Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
3
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k.e. 1. Reiñ un anv divoutin d'ur boud, d'udb. Yann eo bet anvet gant e dud. Envel ur straed nevez. HS. lakaat. 2. Reiñ un anv boutin d'ur rummad boudoù, traoù, fetis pe zifetis. Envel un danvezenn nevez. 3. (db. al lec'hioù, ar savadurioù, h.a.) Bezañ boas d'ober gant un anv evit ober dave d'udb. An enezenn vras a anved neuze Breizh-Veur hag a anver hiziv Bro-Saoz. 4. Bezañ boas d'ober gant un anv evit aroueziñ ur boud, udb. Hini bihan an dañvadez a anver an oan. 5. Reiñ ul moranv d'ub. Ne blij ket din bezañ anvet. 6. Doareañ ub., udb. gant un anv. Ne veritan ket bezañ anvet da vab. 7. Menegiñ anv ub., ur boud bnk. Loened talvoudus all zo, anvet em eus an tousegi. Me o anvo deoc'h. II. 1. Dilenn. Piv a vo anvet pab e Roma ? 2. Trl. ENVEL UB. DA : fiziout ur garg, ur gefridi en ub., gelver ub. da seveniñ ur garg. Anvet eo bet da skolaerez e Kemper. Envel a reas da varnerien tud a zoujañs Doue. & Ent krenn Anvet eo bet e Landreger. HS. lakaat.

Exemples historiques : 
62
Masquer la liste des exemples

envel

1499
Référence : LVBCA p72 (nommer)

35. Darn a ra douet pe hi a voe merzheriet gant Maksentian pe gant Maksimian rak [an] tri a uzurpe neuze an impalaerded, eleze : Kustantin peheni dre suksesion paternel en devoe kontinuet an impalaerded ha Maksentius mab da Vaksimian peheni a voe graetanvet gant ar Romaned « augustus », ha Maksimian a voe anvet « sezar » gant ar re diouzh [an] Oriant[.]

1576
Référence : Cath p26-27

M. Hag-eñ nan eo ret ivez egzersiñ an euvroù a drugarez ? D. Ya, rak an hini pehini n'o gra ne verit ket bezañ anvet kristen.

1622
Référence : Do. p32

envel

1659
Référence : LDJM.1 pg hênvel

envel

1659
Référence : LDJM.1 pg apeller

envel

1659
Référence : LDJM.1 pg nommer

anvet

1659
Référence : LDJM.1 pg apeller (pp.), hênvel (nommer, pp.)

anvet

1659
Référence : LDJM.1 pg nommer

Ha nend eo ket ret ivez egzersiñ an euvrou a drugarez? D. Eo sur, hag an hini n'o gra, ne verit ket bezañ anvet kristen.

1677
Référence : Do. p33

envel

1732
Référence : GReg pg alleguer, appeller, citer (alleguer)

Grweg ar patriarch Abraham a voe anvet Sara.

1732
Référence : GReg pg Abraham (Sara étoit la femme d'Abraham.)

Gregor am anver

1732
Référence : GReg pg appeller

anvet

1732
Référence : GReg pg appeller

anviñ

1732
Référence : GReg pg appeller

anvet

1732
Référence : GReg pg alleguer, appeller, citer (alleguer)

amañ diaraok envet

1732
Référence : GReg pg alleguer

envet

1732
Référence : GReg pg alleguer, appeller

ret eo e envel Yann

1732
Référence : GReg pg appeller

amañ diaraok anvet

1732
Référence : GReg pg ci (-dessus nommé)

anviñ

1850
Référence : GON.II pg hanouein, henvel, hanvel

anvet

1850
Référence : GON.II pg henvel, hanvel

envet

1850
Référence : GON.II pg henvel, hanvel

penaos ec'h anvit-hu an dra-mañ ?

1850
Référence : GON.II pg henvel, hanvel

ret eo e envel evel e dad

1850
Référence : GON.II pg henvel, hanvel

anvet

1850
Référence : GON.II pg henvel, hanvel

Houmañ a lavaras dezho : N’am anvit ket Noemi (da lavarout eo, kaer), hogen va anvit Mara (da lavarout eo, c’hwerv), rak an Hollc'halloudeg en deus va c’harget a c’hwervder.

1850
Référence : GON.II p.100, Buez Ruth.

envel

1850
Référence : GON.II pg hanouein, hanvel, henvel

envel

1850
Référence : GON.II pg hanvel, henvel

anvañ

1850
Référence : GON.II pg henvel, hanvel

Ouzh kalz a dud [eo heñvel ar razh], siwazh ! ne'm beus karg da envel : / Ouzhin-me, ouzhoc'h-hu hag ivez ouzh pep den / Ne ro an aluzen, / Pa wel e toull e zor, o c'hlaouriñ gant an naon, / Ar paour kaezh reuzeudik.

1867
Référence : MGK p117-118

En ur gêr ne anvin, zo pell diouzh ar vro-mañ, ur gêr a oa enni leun a dud pennoù skañv; ur marvailher brudet, eus ar re ouiziekañ; o welet edo 'n droug a lamm o tirollañ; hag e teuje a-benn da gas ar vro da goll a yeas war leurgêr evit prezeg d'an holl

1867
Référence : MGK p.1

Gourc’hemennet e oa dezho touiñ sentiñ ouc’h al lezennoù-se, rak, hiviziken, ar c’houarnamant hepken eo a dlee envel, e Frañs, an eskibien en eskoptioù kerkoulz hag ar bersoned er parrezioù.

1877
Référence : EKG.I. p.7-8

Neuze eo mall dezhañ klask tud da zont d’e sikour ha da zifenn e draoù, rak ni a gas e vignoned d’ar prizon ha d’ar marv, hag a ziskar e diez, a anvont ilizoù, pe a laka anezho da ober merchosioù.

1877
Référence : EKG.I. p.159

Unan, dreist ar re all, a glevemp o jarneal ; hen envel a raent Brutus an Normant.

1878
Référence : EKG.II p.55

Alo ! grit ar pezh a gerf[e]t ; ar pezh a reot a vezo graet mat. Hini ac’hanomp ne gavo abeg er pezh ho pezo graet. Anvit ho ten.

1878
Référence : EKG.II p.111

Diwar-benn bugaleerezh Manos ha Bena, — pe Eburos ha Derva, evel m’o anver ivez diouzh an diw wezenn a waskedas o ganedigezh, — ne livirin nemet nemeur a dra, daoust ma ’z eo kement-se, a gredfen, en ur stumm, ar pep hoalusañ eus hon hengounioù.

1923
Référence : SKET p.38-39

A-gevret gant mab uhel Albiorix, em eus marc’hekaet war an hent-bras-se a c’hellfed envel penn-hent holl hentoù ar bed.

1923
Référence : SKET p.14

O sevel a reas, evel m’hel lavar e-unan, diouzh skouer Danevelloù Herodotos, mab Luxès, hag ec’h anvas anezho er yezh keltiek Skelta Segobrani.

1923
Référence : SKET p.9

[...] : "Brittones", "Brythoniaid" « Brezhoned » eo o deus en em anvet bepred a-dreuz ar c’hantvedoù (Loth, op. cit.).

1923
Référence : SKET p.148 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Ar re anezho, avat, a blegas da druachiñ o bugale d’an Estren a anver ar re zilignezet, ha milliget eo an anv anezho.

1923
Référence : SKET p.91

Da varv Manos, e vab henañ Ariomanos (2), a anver ivez Kintugenos, a gemeras al lec’h anezhañ e penn an tiegezh.

1923
Référence : SKET p.50

Envel an nav pennañ ne rin ken : Esox « eog », Natro « naer », Oriros « erer », Bledios « bleiz », Artos « arz », Epos (pe Marka), « marc’h », Uros « ejen gouez », Mokkos « moc’h gouez », Bebros « avank ».

1923
Référence : SKET p.30

Ken dizanat edo an avoultriezh ma n’oa gant ar yezh ger ebet d’hec’h envel, ha n’he doa pourchaset al lezenn kastiz ebet d’ar seurt torfed.

1923
Référence : SKET p.67

Jañ Glaudadig, pe Bilzig — anvit anezhañ evel ma karfet — c’hoant dezhañ da vont da vale bro.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Ha sed ar vugaligoù o c’hoarzhin ouzhin en ur ober daig, ar mammoù o pokat d’am daouarn ouzh va envel "dêvogenos" (2) ; an henaourien o kinnig va azeuliñ.

1924
Référence : SKET.II p.68

envel

1931
Référence : VALL Rakskrid p XIII,XXIII

anvet

1931
Référence : VALL Rakskrid p XIII

bezañ anvet war well

1931
Référence : VALL pg avancement

an den-se a zo anvet M.

1931
Référence : VALL pg (s')appeler (cet homme s'appelle M.)

anvet

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXIII

N'eur ket evit envel an holl amañ : re a vefe anezho : aberioù ar Rañs, an Trev, Stêr Vontroulez, an Elorn, Stêr-Aon, an Aven, ar Blañwezh, ar Skorv, stêr an Intel, ar Mor Bihan, ar Wilen a zo ar re vrasañ.

1943
Référence : TNKN p17

Ma faeron Fransoù Keromen a fellas dezhañ e vijen anvet Fransoù eveltañ.

1944
Référence : EURW.1 p6

Ma faeron Frañsou Keromen a fellas dezhañ e vijen anvet Frañsou eveltañ.

1944
Référence : EURW.1 p6

E oa ur genseurtiezh Breizhiz vrudet, a anved Anatol ar Braz, Charlez Ar Govig, Loeiz Tiercelin, René de Kerviler, René Grivart de Kerstrad, Léon Durocher, o kinnig sevel ur gevredigezh nevez gant un anv nevez : 'régionaliste' ; ar gevredigezh-se a vije badezet « Union Régionaliste Bretonne », he mennozh : saveteiñ Breizh a oa o vont da veuziñ evel gouenn ha bro ; saveteiñ war un dro ar yezh en ur adlakaat en enor an teatr pe c'hoariva poblus.

1944
Référence : EURW.1 p65

Un dro bennak, e c'houlennas diganin mont gantañ da ober eur weladenn-noz d'un ti bennak a Vontroulez n'eus ket ezhomm d'e envel, a oa, gouez dezhañ, ur gwir varadoz-an-douar.

1944
Référence : EURW.1 p.89

- Ha krediñ a ra dit, Abgrall, - « te » a lavarent an eil d'egile, hag en em envel a raent dre o anvioù tud, a-enep ar Reolenn, pa vezent o-daou ; - ha krediñ a ra dit eo ken fall-se ar merc'hed ?

1949
Référence : SIZH p.53

Ur person ivez pa vo lec'h da envel Izili ar C'huzul-kanton, ' ray heñvel, Hag en iliz-parrez, ' raok an oferenn-bred, Dezho, 'vit an dra, en em vodañ, ' vo ret. Hag ar c'hevezer en devo bet an trec'h Er barrez diberson ' gemero al lec'h.

1960
Référence : PETO p16

Gant an holl, ofiser, on Per an Hir anvet.

1960
Référence : PETO p49

An doare aesañ eo moarvat evit ar c'houarnerien hag ar vererien, o chom re bell ac'hano ha re nebeut anezho, envel pennoù-kêr ha pennoù-kanton, karget da zastum an tailhoù, karget ivez, e mareoù a zo, da glask danvez labourerien ha soudarded.

1985
Référence : DGBD p164

Bez ez eus ivez un hanter morian eus ar Martinik, o labourat er maltouterezh, ha ne oar ket c'hoazh da belec'h eo anvet da vont.

1985
Référence : DGBD p16

Eno eo, er XVIvet kantved, e voe ijinet ar ger "gotek" gant an arzvarnour Vaz[s]ari, da envel dre zismeg an opus francigenum diwar anv ar C'hoted, anezho ur bobl c'herman eus ar Grennamzer henañ hag a oa dezhañ pimpatrom ar varbariezh.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 8

Setu poell [abeg] ar pezh a veze anvet gwechall "kuzul al labourerien" pe soviet, koulz, ha poell [abeg] an emverañ evel-just.

2015
Référence : DISENT p58

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux