35. Darn a ra douet pe hi a voe merzheriet gant Maksentian pe gant Maksimian rak [an] tri a uzurpe neuze an impalaerded, eleze : Kustantin peheni dre suksesion paternel en devoe kontinuet an impalaerded ha Maksentius mab da Vaksimian peheni a voe graetanvet gant ar Romaned « augustus », ha Maksimian a voe anvet « sezar » gant ar re diouzh [an] Oriant[.]
N'eur ket evit envel an holl amañ : re a vefe anezho : aberioù ar Rañs, an Trev, Stêr Vontroulez, an Elorn, Stêr-Aon, an Aven, ar Blañwezh, ar Skorv, stêr an Intel, ar Mor Bihan, ar Wilen a zo ar re vrasañ.
E oa ur genseurtiezh Breizhiz vrudet, a anved Anatol ar Braz, Charlez Ar Govig, Loeiz Tiercelin, René de Kerviler, René Grivart de Kerstrad, Léon Durocher, o kinnig sevel ur gevredigezh nevez gant un anv nevez : 'régionaliste' ; ar gevredigezh-se a vije badezet « Union Régionaliste Bretonne », he mennozh : saveteiñ Breizh a oa o vont da veuziñ evel gouenn ha bro ; saveteiñ war un dro ar yezh en ur adlakaat en enor an teatr pe c'hoariva poblus.
- Ha krediñ a ra dit, Abgrall, - « te » a lavarent an eil d'egile, hag en em envel a raent dre o anvioù tud, a-enep ar Reolenn, pa vezent o-daou ; - ha krediñ a ra dit eo ken fall-se ar merc'hed ?
Gant an holl, ofiser, on Per an Hir anvet.
Bez ez eus ivez un hanter morian eus ar Martinik, o labourat er maltouterezh, ha ne oar ket c'hoazh da belec'h eo anvet da vont.
An doare aesañ eo moarvat evit ar c'houarnerien hag ar vererien, o chom re bell ac'hano ha re nebeut anezho, envel pennoù-kêr ha pennoù-kanton, karget da zastum an tailhoù, karget ivez, e mareoù a zo, da glask danvez labourerien ha soudarded.
Eno eo, er XVIvet kantved, e voe ijinet ar ger "gotek" gant an arzvarnour Vaz[s]ari, da envel dre zismeg an opus francigenum diwar anv ar C'hoted, anezho ur bobl c'herman eus ar Grennamzer henañ hag a oa dezhañ pimpatrom ar varbariezh.
Setu poell [abeg] ar pezh a veze anvet gwechall "kuzul al labourerien" pe soviet, koulz, ha poell [abeg] an emverañ evel-just.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
envez