Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF

Formes fléchies : 
2
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

DOUAR. [1732, 1850, 1867, 1927, 1931, 2013] Lodenn gornôg Breizh. & Ent strizh Lodenn gornôg eus ar vro ma'z eus bet dalc'het da ober gant ar brezhoneg a-hed an amzer, enebet ouzh Breizh-Uhel. HS. Goueled-Breizh, Izelvreizh, Traoñ-Breizh.

Exemples historiques : 
27
Masquer la liste des exemples

gwragez a Vreizh-Izel

1732
Référence : GReg pg (basse-)brette

Breizh-Izel

1732
Référence : GReg pg Basse-Bretagne

Breizh-Izel

1732
Référence : GReg pg Basse-Bretagne

Breizh-Izel

1732
Référence : GReg pg (Basse-)Bretagne

gwreg a Vreizh-Izel

1732
Référence : GReg pg (basse-) brette

Breizh-Izel

1850
Référence : GON.II pg breiz(-Izel ou Gwéléd-Vreiz) (Basse-Bretagne).

Ret eo, oc'h er gortoz, / Distagañ ar galon dioc'h kement zo krouet, / Ha lavaret : / A-walc'h ! a-walc'h ! a-walc'h ! N'em beus ken da c'houlenn, / Nemet, goude mervel, / Mont eus a Vreizh-Izel / Da vaner kaer an Neñv, gant Doue da berc'henn.

1867
Référence : MGK p70

E Breizh-Izel, e Breizh hor bro, / Ez euz koar ha mel tro-war-dro, / Koar ha mel eus ar re wella / Ne vent kollet, evel brema, / Mar karfe 'n dud, 'vel ar gwenan, / En em vodañ holl a-unan / Da labourat ar brezhoneg.

1867
Référence : MGK p115

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel !

1867
Référence : MGK Rakskrid V

Paotred yaouank a Vreizh-Izel, ma rankit, eveldomp-ni, kregiñ en ho fuzuilh, dilezer ti ho tad, — n’eo ket me eo her goulenn deoc’h, — evit difenn ho pro, ho peleien hag ho relijion, grit ar pezh en deus graet Yann Pennorz hag e gamaraded, hag ho pezo graet ar pezh a c’houlenn Doue diganeoc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.313

Emgann Kergidu ha traoù all c'hoarvezet e Breizh-Izel e-pad dispac'h 1793 gant Lan Inisan, beleg e kelenndi Gwengamp

1877
Référence : EKG.I. Kentañ pajenn

Kerkent an eor a voe savet, al lien a voe astennet war ar gwernioù, hag al lestrig bihan a droas penn war-zu Bro-Saoz ha kein da zouar Breizh-Izel.

1877
Référence : EKG.I. p.24

E meur a vro marteze [ez] eus bet dibennet muioc’h a dud eget e Breizh-Izel, mes n’eus bro ebet hag a ve bet graet enni kement evit displantañ ar relijion eus a galon an dud.

1877
Référence : EKG.I. p.156

Abalamour da se hepken e vije, a-barzh nebeut, en em savet a-bezh Breizh-Izel a-enep ar republik, pa deuas un dra all da lakaat, en un taol, an traoù e b[ili-]bann.

1877
Référence : EKG.I. p.259

Bezomp ive[z] fiañs er Mestr Hollc’halloudus a zalc’h en he sav hon bro Beizh-Izel [sic], koulz hag ar bedoù diniver a ruilh dre an oabl. Pedomp, dreist-holl Santez-Anna-Wened n’he deus biskoazh distroet he skouarn diouzh pedennoù he Bretoned.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Neuze ho pije bet klevet kaerañ jolori ha jabadao a zo bet biskoazh klevet, en Breizh-Izel, entre Montroulez ha Lannuon.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

E Breizh-Izel, e vezer mat evit ar paour, hag e pep ti e vo evitañ un tamm bara, un tamm kig, alies ur skudellad soubenn.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Breizh-Izel

1927
Référence : GERI.Ern pg Breiz

E-pad m'edon astennet war va gourvezenn, n'hellen ket en em virout da gounañ em bro gozh Breizh-Izel, em nesañted hag em c'hariaded.

1929
Référence : SVBV p.13

Breizh-Izel

1931
Référence : VALL pg bas

Petra neuze lavarout diwar-benn ur vro evel Breizh-Izel, bep eil tro koad ha mor ?

1944
Référence : EURW.1 p14

Em levr, ne gleved nemet heklev ur galon kañvaouet [sic, gañvaouet], peadra da soñjal e oa ar barzh nevez ar paotr falleürusañ a Vreizh-Izel.

1944
Référence : EURW.1 p.100

Deuet on da chom davet ma zud e parrez Karnoed, en un ti brav, livet gwenn, war blasenn ar bourk, keñver gant an iliz, un ti kempenn, dalc'het gant ma mamm, ennañ kombodoù bihan evel emañ ar mod gant bourc'hizien Vreizh-Izel : ur gegin, ur sal, ur burev, dispartiet gant un trepas ; teir gambr a bigner dezho gant ur « viñs-tro » ; ha d'an nec'h tre, ar solier, div gambrig all, a zizoloer dre o frenestroù an holl vourk, hag er pellder, dremmwel fromus ha gwagennus tosennoù Kerne.

1944
Référence : EURW.1 p5-6

Kalz a vourc'hizien a Vreizh-Izel a anavezo o zi o-unan e poltred hini ma zud-me.

1944
Référence : EURW.1 p6

Krediñ a reas goulenn : - Lavarit din hoc'h anv, mar plij ! - Palmira Manso y de la Torre, kofesourig fri-lemm ! Ha c'hwi ? - Breur Arzhur eo va anv relijion. Du-mañ, e Breizh-Izel, e veze graet ac'hanon Kaourintin an Helgouarc'h.

1949
Référence : SIZH p.46

- Me 'oar : kleñved ar gêr ! Emaoc'h adarre o selaou tonigenn ar mor.. Ho korf amañ, hag ho spered e traoñiennoù glas Breizh-Izel... marteze dindan gwez avaloù milzin an dimezell gozh ?

1949
Référence : SIZH p.61

Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.

1949
Référence : SIZH p.41

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux