Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. Adv. (goude ur v., dirak un ak., ur rag. pe un adv.) A. (en egor) [2015] Dres. Douget e oa bet tre betek e wele. Aet int tre e-kichen ar stêr. [1944] Petra ’raimp amañ, ma n’omp ket evit mont tre betek an ti ? [2015] N'emañ ket tre e-harz ar maen-sonn met un tammig a-gleiz dezhañ. B. Difetis 1. Dres. Lavaret en deus tre ar pezh en deus klevet. Gouzout a ran tre piv en deus roet an dra-se dit. N'eo ket tre evel-se e ranker ober. 2. A-grenn. Ankounac'haet en deus tre ar pezh a oa bet goulennet outañ. II. Adv. (goude ur v., hep renadenn d'e heul) 1. [1929, 1931, 2012, 2015] Mont tre, dont tre : mont e-barzh un ti, ur sal, h.a. [2015] Mont a ran tre e burev ma eilerion. Deuit tre ! : deuit e-barzh an ti. 2. Dre skeud. (db. obererezhioù an dud) Degas udb. tre : e gas da vat. III. Adv. A. (goude un ag.) 1. Mik, penn-da-benn. N'eo ket marv-tre c'hoazh. Bremañ eo pare-tre. N'int ket heñvel-tre. 2. Kenañ. Bras-tre eo. Labourat a ra mat-tre. B. [1985] (en egor) Er penn all tre : el lec'h pellañ ma c'haller bezañ diouzh ub., udb., war un dachenn, h.a. [1985] En norzh tre. IV. Stn. (db. an dud) [1985] Eus ar gwellañ. Un den tre eo hennezh. [1985] Ur paotr tre. HS. a-feson, a-zoare.

Exemples historiques : 
49
Masquer la liste des exemples

tre

1850
Référence : GON.II pg trés, tré

deut tre

1850
Référence : GON.II pg trés, tré

deut tres

1850
Référence : GON.II pg trés, tré

bras-tre

1850
Référence : GON.II pg tré

mat-tre

1850
Référence : GON.II.HV pg mâd (-tré)

tre

1850
Référence : GON.II pg tré, trés

deuit tre

1850
Référence : GON.II.HV pg tré

N’omp ket tre eus ar vro, evit gwir, emeve dezhañ ; evelato n’omp ket kollet diwar hon hent.

1877
Référence : EKG.I. p.68

Daga o vezañ deut a-unvan gant he c’hoar ha Derkeia hec’h-unan-penn o terc'hel d’he meno, e voe graet d’an tri dont tre el logell.

1923
Référence : SKET p.103

Naet-tre e oa pep tra warni hag en-dro dezhi ; eskuit e oa hag oberiat, o vezañ dalc’hmat gant ul labour bennak.

1923
Référence : SKET p.41

O vezañ ma ’z eo dourioù lenn an Heol peuzdisall, e tiskenn koadoù ar vro gant dinaou sonn ar pantennoù tre betek an traezh, ken e teu, d’al lanvezh, an tonnoù-mor da c’hlebiañ ar wriziennoù anezho.

1923
Référence : SKET p.94

E den eo, hag o terc’hel ar bugel etre e zivrec’h ez eas tre e-barzh an ti.

1924
Référence : SKET.II p.9

E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".

1929
Référence : SVBV p6

Mont tre a rejomp er vaoz, ken herrek hag ur fourrad avel en eur c'hev douar, a droas a-zehoù hag, o vezañ pignet nouspet derez vaen, e tegouezhjomp gant un norig, gaoliata ar gael anezhi ha lârout yao en ur gambr ec'hon leun a c'hourvezennoù.

1929
Référence : SVBV p.12

mont tre get

1931
Référence : VALL pg aboutir (affaire)

kaer-tre

1931
Référence : VALL pg admirable

enorus-tre

1931
Référence : VALL pg auguste

fall-tre

1931
Référence : VALL pg affreux

anavezet-tre

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXIII

c'hoantaat tre

1931
Référence : VALL pg ambition

Hir-tre int a-wechoù, o fenn serzh-kenañ alies (betek 30%) hag o dinaou o vont war zigreskiñ kalzik goude-se.

1943
Référence : TNKN p61

Ha me reiñ ma c’hartenn dezhi, da gas d’ar Mestr. Ur pennad goude, e teuas-hi en-dro, kalz flouroc’h. – « Deuit-tre e-barzh, emezi, an aotrou a asant ho kwelout ».

1944
Référence : EURW.1 p.91-92

Deuet on da chom davet ma zud e parrez Karnoed, en un ti brav, livet gwenn, war blasenn ar bourk, keñver gant an iliz, un ti kempenn, dalc'het gant ma mamm, ennañ kombodoù bihan evel emañ ar mod gant bourc'hizien Vreizh-Izel : ur gegin, ur sal, ur burev, dispartiet gant un trepas ; teir gambr a bigner dezho gant ur « viñs-tro » ; ha d'an nec'h tre, ar solier, div gambrig all, a zizoloer dre o frenestroù an holl vourk, hag er pellder, dremmwel fromus ha gwagennus tosennoù Kerne.

1944
Référence : EURW.1 p5-6

Pa oa bouetet ha douret ar c'hezeg, debret lein, e oad aet da glask ar golaj, tre er penn all da gêr.

1944
Référence : EURW.1 p30

Tre en tu all d'ar savadurioù, ar sal gorfembregerezh, ar perzhier da c'hoari hag ar jardinoù.

1944
Référence : EURW.1 p48

Cavalier a oa gwintet tre en eil estaj, mes kaer am boa darc'hañ war an nor, grik ebet.

1944
Référence : EURW.1 p80

Me a gave se barzhonius-tre ; ur barzhig oc'h ober lez d'ur verjelenn war ar maez.

1944
Référence : EURW.1 p45

Homañ [ar gazetennig] a oa dudius-tre da lenn.

1944
Référence : EURW.1 p61

En em glevout mat-tre e raemp, hag hon eus graet bepred da c'houde.

1944
Référence : EURW.1 p44

« O ! ni a ya ganeoc’h. Petra ’raimp amañ, ma n’omp ket evit mont tre betek an ti ? » a lavaras ar merc’hed all.

1944
Référence : ATST p.116

Pa chomas trumm a-sav, hag eñ gant e dorch en e zorn hag e skubellig-blu [sic] dindan e gazell [sic], ha treiñ dre greiz-tre div renkennad skebell, war-du an tu dehou.

1949
Référence : SIZH p. 37

Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e aroudenn [sic, "arroudenn"] dre[-]douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.

1949
Référence : SIZH p.48

- O ! emezi, en ur dennañ ur follennig baper diouzh tre pajennoù ul levr : - Ul lizher tener-gliz[h] !...

1949
Référence : SIZH p.51

Ouzhpenn ma oa yac'haus-tre d'ar studierien ma oant, atav gant o c'hresk, lakaat o c'horf d'al labour.

1949
Référence : SIZH p.53

Ar C'habiten hag ar serjant a zeu tre, en ur zougen o dorn dehoù d'o zog.

1960
Référence : PETO p35

Ar Vatezh, ur wrac’h kozh ha kintus, gwall zaoulagad en he fenn. Deuet eo tre hep skeiñ war an nor.

1960
Référence : PETO p29

Unan bennak a sko war an nor hanter-zigor. Lavarout a rit : "deuit tre". Bez' ez eo dres an hini m'edoc'h o komz diwar e benn, falloc'h eget matoc'h. Na pegen hegasus !

1973
Référence : HYZH Niv. 88 p. 42, Anjela Duval

D'ar mare-se evit doare e oa rouez-tre an douarourien e Bro-C'hall ha ne veze kavet nemet Rusianed evit al labour-se, da vihanañ evit asantiñ mont d'ar broioù pell.

1985
Référence : DGBD p6

O rener Massingou, koulskoude a oa ur paotr tre, leun a youl vat, prest atav da reiñ skoazell, da zifenn ha da zivec'hiañ e dud ; n'eo ket marteze koulskoude an doare dereat da vezañ "capita" er vro-se ha n'eur ket enni ur rener ma ne ouezer ket lakaat ar re all da labourat en e lec'h.

1985
Référence : DGBD p135

En eil renk e teue ur rann all eus an diabarzh, ar Woleu Ntem a-dreñv ar "Río Muni", en norzh tre eta [...]

1985
Référence : DGBD p187

"Gallet ho pije lavarout din", a eilgerias an hini all, un disterañ chifet. "Met dik-tre on bet, evel ma lavarit, dik ha pismigus zoken".

2012
Référence : DJHMH p18

Bihan e oa ar vanell, ha sioul, a c'halled lavarout, daoust ma veze bleunius ar c'henwerzh enni war ar sizhun. Holl annezidi ar c'harter a hañvale ober berzh, hag an holl anezho, broudet gant an elbig hag ar spi d'ober gwelloc'h c'hoazh, a ouestle dreistad o gounidoù d'ar c'hinklañ ; da heul e save ar rakstalioù a-hed ar straed evel renkadoù gwerzhourezed mousc'hoarzhus o kinnig deoc'h dont tre.

2012
Référence : DJHMH p11

A-drugarez d'an dra-se, pa'z eer tre en iliz hiziv an deiz, e c'haller kaout un alberz reishoc'h eus ar pezh a venne arzourien an amzerioù-hont ober : un egorenn livet-flamm, lirzhin he doare, evit skeudenniñ gwenvidigezh an neñvoù.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 21

N'emañ ket tre e-harz ar maen-sonn met un tammig a-gleiz dezhañ, war ur bladenn vihan.

2015
Référence : EHPEA p33

Stourmet e vo en ur mod difeuls-tre, hep kasoni na fulor ; diskouezet e vo pegen poellek eo hon arguzennoù, pegen mennet ez omp, pegen mallus eo an traoù ha penaos n'eus ket tu da cheñch anezhe e mod all.

2015
Référence : DISENT p82

Mont a ran tre e burev ma eilerion hag o gwelout o vac'hellat, o tougen teuliadoù, troñset o milginoù.

2015
Référence : EHPEA p19

Paour-tre e oa an dud amañ neuze.

2015
Référence : EHPEA p15

Bewech neuze e vo embannet gant ar strollad peseurt reolennoù a dalvezo e-pad an obererezh. Da skouer : "ne vo ket kunujennet an enebourien" pe "sammañ kiriegezh a reomp ma vez ret da stourmerien zo troc’hañ ar roued-orjal evit mont tre en dachenn soudard".

2015
Référence : DISENT p66

Ken kreñv hen c'hoantaen ma timezis, tre goude ma oa bet embannet an torr-dimeziñ, gant Mic'halis, ar plomer.

2015
Référence : EHPEA p58

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux