1. [1924] TRE MA : kement ha ma.
[1924] Bilzig, war korn an oaled, digor gantañ e c’hinou, a rae pitouilhez tre ma c’halle.
2. [1904, 1933] TRE (KEIT HA) MA : e-keit ha ma.
[1904] Bremañ, ma c'hrouadur kaezh, biken n'ho kuitain, diouzhoc'h em bo konfort tre keit ha ma vevin.
[1933] Taolenn ha blaz blaouac'hus ne vo ket tu da hani ac'hanomp ankoueat ken tre ma vivehemp !
HS. e-pad ma
Bremañ, ma c'hrouadur kaezh, biken n'ho kuitain, Diouzhoc'h em bo konfort tre keit ha ma vevin.
Breman, ma c'hroadur kez, biken n'ho kuittaïn, Diouzoc'h em bo konfort trë keit ha ma vevin.
1904
Daveenn :
BMSB
p.46
Bilzig, war korn an oaled, digor gantañ e c’hinou, a rae pitouilhez tre ma c’halle.
Bilzig, war korn an oaled, digor gantan e c’hinou, a rê pitouilhez tre ma c’halle.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 41, p.946 (Mae 1924)
Abaoe Pipi a selle a-dreuz ouzh ar baotred, grognal, harzhal a rae oute ; ha pa wele Bilzig ! pa veze gant ar garabasenn, neuze e c’hrogne, neuze e harzhe, tre ma c’halle ; pa veze e-unan, avat, e lost entre e zivhar, e rede, aon dezhañ, rak an taol-mein a gleve o fronal en-dro d’e zivskouarn.
Abaoe Pipi a zelle a-dreuz ouz ar bôtred, grognal, harzal a rê oute ; ha pa wele Bilzig ! pa vije gant ar garabasenn, neuze e c’hrogne, neuze e harze, tre ma c’halle ; pa vije e-unan, avad, e lost entre e ziouhar, e rede, aon d’ean, rak an tôl-mein a gleve o fronal en-dro d’e ziouskouarn.