Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1499, 1659, 1732, 1850, 1914, 1931, 1954, 1985] Unan eus ar c'hwec'h bro geltiek, an hini suañ, dezhi stumm ur gourenez ha lec'hiet e kornôg pellañ kevandir Europa. Breujoù Breizh, Parlamant Breizh. Dugelezh, proviñs, rannvro, rouantelezh Breizh. Nav eskopti a oa kent e Breizh. War harzoù Breizh emaomp. Breizh zo riblennet gant ar Mor-bras ha mor Breizh-Veur. Mengleuzioù plom zo e Breizh. Akademiezh Vreizh. Pemp departamant Breizh. Roazhon ha Naoned eo div gêr-benn Breizh. Buhez Vreizh. HS. Arvorig, Ledav. & Trl. [1732, 1850] Breizh-Arvorig, [1850, 1927, 1931] Breizh-Vihan : Breizh, enebet ouzh Breizh-Veur. Sant Albin a oa genidik a Vreizh-Arvorig ha sant Alban a Vreizh-Veur. & [1732] Traoñ Breizh : Breizh-Izel. & Goueled-Breizh : Breizh-Izel. & [1732] Kein Breizh : lesanv a roer da Venez Are. & Mor Breizh : takad mor zo etre aodoù norzh Breizh hag aodoù su Breizh-Veur. & Breizh Velestradurel : rannvro velestradurel Breizh troc'het diouzh bro-Naoned, pe diouzh departamant al Liger-Atlantel. HS. B4 & [1974] Breizh vrezhonek : Breizh-Izel. & [1974] Breizh c'hallaouek : Breizh-Uhel. Notenn : Bzh eo berradur Breizh.

Skouerioù istorel : 
70
Kuzhat roll ar skouerioù

Breizh

1499
Daveenn : LVBCA p42 (bretaingne)

Breizh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Bretaigne

Sant Albin a yoa ginidik a Vreizh-Arvorig, ha sant Alban a Vreizh-Veur

1732
Daveenn : GReg pg (Saint) Aubin (étoit de la Bretagne Armorique, et Saint Alban a vreyz-veur)

Daou-vil den a gasas a Vreizh, ha kemend-all a Skosa

1732
Daveenn : GReg pg autant (il envoïa deux mille Bretonset autant d'Ecossois)

Breizh

1732
Daveenn : GReg pg Bretagne (Province de France, autrement dire, Bretagne Armorique)

Breizh Arvorig

1732
Daveenn : GReg pg Bretagne (Province de France, autrement dire, Bretagne Armorique)

ar broviñs a Vreizh

1732
Daveenn : GReg pg Bretagne (Province de France, autrement dire, Bretagne Armorique)

Breizh

1732
Daveenn : GReg pg Bretagne (Province de France, autrement dire, Bretagne Armorique)

traoñ Breizh

1732
Daveenn : GReg pg (Basse-)Bretagne

Parlamant Breizh

1732
Daveenn : GReg pg (le Parlement de) Bretagne

ar brezhoneg a gompser e-barzh e prinselezh Wal [Kembre] e Breizh-Veur, ned eo ket disheñvel-bras diouc'h hini Breizh-Arvorig

1732
Daveenn : GReg pg (le Breton que l'on parle en la Principauté de Gales en la Grand') Bretagne (n'est pas fort different de celui de la Bretagne Armorique)

ar bord eus a Vreizh

1732
Daveenn : GReg pg frontiere (La frontiere de Bretagne.)

Ned eus ket a-walc'h a abitanted en Breizh, hervez an douar a so enni.

1732
Daveenn : GReg pg habitant (Il n'y a pas assés d'Habitans en Bretagne, eu égard à la grandeur & à l'étendue de la Province.)

Ned eus ket a-walc'h a dud en Breizh, hervez an douar a zo enni.

1732
Daveenn : GReg pg habitant (Il n'y a pas assés d'Habitans en Bretagne, eu égard à la grandeur & à l'étendue de la Province.)

ar marz eus a Vreizh

1732
Daveenn : GReg pg frontiere (La frontiere de Bretagne.)

gwreg a draoñ Breizh

1732
Daveenn : GReg pg (bass-)brette

marz Breizh

1732
Daveenn : GReg pg frontiere (La frontiere de Bretagne.)

kein Breizh

1732
Daveenn : GReg pg Are

gwreg eus a Vreizh

1732
Daveenn : GReg pg brette (femme de Bretagne)

Un istorian genidik a Vreizh a raport penaos ez eus bet dalc'het ur sened e-barzh en prioldi sant Herve, war lein menez Bre, etre Gwengamp ha Lannuon.

1732
Daveenn : GReg pg concile (il y a eu un Concile provincial au Prieuré de saint Hervé, sur la montagne de Brée, à ce qu'assure un Historien Breton)

ned eus e Breizh nemet daou eskopti, da c'houzout eo, Roazhon ha Sant-Malou, e pere ne gompser kalz pe nebeut ar brezhoneg

1732
Daveenn : GReg pg (des neuf Evéchez de) Bretagne (il n'y en a que deux, sçavoir, Rennes & S.Malo, où l'on ne parle breton, peu, ou beaucoup)

Breizh

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

Nav eskopti a oa kent e Breizh.

1850
Daveenn : GON.II pg eskopti (Il y avait auparavant neuf évêchés en Bretagne).

Breizh

1850
Daveenn : GON.II pg Breic'h (En Vannes), Breiz

Roazhon 'oa kêrbenn Breizh.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg Roâzon (Rennes était la capitale de la Bretagne).

Breizh-Arvorig

1850
Daveenn : GON.II pg Breiz(-Vihan ou "Breiz-Arvôrik") (Petite-Bretagne ou Bretagne-Armorique).

Breizh

1850
Daveenn : GON.II pg Breic'h, Breiz (Bretagne).

ar brezhoneg a gomzer e Breizh-Veur n'eo ket disheñvel-bras diouzh hini Breizh-Arvorig

1850
Daveenn : GON.II pg brézonek

Kezeg kaer a gaver e Breizh.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, « On trouve de beaux chevaux en Bretagne ».

Breizh a zo leun a borzhioù-mor.

1850
Daveenn : GON.II p.60 (la Bretagne est pleine de ports de mer).

War harzoù Breizh emaomp amañ.

1850
Daveenn : GON.II pg harzou (nous sommes ici sur les frontières de Bretagne).

mengleuzioù plom a zo e Breizh

1850
Daveenn : GON.II pg meñgleûz

proviñs Breizh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg proviñs (la province de Bretagne).

proviñs Breizh-Arvorig

1850
Daveenn : GON.II.HV pg proviñs (la province de Bretagne).

Evidon-me a gar va zud, va yezh, va bro / Ha kement zo enni : reier, brug ha derv, / Me zo gwelloc'h ganen gwelet an heol e Breizh, / Klevet trouz ar mor don o krozañ a-hed an deiz, / Bezañ paour, reuzeudik ken a rankin mervel, / Eget bezañ eürus en ur vro all a-bell, / Ma ve ret din eno mougañ ar garantez / A zo krog em c'halon, evel tan ur fornez.

1867
Daveenn : MGK p21

Ouzhpenn-se : o vezañ bet pedet gant bugale an aotrou ar Gonideg da lakaat moullañ Bibl Santel o zad, goulennet en deus ar c'horonal un taol-skoaz digant an aotrou Milin, ha setu sammet ganto o-daou pounnerañ bec'h a sammas biskoazh den e Breizh.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid X

Ar pezh a oa mat e Rom ned eo ket e Breizh

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

E Breizh-Izel, e Breizh hor bro, / Ez euz koar ha mel tro-war-dro, / Koar ha mel eus ar re wella / Ne vent kollet, evel brema, / Mar karfe 'n dud, 'vel ar gwenan, / En em vodañ holl a-unan / Da labourat ar brezhoneg.

1867
Daveenn : MGK p115

Hag e ouele hag e pede Jezuz-Krist ’vit e vugale, Sant Tual, sant Yvon ha sent Breizh : E galon a frailhe en e greiz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.26

Pa deuas an dispac’h da ober e freuz kentañ e Breizh e oa aet-mat dija war an oad.

1877
Daveenn : EKG.I. p.9

E Breizh, pep tra a oa mat d’an dud difeiz evit dont a-benn eus o zaol ha ne vankent tro ebet evit diskouez ar gasoni o doa ouc’h Doue hag ouc’h ar re hen adore.

1877
Daveenn : EKG.I. p.157

Strollad Broadel Breizh, savet n'eus ket pell gant un nebeud tud yaouank dizaon, en deus graet e vennozh da vodañ kement youl na-fell-plegañ a zo en hon Bro evit enebiñ, bepred ha daoust da bep tra, ouzh ar gwaskerezh gall a bouez warnomp pevar-c'hant vloaz zo.

1911
Daveenn : PSEP p I

P'edon o klask dalc'hmat gant gred Kas an erv da benn a-zevri, Akademi Vreizh zo savet ; Savet hon Akademi 'Vit brud vat hon yezhig karet. Deoc'h-hu, kenvreudeur enoret, E ouestlañ ivez 'vel eo dleet, Ober Mestr Yann ha ma hini.

1914
Daveenn : M. pennad dediañ

Evel-se ivez ar Vretoned yaouank, o c’halon hag o ene moulet war re o zadoù-kozh, a reno o buhez, sklêrijennet gant ar skouerioù a [z]eu dezhe eus fin foñs goueled ar bloavezhioù, pa oa o gouenn skignet war douaroù ar Sav-heol, a-raok ma teuas o zud-kozh en enez Breizh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Breizh

1927
Daveenn : GERI.Ern pg Breiz

Breizh

1927
Daveenn : GERI.Ern pg Breiz

Ar mor, avat, ne blije ket nemeur din d'ar c'houlz-se, na bremañ, kennebeut all, n'on ket gwrac'h gantañ, rak, da'm meno, ar gazeg c'hlas a ra re, kalz re, a drouz, hag, ouzhpenn da se, he c'havan gwall griz e-keñver mordeidi Breizh.

1929
Daveenn : SVBV p.14

Breizh

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p VIII, Bretagne

kein Breizh

1931
Daveenn : VALL pg Arrée (par plaisanterie)

buhez Vreizh

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p VII

Breizh a zo riblennet gant ar Mor-Bras ha mor Breizh-Veur

1931
Daveenn : VALL pg baigner (la Bretagne est baignée par l'Atlantique et la Manche)

Mar dichañs d'ar follennoù-mañ bezañ moulet ur wech, mar bez kavet arc'hant a-walc'h d'en ober, ar pezh a gontin deus ma roudenn a c'hallfe bezañ ur skouer d'an dud yaouank a Vreizh da zont, pa lennint troioù hag avanturioù ar barzh Taldir-se, graet kement a drouz war e anv dija, redet gantañ dija holl vroioù ar Gelted, ha deut da beñseañ hiriv en un tamm bourk bihan a Gerne-Uhel...

1944
Daveenn : EURW.1 p5

Ma gouiziegezh war an traoù breizhek a oa dister-tre ; ar c'hure-mañ, ur wech, a brestas din ar Barzhaz Breizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p40

Droug a oa ennon pa soñjen e oa ken bihan Breizh, hag e oa kement a « langajoù » disheñvel enni.

1944
Daveenn : EURW.1 p74

Kloc'hdi Breizh, an Oriant .. .. .. 1899-1904

1944
Daveenn : EURW.1 p2

Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p5

An Abad Yann Landevenneg eo a oa e penn an adpobladenn-se a Vreizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p7

En em glevout a ris eta gant daou gamalad, echu ganto o studi e kolaj Sant-Charlez a-gevret ganin, Ernest Mège, eus Sant-Martin-Montroulez, hag Emmanuel de Poulpiquet, eus Kemeneven, da vont da ober « Tro Vreizh ».

1944
Daveenn : EURW.1 p73

[...] e lenned er c'helaouennoù : Aet eo ar Frankiz da get !... ar pezh a oa gwir, da vihanañ evit ar venec'h hag al leanezed en harlu, hag evit Breizh a-bezh.

1954
Daveenn : VAZA p.122-123

Douget on bet a-viskoazh da garout al loened, ha forzh pelec'h e tegouezhas din bevañ, e Breizh, e Rusia, e Polonia, en Aljeria pe e Bro-C'hall, dalc'hmat ez eus bet e[n]-dro din daou pe dri gazh da vihanañ, ur c'hi hag un evn bennak, ha war a gredan erru-mat on ivez gant va breudeur daoudroadek pe bevarzroadek.

1954
Daveenn : VAZA p.14

E-keit m’edomp o treuziñ Skagerrak evit ar wech diwezhañ – rak biken ken ne zichañso din moarvat mont da sevel va fri ken pell-se – e c’hoarvezas ganin arvestiñ ouzh un dra na vez gwelet kammed dre amañ, en hor bro[-]Vreizh.

1954
Daveenn : VAZA p.171

Ne veze desket ganimp nemet pezhioù gallek aozet gant an Aotrou an Dantek [sic, Danteg], kelenner naturoniezh ha strilhourezh [sic] er c’hloerdi, un oristal anezhañ ma ’z eus bet unan war zouar Vreizh ar peurliesañ pikoloù dramoù e pemp arvest ha gwerzennet, da skouer : Arzhur a Vreizh, Sant-Efflamm, Charlez a Vreiz, Jili a Vreizh, Gwesklen, ha me oar.

1954
Daveenn : VAZA p.76-77

E Breizh, me 'gred, ' vo rouez ar gont / Eus ar gozh kloer 'savo o dorn / Nemet drouk-atiz 'vefe peg / E kalonoù aet gant ar skorn.

1960
Daveenn : PETO p13

Un dirouestl d'ar gudenn am eus kavet 'velkent : / Ur pezh ofiser gall, e penn e c'hamached, / Du-se, war-zu ar vourc'h, 'oa o tont gant an hent / Ha setu, diwar e varc'h, pezh en deus ragachet / En e safar iskis a zisplegas din reizh / Unan eus e baotred ginidik a Vreizh.

1960
Daveenn : PETO p33

Pa rene kent tiranted Rom, E oa karantez vras ha tomm 'Tre bugale Iliz Jezuz Boureviet kriz ha truezus. D'o hini, hiriv, ' tenn hor stad Rak mac'het ivez eo hor feiz. Met, evel neuze 'z eus tud vat Ha c'hwi ' vo enor hor Bro-Vreizh.

1960
Daveenn : PETO p25

Breizh vrezhonek

1974
Daveenn : BAHE niv. 82, p3

Breizh c'hallaouek

1974
Daveenn : BAHE niv. 82, p3

Un amzer zispar a oa e Breizh e-pad devezhioù diwezhañ miz mae ha devezhioù kentañ miz even 1937.

1985
Daveenn : DGBD p9

Pa zeraou chantele Sant-Kaourintin da sevel diwar an douar, gant poan hag amzer, adalek ar bloavezhioù 1240, ez eus anezhañ a ranker lavarout, n'eo ket ar chanter gotek kentañ-holl e goueled Breizh marteze, met an hini kentañ war an ampl a-dra-sur.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

Met an tresadoù, ar c'hinkladur hag ar munudoù maenvenerezh a zo da vezañ klasket ar patromoù anezho en tu all da Vor Breizh, e mervent Breizh-Veur.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 12

Notennoù studi

Testeniet eo ar reizhskrivadur Breizh gant ZH (dre ziv wech) dindan pluenn Loeiz Herrieu en ul lizher da Baotr Juluen deiziataet eus an 20 a viz C'hwevrer 1933 (embannet e BAHE, niv. 86, 1975, p 20).

Ofis publik ar brezhoneg