Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. Tr. rn. av. 1. Troienn a verk kempredelezh daou ober padus graet gant an hevelep den. Sellet a rae ouzh ar maezioù en ur vleinañ. Ober a rae stamm en ur lenn ur romant. En ur ho klask em eus kavet ar wirionez. & En ur ober daou viz : dindan daou viz. 2. Troienn a zegas un displegadenn diwar-benn an doare ma c'hoarvez an darvoudoù. Saludiñ a reas an dud en ur soublañ he fenn. Kerzhet a rae en ur jilgammañ. 3. Troienn a dalvez da c'heriañ un abeg. En em lazhet eo en ur lammat diwar ur pont. II. Tr. ar. (dirak un ak.) EN UN, EN UR, EN UL : troienn a dalvez da c'heriañ un darempred etre lies den, lies loen pe lies tra. Azezet e oamp en ur gichen : kichen-ha-kichen. Lakaomp an daou boltred-mañ en ur geñver : keñver-ha-keñver. En ur vent emañ an daou levr-se : heñvel eo o ment. EVEZH. Kemm. blot. e deroù an anvioù-verb a lakaer goude an tr. rn. v. "en ur" hag e deroù an anvioù-kadarn a lakaer goude an tr. adv. "en un"/"en ur"/"en ul".

Exemples historiques : 
52
Masquer la liste des exemples

Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh hag da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]

1576
Référence : Cath p6

31. Hag inkontinant ez teuas un vouezh daveti en un lavaret : [«]Deus ma muiañ-karet ha ma fried, chede an porzh en neñv digoret dit[! »]

1576
Référence : Cath p.24

Inkontinant, Porfirius en em brezantas dirazañ en ul lavaret[ : «] Me am eus sebeliet korf ar rouanez, gwir servijerez da Jezuz-Krist hag am eus recevet ar feiz a Jezuz-Krist[. »]

1576
Référence : Cath p22

Ha pan oa kaset [Katell] d'al lec'h ordrenet evit-se ez c'horroas he daoulagad entreze ha 'n neñv oz ober orezon da gehelañ Doue en ur lavaret : O ! Jezuz gwir roue, enor ha gloar ar gwerc'hezed hag [e]sperañs ha salud ar gristenien.

1576
Référence : Cath p23-24

Neuze Maksentius evel un den kollet gantañ e skiant a deuas a un vouezh terripl da grial en un lavaret[: «] O ! Me mizerapl ha reuzeudik [! »]

1576
Référence : Cath p22

3. Trist voe Mari, melkoniet, / Hag en he c'halon estonet, / En ur soñjal pegen kalet / Jezuz gant poan e oa doaniet.

1622
Référence : Do. p59

M. Petra eo sin ar c'hristen ? D. Sin ar groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hor Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? D. E ober a ran o kas an dorn d'ar penn ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha'n hini dehoù, en ur lavaret : en anv an Tad, ha'r Mab ha'r Spered santel. Amen.

1622
Référence : Do. p6

13. Pa sellin ouzh an tourmañchoù / Eus ho mab JEZUZ, va Aotrou, / Grit din neuze geneoc'h gouelañ / En ur gaout truez outañ.

1677
Référence : Do. p68

M. Penaos er [sin ar groaz] gret-hu? D. E ober a ran o kas an dorn d'ar penn, ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha d'an hini dehoù, en ur lavaret, En anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel, Amen.

1677
Référence : Do. p7

Goude en em lakan da soñjal peseurt pec'hedoù em eus kometet en deiz-se e soñjezonoù, komzoù, hag euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eus ar re am eus kavet kometet genen, en ur bropoziñ o c'hofes, hag en em gorrijañ.

1677
Référence : Do. p53

en ur dremen

1732
Référence : GReg pg acquit

dont en ur redek

1732
Référence : GReg pg accourrir

en ur zonet

1732
Référence : GReg pg aller

en ur vonet

1732
Référence : GReg pg aller

èn ur

1732
Référence : GReg pg en (particule, qui marque le gerondif), gerondif (terme de grammaire. Il s'exprime en Breton par l'infinitif , precede de l'article , 'o', ou, 'èn ur')

en ur lenn

1732
Référence : GReg pg en (lisant)

en ur dibriñ

1732
Référence : GReg pg en (mangeant)

en ur redek

1732
Référence : GReg pg gerondif (En courant.)

en ur garet

1732
Référence : GReg pg gerondif (En aimant.)

An aotrou Milin n'en deus ket graet eveltañ, en ur anaout an hent mat, n'en deus ket kemeret an hent fall.

1867
Référence : MGK Rakskrid IX

Unan eus an alc'houedered : / En ur vont da ganañ : « ne bec'hin mui sant Pêr ! » / Betek an heol hag ar stered, / En doa ankounac'haet e oa, war-dro 'n hanter, / Aet en-dro an nevez-amzer, / Hep reiñ d'e galonig dudi ar garantez.

1867
Référence : MGK p51

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)

1867
Référence : MGK Rakskrid V

Goulenn a ra, en ur grenañ : / — « Aotrou ar C'hi, mestr ar vro-mañ, / M'en em roan deoc'h, petra a reot-hu din ? » / — « Da lazhañ rin ! » / — « Ha mar tec'han ? » — « Ned i ket pell, / Hag abred e ranki mervel ! »

1867
Référence : MGK p113

diskouez a fellas da Rikoù e oa evit ober ar pezh a oa e c'hoant. Hag eñ dezhi; hag en ul labourat e lavare groñs da dud e vro : "Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez; ha gantañ e rin ur seurt kouign, setu ! n'en deus tañvaet biskoazh Yann gouer, m'en toue !

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

Ar pintig kaezh, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebet ; hag o klevet ker brav dudi, an holl a rae e veuleudi o lavaret "Ur c'haner eo" ! Gant meuleudioù ne chomer bev. Alies siwazh. Ar pintig paour ne gave tamm na berad dour, e zaou bodig goullo atav, un deiz e voe kavet marv, marv gant naon en ur ganañ

1867
Référence : MGK p22

Pehini ac'hanoc'h, ma lennerien, en ur lakaat an tan war un alumetezenn, d'an noz, er devalijenn, na'n neus ket gwelet, o sevel diwar e voest chimikez, evel ur vogedenn lugernus ?... Se a c'hoarvez peurvuiañ pa ve[z] gleb an amzer ha mouest an alumetez.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ma tremenfe unan ane[zhe] da Vaer, paourkaezh marc‘hadourien deus bourk Plounevez, paket ho stal, hag et da redek heñcho[ù] Breizh-izel... ‘n ur ganañ ur werz diwar-benn ar fentusañ « Conseil municipal » a vefe neuze en Frañs.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Ac’hanta neuze, lennerien ger, reit dorn d’ar Groaz neve[z], mar plij, en ur reiñ de[zh]i ho kwenneg pep s[izh]un.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Men [sic] eo, o tont d'ar gêr, goude hadañ fosfat kaoc'h-houarn war un dachenn dirien am eus er Park kamm, me eo am boa difretet ar seier adarre , 'n ur dremen ; hag ar poultr dioute 'n eus groet d'ar geot kreskiñ evel ma welez.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Pep Barzh en ur dont er Gorsedd a gemer ul lesanv a dle bezañ aotreet gant ar Poellgor.

1909
Référence : REZI p. 14

Dindan ar volz kreiz anezhañ eo e tremenis bugelig nevez-c'hanet en ur vont d'ar maen-badiziant

1929
Référence : SVBV p.17

Dirak an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en ur leñvañ hag en ur hiboudiñ war un ton hiraezhus ha klemmvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poulpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude bezañ en em silet dre angelloù prenn rod vras ar vilin gozh he mogerioù iliavek.

1929
Référence : SVBV p.18

Sed an adjudant o tegouezhout, tizh warnañ, m'eus aon, ez eus un dra bennak a nevez gantañ... - Kanolier X..., eme Pissoli din-me, daoust ha laouen e vefec'h da glevout lavaret ez eus ur c'heloù evidoc'h ganin-me, da vont d'an trevadennoù ? - Ya da ! emeve en ur zigrommañ.

1929
Référence : SVBV p7

Ennañ eo em eus desket kanañ, ennañ eo e sunis laezh ar feiz kristen en ur zeskiñ ar brezhoneg, santelañ yezh a zo en hollved.

1929
Référence : SVBV p.18

Krugellou miled-stlej ha miled askellek, pevarzorneged [sic] ha pevarzroadeged, o kammkorvigammañ [sic], o plavañ d'an douar, oc'h ardaouiñ, oc'h ebatiñ hag o c'hourlammat, o pigosañ hag o torc'hweniañ, o raganellañ, o koleniñ hag o tilaouañ en ur ober moriskloù ha sismakoù, dre ma trailhe laou ar re fentusañ anezho.

1929
Référence : SVBV p.19

Ar paourkaezh ki-mañ - treut-gagn en deizioù kentañ m'edomp-ni degouezhet e Berrtomm - a lammas ouzhimp en ur fistoulat e lost hag en ur chilpat da lipat hon daouarn deomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratozh-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp, en desped ne yoa den ebet o lakaat evezh warnomp.

1929
Référence : SVBV p6

en ur ober bloaz

1931
Référence : VALL pg (il fit ce travail en un) an ("un" ne se traduit pas devant bloaz)

lenn a ra en ur gerzhout

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXVII

Kement hini a zeu d'am gwelout da Garnoed a ya kuit en ul lavarout din : « N'on ket souezhet e vefes 'n em gavet ur barzh dre amañ. »

1944
Référence : EURW.1 p15

En em veskañ a rejont gant argoadiz, hag a-benn kant vloaz, e oant breizhekaet, nann hepken dre briadelezh ha dre wad, met ivez dre o anvioù, a zeuas da vezañ 'n ur dremen dre c'henoù kouerien Vreizh-Izel : JOFRENO ha goude-se JAFRENOÙ, ROPERZH ha goude-se ROPARZH ; GWINEMANN ha goude-se GWINEMANT.

1944
Référence : EURW.1 p8

– « Noz vat, emezomp-ni en ur zont en ti. »

1944
Référence : EURW.1 p38

Hag ar paotr bihan ? Pe anv out, ma mab kaer ? » — « Frañsoù Jafrenoù » emezon-me en ur grenañ hag a vouezh izel.

1944
Référence : EURW.1 p31

— « Alo, kemer kalon, gwelout a ri e kavi berr an amzer en ul labourat mat. »

1944
Référence : EURW.1 p31

An aotrounez -diskennidi an dierned- o doa lavaret en ur zigouezhout er vro : an douaroù a zo dimp.

1944
Référence : EURW.1 p8

— « Me 'm eus kollet anezhi... » emezon-me en ur ober van da ouelañ.

1944
Référence : EURW.1 p21

Ar C'habiten hag ar serjant a zeu tre, en ur zougen o dorn dehoù d'o zog.

1960
Référence : PETO p35

Abaoe pell 'zo e kroger gant e zevezh en ur evañ kafe. Hiniennoù a zo koulskoude a gav gwelloc'h an te.

1972
Référence : BAHE niv. 75, p.41

En ur zistreiñ e lavaran d'an itron Anna dont da'm burev.

2015
Référence : EHPEA p74

Dav eo lakaat ar c'hoarzherien a-du ganeoc'h, en ur ziskouez dre an eskemmoù a zo gant hoc'h enebourien pegen lu eo o doare d'en em zerc'hel, pegen faos eo ar pezh a lâront, pegen uhel eo ar c'haoc'h en o revr abalamour d'o galloud, hag all, hag all.

2015
Référence : DISENT p79

Ma rankit parkañ ho karr-tan ur pennadig war al lec'h, grit van da c'hortoz unan bennak, o c'hoari an den a goll pasianted, en ur sellet alies ouzh hoc'h eurier pe en ur ober van da bellgomz zoken.

2015
Référence : DISENT p74

Padout a ray e-pad meur a sizhunvezh pe meur a vizvezh, ha divizoù sklaer a sikouro ac'hanomp, sañset, da vont war-zu hor pal pennañ en ur bouezañ muioc'h-mui war hon enebourien.

2015
Référence : DISENT p71

Klasket e vo skoazellañ hon enebourien neuze, met en ur zrevezañ anezhe an teukañ ar gwellañ.

2015
Référence : DISENT p55

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux