Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (db. ar blev, an neud) [1659, 1732, 1931, 1954] A stumm rodelloù. [1659, 1732] Blev rodellet. [1954] En eneb d’an du-kañv-se, pa brene ur vaouez ar mouchouer bras gant pimpilhoù hir ha rodellet a dlee padout outi ha marteze ouzh he merc’h o buhez-pad, evel-just e tibabe al liv a gare, rak kavout a rae er stalioù n’eus forzh pere, an eil lintrusoc’h eget egile [...]. 2. (db. ar gwiad) [1909] Zo joget. [1909] Va sae a zo rodellet.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

blev rodellet

1659
Référence : LDJM.1 pg cheueux entortillés

blev rodellet

1732
Référence : GReg pg cheveu(x frisez par artifice), friser (Des cheveux frisez par artifice.)

va sae a zo rodellet

1909
Référence : BROU p. 415 (chiffonner)

Gweladennet em eus an enezennoù, bras ha bihan, nes d’an Hellas hag, en o zouez, ar santelañ, an azaouezetañ-holl, anvet Delos gant ar C’hresianed, hag enni un templ bras e maen-benerezh ha maen-marbr gouestlet d’an Hini a vez sklêrijennet ar bed gant ar pennad-blev rodellet anezhañ.

1923
Référence : SKET p.13

En e benn ur mouead damhir, tev, rodellet-kaer, ma sked pep blevenn ennañ evel ur bann-heol.

1924
Référence : SKET.II p.58

Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.

1929
Référence : SVBV p.15

rodellet

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXI, bouclé (cheveux)

An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.

1949
Référence : SIZH p.42

En eneb d’an du-kañv-se, pa brene ur vaouez ar mouchouer bras gant pimpilhoù hir ha rodellet a dlee padout outi ha marteze ouzh he merc’h o buhez-pad, evel-just e tibabe al liv a gare, rak kavout a rae er stalioù n’eus forzh pere, an eil lintrusoc’h eget egile : mouchoueroù ruz-tan, glas-dour, gell damruz, glas-mor, liv al ludu, mouk, ha zoken gwenn-sin pe du adarre, evit an intañvezed hepken hag ar gwragez krog mat da vont war an oad.

1954
Référence : VAZA p.31

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux