Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

A denn da Vreizh, d'he fobl, d'he sevenadur, da demz-spered he annezidi. Ar sonerezh, an arz breizhek. Ar stourm, al labour breizhek : ar stourm, al labour zo d'ober, a reer evit ar vro. HS. breizhat.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

breizhek

1927
Daveenn : GERI.Ern pg Breiz

breizhek

1931
Daveenn : VALL pg breton (d'origine, de race, de nationalité), britannique

Dont a rae Mari Laorañs, ar gouezerez, ha Marianna al Lo, ar grampouezherez kamm : ar gwragez kozh-se a oa evidon mammennoù a ouiziegezh vreizhek, petra bennak ma oant amzesk-pok.

1944
Daveenn : EURW.1 p19

Ma gouiziegezh war an traoù breizhek a oa dister-tre ; ar c'hure-mañ, ur wech, a brestas din ar Barzhaz Breizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p40

Ma mamm, hag a oa deut, da heul he mab, da vezañ troet gant ar vroadelezh vreizhek, a fellas dezhi kemerout perzh ivez er gouel bras e oad o tanzen ; laouen e oa dreist-holl gant ar c'heloù e vije adsavet an teatr brezhonek, rak ez yaouank, he doa bet plijadur o vont da Werliskin da arvestiñ ouzh ar « Misterioù » a veze c'hoariet eno en ul lab bennak, gant kenseurted Prosper Proux.

1944
Daveenn : EURW.1 p66

« Fellout a ra din ur gouel breizhek, klevout a rit ? »

1944
Daveenn : EURW.1 p.202

Goude koan, ez ejomp adarre d’ar salon da evañ kafe, hag e voe displeget din petra da ober evit gouel ar rejiment, d’ar Sul 14 a viz Eost, da vihanañ evit ma lodenn, rak ne selle ouzhin nemet an tu breizhek.

1944
Daveenn : EURW.1 p.203

Stêr-Aon a red e-harz he c'hleuzioù don e kichennik, ez eus ur chapel vihan gouestlet da sant Kado, kenamzeriad Gweltaz, ha kenvroad breizhek dezañ,[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Roet o deus din memestra ur spered breizhat, pe ur spered breizhek zoken, dreist-holl an aotrou Betrom hon eus komzet diwar e benn.

2007
Daveenn : KASTE p. 76

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial