1. Strollad amprevaned a nij a-gevret.
Hedoù kilheien-raden.
&
Dre skeud.
Evel pemp hed tud deuet eus a-bell.
2. Ent strizh, dre verr.
Hed-gwenan.
&
Trl.
Ober, teuler un hed : kas un hed da ziazezañ pelloc'h.
Bep bloaz, e miz Mae pe e miz Mezheven, e rank ar gwenan teuler o hedoù.
Holl yaouankizoù gouenn Vanos eo a oa o teurel hedoù, evel gwenan, da bep nevez-hañv, war-du an Hanternoz hag ar C’hreisteiz, ar Reter hag ar C’hornog, o tudañ ar gouelec’h hag oc’h astenn a-vloaz-da-vloaz bevennoù ar Vroad (1).
Holl yaouankizou gouenn Vanos eo a oa o teurel hedou, evel gwenan, da bep nevez-hanv, war-du an Hanternoz hag ar C’hreisteiz, ar Reter hag ar C’hornog, o tuda ar gouelec’h hag oc’h astenn a-vloaz-da-vloaz bevennou ar Vrôad (1).
1923
Référence :
SKET
p.67
Hec’h-unan-penn e stourme ez kadarn ouzh an hedoù dalc’hmat nevezet eus armead orgedus an Amc’houlou.
Hec’h-unan-penn e stourme ez kadarn ouz an hedou dalc’hmat nevezet eus armead orgedus an Amc’houlou.
1923
Référence :
SKET
p.114
Nemet mel an hedoù gwenan gouez eo a vez eostet gant ar re-mañ.
Nemet mel an hedou gwenan gouez eo a vez eostet gand ar re-man.