I.
V.k.e.
1. Ober sin da (ub.).
Emañ ouzh ma gwignal da vont d'he c'hichen.
2. Ent strizh
Ober sin (da ub.) gant an daoulagad.
Gwignal ur re.
DHS. blinkañ.
3. Trl.
Gwignal an daoulagad : ober sin gant an daoulagad.
II.
V.k.d. (dirak un av.)
1. Ober sin.
Kaer en deus, gant e zaouarn, gwignal d'an dud tevel. Te a wigno din pellaat diouzh ar c'herreg.
&
Ent krenn
Gwignal gant ar penn.
Ha me da ziskouez dezhañ, en ur wignal gant ma biz ha gant ma fenn, e fell din gouzout petra a reer e-barzh al loch mein-se.
HS. sinañ.
2. Ent strizh
Ober sin gant an daoulagad.
Yann a wigne d'e hini gozh dre doull an alc'hwez lavaret ya d'an aotrou.