo an dour

1850
Daveenn : GON.II pg izélaat

nep en em izelay a vezo uhelaet

1850
Daveenn : GON.II pg izélaat

Distreiñ a ris, izelaat a ris va gouloù, plegañ a ris va fenn da sellet... hag e laoskis ur griadenn, ur griadenn skrijus !...

1878
Daveenn : EKG.II p.52

Gouzout a reer n’oc’h ket c’hwi kennebeut eus a ouenn ar re zisterañ : ho tud-kozh a yoa lakaet e Gwinevez, hag e tro-war-dro, e renk an noblañs. Nad it ket ’ta d’en em izelaat, pa ne dalv ket ar boan.

1878
Daveenn : EKG.II p.66

izelaat

1931
Daveenn : VALL pg abaisser

Gouzout a ran oc'h deut dirazomp gant ar menoz izelaat ho spered dre sachañ goap warnoc'h ; mes ur gentel a zo da dennañ diouzh hoc'h anzav.

1949
Daveenn : SIZH p.60

Hag en em gavout a rit dreist d'an Den Fur e-unan, pa rankit, da izelaat ho kalon, mont keit-all, en amzer dremenet, da glask abeg d'hec'h izelaat ?

1949
Daveenn : SIZH

Ur gwir breder eo din ma c'harg, beleien ger, / Ha gwander ma beli am glac'haro bepred / Rak dic'halloud on bet d'ho tifenn diouzh tud kêr / Mennet d'hoc'h izelaat dre wall ardoù ar bed.

1960
Daveenn : PETO p15

Gwelout a raemp ivez hor c'huchenn vleud o vont bemdez war izelaat.

1985
Daveenn : DGBD p38

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial