Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

V. 1. V.k.e. Reiñ trechal (d'ub.). Trechalañ an dud. DHS. hegaziñ, siguriñ. HS. tregasiñ. 2. V. em. EN EM DRECHALAÑ : en em chalañ. En em drechalañ gant reuzeudigezh ar beorien. N'he doa ket abeg d'en em drechalañ. HS. (en em) zebriñ, (en em) zrailhañ.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Lavarout a reas n’he doa ket abeg d’en em drechalañ, ez oa yac’h he mab hag eñ etre daouarn mat hag ez adgwelje anezhañ un deiz da zont.

1924
Référence : SKET.II p.12

A-greiz m'en em drechalen evel-se, ur youl all a skubas anal griz an enkrez a-ziwar va spered.

1929
Référence : SVBV p.18

en em drechalañ

1931
Référence : VALL pg (se faire de la) bile, (se) bouleverser

trechalañ

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXXVIII, alarmer (effrayer)

Ho kozh kure o kabalañ, / Eo ho laka da drechalañ ; / Kiriek eo d'ho pelbiachoù.

1960
Référence : PETO p65

Ha diwall aketus hor boa graet hon-daou da chom hep stagañ gant ar c'hraf a zo o trechalañ ac'hanomp.

2015
Référence : EHPEA p180

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux