Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. DOUAR, ISTOR [1732, 1850, 1927, 1931, 1954] Enez Vreizh, enni bro-Saoz, Kernev-Veur, Kembre ha Skos. Sant Albin a oa genidik a Vreizh-Arvorig, ha sant Alban a Vreizh-Veur. Brezhoneg Breizh-Veur. [1954] [...] hag aleshont int aet, diouzh ma klever da Vreizh-Veur war vourzh ul lestr-karg saoz. DHS. Enez-Vreizh. & Mor Breizh-Veur : mor Breizh. 2. Stad enni bro-Saoz, Kernev-Veur, Kembre, Skos hag ul lodenn eus Norzhiwerzhon. Rouanez Breizh-Veur.

Skouerioù istorel : 
30
Kuzhat roll ar skouerioù

gwechall edo ker stank ar sent e Breizh-Veur, e-c'hiz pa zeuzient diwar had

1732
Daveenn : GReg pg (la Grand') Bretagne (étoit autrefois une pepiniere de Saints)

ar brezhoneg a gompser e-barzh e prinselezh Wal [Kembre] e Breizh-Veur, ned eo ket disheñvel-bras diouc'h hini Breizh-Arvorig

1732
Daveenn : GReg pg (le Breton que l'on parle en la Principauté de Gales en la Grand') Bretagne (n'est pas fort different de celui de la Bretagne Armorique)

Ar gresim hag al latin o deus flipet un niver bras a c'herioù eveus al langaj a brezeg ar Vretoned en Breizh-Arvorig hag en Breizh-Veur.

1732
Daveenn : GReg pg grec (La langue grecque, & la latine ont pris beaucoup de mots de la langue des anciens Celtes, lorsqu'ils s'appelloient encore Gomariens, & Titans, selon le Reverend Pere Dom Paul Pezron Bernardin, dans son livre, de l'antiquité de la nation & de la langue des Celtes, ou anciens Gaulois.)

Kornoual en Breizh-Veur

1732
Daveenn : GReg pg Cornouaille (d'Angleterre)

Breizh-Veur

1732
Daveenn : GReg pg grand (La Grand'Bretagne.)

Ar profed Gwinklan, ginidik eus a gontaj Goueloù, en devoa diouganet e-tro - evel ma lavar e-unan - ar bloaz daou-c'hant ha daou-ugent goude ginivelezh hon Salver, kement cheñchamant, ha kement tra a zo bet c'hoarvezet abaoe, e Breizh-Arvorig hag e Breizh-Veur.

1732
Daveenn : GReg pg Guinclan (Guinclan (dont j'ai vû les prédictions en rimes bretonnes à l'Abbaïe de Landevenecq entre les mains du R. P. Dom Loüis le Pelletier.) étoit natif de la Comte de Goëlo en Bretagne Armorique, & predît environ l'an de grace 240 (comme il dit lui même.) ce qui est arrivé dans les deux Bretagnes.)

Sant Albin a yoa ginidik a Vreizh-Arvorig, ha sant Alban a Vreizh-Veur

1732
Daveenn : GReg pg (Saint) Aubin (étoit de la Bretagne Armorique, et Saint Alban a vreyz-veur)

Sant Brevalar ay oa eus a Vreizh-Veur

1732
Daveenn : GReg pg Brandan (Saint Brandan étoit de la grand' Bretagne)

Breizh-Veur

1732
Daveenn : GReg pg (la Grand') Bretagne

Breizh-Meur

1732
Daveenn : GReg pg (la Grand') Bretagne

Breizh-Meur

1732
Daveenn : GReg pg (la Grand') Bretagne

Breizh-Veur a yoa gwechall bro ar sent

1732
Daveenn : GReg pg (la Grand') Bretagne (étoit autrefois une pepiniere de Saints)

gwechall edo ker stank ar sent e Breizh-Veur, e-c'hiz pa vezent bet hadet

1732
Daveenn : GReg pg (la Grand') Bretagne (étoit autrefois une pepiniere de Saints)

Breizh-Veur

1850
Daveenn : GON.II pg meûr (la Grande-Bretagne).

Breizh-Veur

1850
Daveenn : GON.II pg Breiz(-Veûr) (Grande-Bretagne, aujourd'hui l'Angleterre).

Ginidik eo eus a Vreizh-Veur.

1850
Daveenn : GON.II pg ginidik (il est natif de la Grande-Bretagne).

Ar brezhoneg a gomzer e Breizh-Veur ned eo ket disheñvel-bras diouzh hini Breizh-Arvorig

1850
Daveenn : GON.II pg brézonek (Le breton que l'on parle dans la Grande-Bretagne ne diffère pas beaucoup de celui de la Bretagne-Armorique).

Bet he deus digantañ galloud da vezañ en Breizh-Izel, parez breuriezh Barzhed Breizh-Veur, dre ul lizher-aotre, a zo e perc'henniezh an Arouezvarzh, siellet ha deiziadet eus ar 26 a viz Gwengolo 1900, sinet Haf-Mon hag eilsinet Cadfan.

1909
Daveenn : REZI p. 3

Breizh-Veur

1927
Daveenn : GERI.Ern pg Breiz

Breizh-Veur

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p VII, (grande) Bretagne

Breizh a zo riblennet gant ar Mor-Bras ha mor Breizh-Veur

1931
Daveenn : VALL pg baigner (la Bretagne est baignée par l'Atlantique et la Manche)

Eus al ledanañ eo gourvazenn an douar-bras e-keñver aodoù Breizh, hag etre Breizh-Veur, Bro-C'hall hag an Alamagn ; strizh eo pa vez meneziek an aod, war aodoù Kornog ar C'hanada, er Mor Kreizdouarek, h.a. da skouer.

1943
Daveenn : TNKN p11

An aotrou Jozeb Loth, kelenner keltiek e Skol-Veur-al-Lizhiri Roazhon, a brezegas war "Donedigezh Breizhiz Breizh-Veur e Breizh-Vihan".

1944
Daveenn : EURW.1 p.188

E soñj dezhañ a oa prouiñ, kent e varv, daou dra : Da gentañ, ne oa ket hor c’hentadoù-ni, Bretoned, diskennidi eus Bretoned Breizh-Veur, hogen nized vihan pell an Arvoriz, breudeur d’ar C’halianed.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

Disklêriañ a reas e oa deut e ouenn diouzh Frañs da Vreizh-Veur da vare torridigezh « Edit » Naoned gant Loeiz XIV.

1944
Daveenn : EURW.1 p68

Ma armel-levrioù a greske bemdez gant prenadennoù graet e Breizh-Veur, ha ma mestroù a'm leze da ober evel ma karen, da skrivañ da nep piv bennak a vennen, hep kontrollañ ma lizheroù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.63

Daoust ha m’edo neuze er skol e Breizh-Veur, ganti e veze dalc’hmat va holl spered, ha honnezh an hini eo am skoazellas hag a roas din nerzh er sulvezh-se.

1954
Daveenn : VAZA p.67

Nag ur ger trugarez ne glevas diganto Thierry deut afo d’o sikour, daoust ha ma kroge ennañ an droug-kof adal ma save dirazañ kaoz eus Breizh-Veur.

1954
Daveenn : VAZA p.94

Gallet en deus gant mil boan tec'hel rak an dispac'herien ouzh e glask, ha deut eo a-benn d'erruout gant e vamm hag an nebeud mignonged war ribl un aodig e-kichen Oporto, hag aleshont int aet, diouzh ma klever da Vreizh-Veur war vourzh ul lestr-karg saoz.

1954
Daveenn : VAZA p.132, notenn 1

« Gant Goddam eme Figaro, tu a zo da bourchas n’eus forzh petra e Breizh-Veur ; gwir eo, e tegouezh ivez d’ar Saozon distagañ geriennoù amañ, geriennoù a-hont, pa vezont o tivizout kenetrezo, met Goddam a zo, anat ha splann, diazez o yezh ».

1955
Daveenn : VBRU p.45

Ofis publik ar brezhoneg