Pellgargañ ar gerioù kar Breizh Breizhizeliad Breizh-Uhel Goueled-Breizh
Deuet on da chom davet ma zud e parrez Karnoed, en un ti brav, livet gwenn, war blasenn ar bourk, keñver gant an iliz, un ti kempenn, dalc'het gant ma mamm, ennañ kombodoù bihan evel emañ ar mod gant bourc'hizien Vreizh-Izel : ur gegin, ur sal, ur burev, dispartiet gant un trepas ; teir gambr a bigner dezho gant ur « viñs-tro » ; ha d'an nec'h tre, ar solier, div gambrig all, a zizoloer dre o frenestroù an holl vourk, hag er pellder, dremmwel fromus ha gwagennus tosennoù Kerne.
Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.
Krediñ a reas goulenn : - Lavarit din hoc'h anv, mar plij ! - Palmira Manso y de la Torre, kofesourig fri-lemm ! Ha c'hwi ? - Breur Arzhur eo va anv relijion. Du-mañ, e Breizh-Izel, e veze graet ac'hanon Kaourintin an Helgouarc'h.
- Me 'oar : kleñved ar gêr ! Emaoc'h adarre o selaou tonigenn ar mor.. Ho korf amañ, hag ho spered e traoñiennoù glas Breizh-Izel... marteze dindan gwez avaloù milzin an dimezell gozh ?
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
Breizhizeliad