Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF

Formes fléchies : 
2
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

DOUAR. [1732, 1850, 1927, 1931, 1944] Lodenn reter Breizh. & Ent strizh. Lodenn reter eus ar vro na gomzed ket brezhoneg pe ma oa bet kollet ar brezhoneg enni, enebet ouzh Breizh-Izel. E Breizh-Uhel emañ-eñ o chom. HS. Gorre-Breizh, Uhelvreizh.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

Breizh-Uhel

1732
Référence : GReg pg (Haute-)Bretagne

Breizh-Uhel

1850
Référence : GON.II pg Breiz (-Uc'hel) (Haute-Bretagne).

Breizh-Uhel

1927
Référence : GERI.Ern pg Breiz

Breizh-Uhel

1931
Référence : VALL pg (Haute) Bretagne

Ar gwir hon eus da lakaat e brezhoneg anvioù-lec'h Breizh-Uhel, evel ma vez graet gant meur a hini, o vezañ m'emaint en hor bro, o vezañ ma 'z eo an anvioù-se ul lod eus hor peadra.

1943
Référence : TNKN p8

Lod anezho a chomas e Breizh-Uhel, al lodenn vrasañ, hag ar yezh vrezhonek a gilas neuze dirazo betek ar vevenn m'emañ hiriv c'hoazh.

1944
Référence : EURW.1 p7-8

Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.

1944
Référence : EURW.1 p67-68

Rak mar deo anavezet hiviziken anv paotr Lotei gant un dornadig mat a vrezhonegerien, hag e oberoù gant ur re bennak ivez, arabat goulenn digant gallegerien Breizh-Uhel enoriñ ha karout un den ha levrioù dianav-krenn evito.

1944
Référence : ARVR Niv. 165

Kaoz e [sic] oa war Arvor ar sizhun ail, eus ar « Roazhoneg » pe vrezhoneg Breizh-Uhel. Eman ar « roazhoneg » o teurel gwrizioù e kêrioù ail Breizh-Uhel. Tra vev eo ur yezh : kreskin hag ober berzh a ra, pa vez graet war he zro ; ha kivizan ha raervel. pa vez dilezet.

1944
Référence : ARVR Niv. 165

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux