[1732, 1931] Abad zo bet anavezet e garg ent ofisiel dre ur bennozh abadel, roet gant un eskob kaset gant ar babelezh, ha dezhañ ar gwir da zougen ur gammell hag ur mintr.
[1732] Abad-eskob. [1732] Abaded-eskeb.
[1931] Abad-eskob. [1931] Abaded-eskeb. [1931] Ebed-eskeb.
Dezhañ d'ober gant al liester diabarzh "eskeb" ne hañval ket Gregor Rostrenn anavezout ar stumm "ebed" na gaver ket en e c'heriadur. Dalc'hmat e ra Gregor gant ar stumm lies reoliek "abaded". S.i.o. ar pennger "abad".