I.
V.k.e.
A. (db. an traoù)
Lakaat da vezañ izeloc'h.
Izelaat ur skourr evit tapout kraoñ. Izelaat e vouezh. N'eo ket alies ez izelaer ar prizioù.
DHS. bihanaat, digreskiñ.
B. Dre skeud.
1. (db. an dud, ar broioù)
Lakaat war ur renk izeloc'h.
Izelaet o deus ar c'hargad, an ofiser. Gant ar brezel ez eo bet izelaet ar vro-se.
2. (db. an dud)
Bihanaat brud (ub.), an doujañs a vez evit (ub.).
O klask izelaat ar re all e vez ar fougaser-se.
DHS. diskar.
HS. disteraat.
ES. uhelaat.
II.
V.g.
A.
1. Dont da vezañ izeloc'h.
Izelaat a ra an heol. Ar mor zo izelaet-mat. Trouz an nijerez a ya war izelaat.
2. (db. an avel)
Treiñ war-du ar su.
Izelaat a ra an avel.
B. Dre skeud.
1. Nebeutaat.
Izelaet eo doujañs an dud en e geñver.
HS. digreskiñ.
ES. uhelaat.
2. Dont da vezañ gwanoc'h abalamour d'an oad.
Izelaat a ra, ar c'haezh !
3. Trl.
Mont e zivskouarn war izelaat : dont da vezañ bouzar.
III.
V. em.
EN EM IZELAAT.
1. Moustrañ war e lorc'h.
Neb en em izelay a vo uhelaet.
2. En em lakaat izeloc'h e doujañs an dud.
En em izelaat a ra gant traoù didalvez. En em izelaet int o tabutal diwar-benn disterajoù.
Référence :
GReg
pg (cet homme est sur son) declin
izelaet eo bet ar vur-se
iseléet eobet ar vur-ze
1732
Référence :
GReg
pg abaissement
izelaet
izéléet
1850
Référence :
GON.II
pg izélaat
Izelaat a ra ar bern keuneud.
Izélaad a ra ar bern[]keûneûd.
1850
Référence :
GON.II
pg bern (Le tas de bois à brûler baisse).
izelaat
izélaat
1850
Référence :
GON.II
pg gouziza, izélaat
ret e vezo izelaat ar voger
réd é vézô izélaad ar vôger
1850
Référence :
GON.II
pg izélaat
izelaet eo an dour
izéléed eo ann dour
1850
Référence :
GON.II
pg izélaat
nep en em izelay a vezo uhelaet
nép en em izélai a vézô huéléet
1850
Référence :
GON.II
pg izélaat
Distreiñ a ris, izelaat a ris va gouloù, plegañ a ris va fenn da sellet... hag e laoskis ur griadenn, ur griadenn skrijus !...
Distrei a riz, izellaat a riz va goulou, plega a riz va fenn da zellet... hag e laoskiz eur griadenn, eur griadenn skrijuz !...
1878
Référence :
EKG.II
p.52
Gouzout a reer n’oc’h ket c’hwi kennebeut eus a ouenn ar re zisterañ : ho tud-kozh a yoa lakaet e Gwinevez, hag e tro-war-dro, e renk an noblañs. Nad it ket ’ta d’en em izelaat, pa ne dalv ket ar boan.
Gouzout a reer n’oc’h ket c’houi ken nebeut euz a vouenn ar re zisterra : ho tud koz a ioa lakeat e Guinevez, hag e tro-var-dro, e renk an noblanz. Na d-it ket-ta d’en em izellaat, pa ne dal ket ar boan.
1878
Référence :
EKG.II
p.66
izelaat
1931
Référence :
VALL
pg abaisser
Gouzout a ran oc'h deut dirazomp gant ar menoz izelaat ho spered dre sachañ goap warnoc'h ; mes ur gentel a zo da dennañ diouzh hoc'h anzav.
1949
Référence :
SIZH
p.60
Hag en em gavout a rit dreist d'an Den Fur e-unan, pa rankit, da izelaat ho kalon, mont keit-all, en amzer dremenet, da glask abeg d'hec'h izelaat ?
1949
Référence :
SIZH
p.61
Ur gwir breder eo din ma c'harg, beleien ger, / Ha gwander ma beli am glac'haro bepred / Rak dic'halloud on bet d'ho tifenn diouzh tud kêr / Mennet d'hoc'h izelaat dre wall ardoù ar bed.
Eur gwir breder eo din ma c'harg, beleien ger, / Ha gwander ma beli am glac'haro bepred / Rak dic'halloud on bet d'ho tifenn diouz tud kêr / Mennet d'hoc'h izelaat dre wall-ardou ar bed.
1960
Référence :
PETO
p15
Gwelout a raemp ivez hor c'huchenn vleud o vont bemdez war izelaat.