E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".
kaer-tre
mont tre get
anavezet-tre
enorus-tre
fall-tre
Hir-tre int a-wechoù, o fenn serzh-kenañ alies (betek 30%) hag o dinaou o vont war zigreskiñ kalzik goude-se.
Deuet on da chom davet ma zud e parrez Karnoed, en un ti brav, livet gwenn, war blasenn ar bourk, keñver gant an iliz, un ti kempenn, dalc'het gant ma mamm, ennañ kombodoù bihan evel emañ ar mod gant bourc'hizien Vreizh-Izel : ur gegin, ur sal, ur burev, dispartiet gant un trepas ; teir gambr a bigner dezho gant ur « viñs-tro » ; ha d'an nec'h tre, ar solier, div gambrig all, a zizoloer dre o frenestroù an holl vourk, hag er pellder, dremmwel fromus ha gwagennus tosennoù Kerne.
En em glevout mat-tre e raemp, hag hon eus graet bepred da c'houde.
« O ! ni a ya ganeoc’h. Petra ’raimp amañ, ma n’omp ket evit mont tre betek an ti ? » a lavaras ar merc’hed all.
— « O ! ur vaouez eo, » a respontas Lom ; « ur vaouez eo, n’eus douetañs ebet da gaout. Gwelout a ran mat-tre he c’hoef gwenn hag he brozh du. »
Pa chomas trumm a-sav, hag eñ gant e dorch en e zorn hag e skubellig-blu [sic] dindan e gazel, ha treiñ dre greiz-tre div renkennad skebell, war-du an tu dehou.
- O ! emezi, en ur dennañ ur follennig baper diouzh tre pajennoù ul levr : - Ul lizher tener-gliz[h] !...
Ouzhpenn ma oa yac'haus-tre d'ar studierien ma oant, atav gant o c'hresk, lakaat o c'horf d'al labour.
Da skouer, alies-tre e veze goulennet diganin displegañ un unangomz fentus a dreveze Le Roi s’amuse gant Viktor Hugo, ha da bep ar mare e teue din lavarout e pep seurt stumm ar gerioù Elle est morte, a ziflape e[-]giz un diskan.
Ur wech an amzer e skriven ivez ur pezhig, fentus-tre war a grede din met diot awalc’h [a-walc’h], emichañs ; n’eus forzh, plijout a rae kement tra d’am arvestourien na oant ket gwell [gwall] sinac’h.
Netra n’ho pije bet da damall d’e zistagadur, ha tremen a rae hep lavarout donc ha déjà da bep eil ger evel ma rae an darn vuiañ eus e genvroidi, ha zoken ar re zesket-tre.
« Ma ! » e lavaras dimp e dibenn ur brezegenn hegarat-kenañ, « emaoc’h o paouez ober en ur c’hoarzhin un dra talvoudek-tre ; hogen, n’eus forzh, hoc’h aliañ a ran da genderc’hel e-giz-se, ha ra vezo penn-da-benn ho puhez priejoù ken leun a levenez ha ma ’z eo bet deiz hoc’h eured !»
Selloù a-gleiz am boa taolet ivez war ar c’hentañ ofiser e biped lemm deut tre em c’hombod kerkent ha tremenet harzoù Alamagn ; daoublegañ a rae hemañ koulskoude dirak pep hini ac’hanomp ha ne baoueze ket da vousc’hoarzhin keit ha ma rae diouzh e garg : « Pass, bitte schön, mein Herr ! » emezañ pe « Gnädige Frau, geben Sie mir, bitte Ihren Pass !»
Hon heuliad dister – tri pe bevar c’harrig-skañv a zeuas tre dre an Nor Santel (1).
Unan bennak a sko war an nor hanter-zigor. Lavarout a rit : "deuit tre". Bez' ez eo dres an hini m'edoc'h o komz diwar e benn, falloc'h eget matoc'h. Na pegen hegasus !
D'ar mare-se evit doare e oa rouez-tre an douarourien e Bro-C'hall ha ne veze kavet nemet Rusianed evit al labour-se, da vihanañ evit asantiñ mont d'ar broioù pell.
En eil renk e teue ur rann all eus an diabarzh, ar Woleu Ntem a-dreñv ar "Río Muni", en norzh tre eta [...]
O rener Massingou, koulskoude a oa ur paotr tre, leun a youl vat, prest atav da reiñ skoazell, da zifenn ha da zivec'hiañ e dud ; n'eo ket marteze koulskoude an doare dereat da vezañ "capita" er vro-se ha n'eur ket enni ur rener ma ne ouezer ket lakaat ar re all da labourat en e lec'h.
Bihan e oa ar vanell, ha sioul, a c'halled lavarout, daoust ma veze bleunius ar c'henwerzh enni war ar sizhun. Holl annezidi ar c'harter a hañvale ober berzh, hag an holl anezho, broudet gant an elbig hag ar spi d'ober gwelloc'h c'hoazh, a ouestle dreistad o gounidoù d'ar c'hinklañ ; da heul e save ar rakstalioù a-hed ar straed evel renkadoù gwerzhourezed mousc'hoarzhus o kinnig deoc'h dont tre.
"Gallet ho pije lavarout din", a eilgerias an hini all, un disterañ chifet. "Met dik-tre on bet, evel ma lavarit, dik ha pismigus zoken".
A-drugarez d'an dra-se, pa'z eer tre en iliz hiziv an deiz, e c'haller kaout un alberz reishoc'h eus ar pezh a venne arzourien an amzerioù-hont ober : un egorenn livet-flamm, lirzhin he doare, evit skeudenniñ gwenvidigezh an neñvoù.
Bewech neuze e vo embannet gant ar strollad peseurt reolennoù a dalvezo e-pad an obererezh. Da skouer : "ne vo ket kunujennet an enebourien" pe "sammañ kiriegezh a reomp ma vez ret da stourmerien zo troc’hañ ar roued-orjal evit mont tre en dachenn soudard".
Paour-tre e oa an dud amañ neuze.
N'emañ ket tre e-harz ar maen-sonn met un tammig a-gleiz dezhañ, war ur bladenn vihan.
Ken kreñv hen c'hoantaen ma timezis, tre goude ma oa bet embannet an torr-dimeziñ, gant Mic'halis, ar plomer.
Stourmet e vo en ur mod difeuls-tre, hep kasoni na fulor ; diskouezet e vo pegen poellek eo hon arguzennoù, pegen mennet ez omp, pegen mallus eo an traoù ha penaos n'eus ket tu da cheñch anezhe e mod all.
Mont a ran tre e burev ma eilerion hag o gwelout o vac'hellat, o tougen teuliadoù, troñset o milginoù.
Se an hini eo. Tre eveldomp-ni.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tre