1. [1575, 1659, 1732, 1931, 1944, 1985] Anv-gwan-verb "envel".
[1575] Melezour ar Marv a'r garvañ / Zo entre ar bobl a gredan, / Al Levr-mañ a vezo anvet : / Ardant, luizant, evit gantañ, / Noz-deiz, en em goñsiderañ : / Ha humiliañ Tud ar bed. [1575] Er c'hentañ poent hep si, e kivi spesial / Komz seder anterin, a'r fin orijinal : / Zo anvet tir ha mor, a-gor, marv korporel / Ar fin-mañ den n'e lez er palez nag er sal.
[1659] Anvet.
[1732] Gregor on anvet.
[1931] Anvet. [1944] Ma faeron Frañsoù Keromen a fellas dezhañ e vijen anvet Fransoù eveltañ. [1944] Juluen a groge e divskouarn ar re a veze anvet dezhañ evel gwall bennoù hag e sache anezho e-maez. [1985] N'on ket evit asuriñ e oa Bouet ur Breizhad, met sur-mat e ranke bezañ kalz Bretoned ouzh e heul pa savas trevadenn ar Gabon, ha marteze e c'hellfe bezañ en e amzer dija e oa bet anvet "Pointe des Bretons" ar c'horn eus Louis on bet o chom ennañ.
2. Trl.
[1576, 1659, 1732, 1867, 1931, 2015] BEZAÑ ANVET (UN ANV BNK.) : bezañ an anv-se dezhañ.
[1576] Durant an amzer[-se] ez eas ar roue er c'harter-se, palamour da aferioù en c'hrontragne, ha neuze ar rouanez dre ar garantez he devoe komeret ouzh ar werc'hez santez Katell a yeas en noz ha ganti priñs ar varc'heien, anvet Porfirius, d'he vizitañ, d'ar prizon.
[1732] Gwreg ar patriarch Abraham a voe anvet Sara. [1732] Loeiz pevarzek en anv, anvet ar bras. [1732] An anvet Kaourintin en defe kompariset dirazomp. [1732] An anvet Kaourintin en deves kompariset dirazomp. [1732] Gregor on anvet.
[1931] An den-se a zo anvet M. [1944] Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ. [1944] Er chapel ez eus aoterioù koad kizellet-dispar, eus ar XVIIvet kantved, balustroù gant skeudennoù an Ebestel, ul laouer vaen eus ar Vvet kantved, anvet « bez sant Weltaz » ha poltred koad alaouret ar sant gant tog ha bazh-eskob.
[2015] Lavarout a ran da zDermitzakis mirout ur c'harr-polis, gouzaviñ Dimitriou eus an Hennadiñ ha sekretourez Korasidis, unan anvet Lefkaditi.
HS. lesanvet.
3. Trl.
[1677, 1732, 1867] BEZAÑ ANVET ak. pe ag. : bezañ lakaet d'an dra-se pe kontet evel-se.
[1677] Ha nend eo ket ret ivez egzersiñ an euvrou a drugarez? D. Eo sur, hag an hini n'o gra, ne verit ket bezañ anvet kristen.
[1867] Ar roue-mañ a c'halvas e-touez pep rumm loened / Louzaouerien e-leizh, anvet medisined, / A bep seurt anezho : ha re vat ha re fall.
4. Trl.
[1576, 1659, 1677, 1732, 1850, 1935] BEZAÑ ANVET (UN ENOR PE UR C'HARG BNK.) : bezañ nevez-vet an enor-se pe ar c'harg-se.
[1850] Blenier eo bet anvet gant ar roue.
[1935] 'Vit ar « Finistère », « Côtes-du-Nord », Mor-Bihan hag « Ille-et-Vilaine », eo hanvet an Ao.Ao. Ripert ha Richard, ar c'hentañ, ezel eus ar « Conseil d'Etat » ; an eil, enseller war an arc'hant.
&
BEZAÑ ANVET DA (UN ENOR PE UR C'HARG BNK.) : bezañ nevez-degemeret d'an enor-se pe d'ar c'harg-se.
4. Trl.
[1732] Bezañ anvet evit ub., udb. : bezañ graet diouzh ub., udb.
[1732] Bezañ anvet evit.
N'eo ket anvet an hentoù-se evit an estrañjourien.
Er c'hentañ poent hep si, e kivi spesial / Komz seder anterin, a'r fin orijinal : / Zo anvet tir ha mor, a-gor, marv korporel / Ar fin-mañ den n'e lez er palez nag er sal.
En quentaff poent hep sy, ez quiffy spécial / Comps seder anterin, an fin original : / So hanuet tyr ha mor á gor maru corporal / An fyn man den ne les, en Pales nac en Sal.
1575
Daveenn :
M.
p36
Melezour ar Marv a'r garvañ / Zo entre ar bobl a gredan, / Al Levr-mañ a vezo anvet : / Ardant, luizant, evit gantañ, / Noz-deiz, en em goñsiderañ : / Ha humiliañ Tud ar bed.
Mezellour an Maru an garfaff / So entre an pobl a credaff, / An Lefr man a vezo hanuet : / Ardant, Luysant, euyt gantaff, / Nos, dez, en em consideraff : / Ha humiliaf Tut an bet.
1575
Daveenn :
M.
p34
Durant an amzer[-se] ez eas ar roue er c'harter-se, palamour da aferioù en c'hrontragne, ha neuze ar rouanez dre ar garantez he devoe komeret ouzh ar werc'hez santez Katell a yeas en noz ha ganti priñs ar varc'heien, anvet Porfirius, d'he vizitañ, d'ar prizon[.]
durant an amser ez eaz an roue en quarterse, palamour da afferou en contraigne, ha neuse an rouanes dre an carantez he deffoye commeret ouz an guerhes sanctes Cathell, a yez en nos ha ganty princç an mareyen hanuet porphirius de visitaff dan prison :
Daveenn :
GReg
pg designer (Designer, être destiné pour.)
anvet
heñvet
1732
Daveenn :
GReg
pg dit (dit, dite. ce qui a été proferé)
Loeiz pevarzek en hanv, anvet ar bras
Loys pevarzecq èn hano, heñvet ar bras
1732
Daveenn :
GReg
pg dit (Louis XIV. dit le grand.)
An anvet Kaourintin en defe kompariset dirazomp.
An heñvet Caurintin èn deffë compariçzet dirazomp.
1732
Daveenn :
GReg
pg dit (Ledit Corentin auroit comparu devant nous.)
bet envet evit
bet henvet evit
1732
Daveenn :
GReg
pg designer (Designer, être destiné pour, pp.)
Elimelek a raed eus hemañ, ha Noemi eus e c’hwreg : e zaou vab a oa hanvet, unan anezho Mahalon, hag egile Chelion.
Elimélek a réad eûz hé-mañ, ha Noémi eûz hé c’hrég : hé zaou vâb a oa hanvet, unan anézhô Mahalon, hag égilé Chélion.
1850
Daveenn :
GON.II
p.98
Blenier eo bet anvet gant ar roue.
Blénier eo béd hanvet gañd ar roué.
1850
Daveenn :
GON.II
pg bléñer (il a été nommé gouverneur par le roi.)
Ar roue-mañ a c'halvas e-touez pep rumm loened / Louzaouerien e-leizh, hanvet medisined, / A bep seurt anezho : ha re vat ha re fall.
Ar roue-man a c'halvaz e-touez pep rumm loened / Louzaouerien e-leiz, hanvet medisined, / A bep seurt anezho : ha re vad ha re fall.
1867
Daveenn :
MGK
p104
Du-mañ eus ur c’hi hanvet Korsako hag a oar ober brav-kenañ e wele e-mesk ar c’holo ; ma karjen bezañ aet d’ar skol gantañ n’oan ket bet ken nec’het ha ma’z on bremañ.
Du-man euz eur c’hi hanvet Korsako hag a oar ober brao kenan he vele e mesk ar c’holo ; ma karjen beza eat d’ar skol ganthan n’oan ket bet ken nec’het ha ma’z oun breman.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.73
Dont a rejont da Blougerne gant ur beleg hanvet Gall.
Dont a rejont da Blougerne gand eur belek hanvet Gall.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.230-231
Hanvet e oant dre ar vro an "arme noar" (ger gallek evit lavaret an "arme du", evel-se e oant hanvet dre ar vro).
Hanvet oant dre ar vro an "arme noar" (ger gallek evit lavaret an "arme du", evelse oant hanvet dre ar vro).
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.190
Hiviziken, war o meno, ur person, ur c’hure a dlee bezañ hanvet en e barrez gant ar c’houarnamant : Eskob na Pab ebet n’o doa da welet war gement-se.
Hiviziken, var ho meno, eur persoun, eur c’hure a dlie beza hanvet enn he barrez gant ar c’houarnamant : Eskob na Pab ebed n’o doa da velet var gement-se.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.4
En ti-se, hanvet Penn-an-Nec’h, ez eus tri beleg, pe, pa lavarin mat, daou veleg hag ul lastez beleg, rak unan anezho n'eo ket beleg c’hoazh, ned eo nemet ar pezh a leveront, avieler anezhañ.
Enn ti-ze, hanvet Penn-an-Neac’h, ez euz tri belek, pe, pa lavaring [sic] mad, daou velek hag eul lastez-belek, rak unan anez-ho ne ket belek c’hoaz, ne d’eo nemed ar pez a leveront, avieler anez-han.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.153
— Petra ? C’hoant hoc’h eus da lavaret ne rit ket a fae war ar Republik ? Koulskoude, n’oc’h bet nemet ur wech hepken e ti-kêr, un dervezh m’oac’h bet lakaet da sinañ e oac’h hanvet maer ; abaoe n’oc’h ket bet war-dro. Ha n’eo ket an dra-se ober fae war ar Republik ?
— Petra ? C’hoant oc’h euz da lavaret ne rit ket a fae var ar Republik ? Kouskoude, n’oc’h bet nemed eur veach epken e ti-kear, eun dervez m’oac’h bet lakeat da zina oac’h hanvet mear ; abaoue n’oc’h ket bet var dro. Ha ne ket an dra-ze ober fae var ar Republik ?
1878
Daveenn :
EKG.II
p.65
An Arc'hdrouiz, anvet gant Gorsedd Beirdd Ynis Prydain (mammenn an holl C'horseddoù) a zo rener evit gwir war holl C'horseddoù ar bed hag an holl Drouized-Veur a dle sentidigezh dezhañ war bezh a sell ouzh ar Barzhaz, evit ma vezo dalc'het an holl C'horseddoù war hent ar glad varzhek da virviken.
An Arc'hdrouiz, hanvet gant Gorsedd Beirdd Ynis Prydain (mammen an holl C'horseddou) a zo rener evit gwir war holl C'horseddou ar bed hag an holl Drouized-Veur a dle sentidigez d'ezan war bez a zell ouz ar Barzaz, evit ma vezo dalc'het an holl C'horseddou war hent ar glad varzek da virviken.
1909
Daveenn :
REZI
p. 7
Lenn an Heol e veze hanvet gant mibien Vanos, dre ma welent eus ar c’hlann gornok m’o doa graet enni o annez, bemdez, en dremmwel, an heol o tiveuziñ diouzh an dour anezhi.
Lenn an Heol e veze hanvet gant mibien Vanos, dre ma welent eus ar c’hlann gornok m’o doa graet enni o annez, bemdez, en dremwel, an heol o tiveuzi diouz an dour anezi.
1923
Daveenn :
SKET
p.94
Nemet, dre enskrivadurioù eus an Henamzer, ec’h anavezomp doueed ha doueezed anvet diouzh anv ar boblad pe ar gêr a warezont : Allobrox, Arvernos, Bibrax, Dexiva, Mogontia, Trikoria, Renel, Religion de la Gaule, pp. 394, 397, 401, 405.
Nemet, dre enskrivaduriou eus an Hen-amzer, ec’h anavezomp doueed ha doueezed anvet diouz ano ar boblad pe ar gêr a warezont : Allobrox, Arvernos, Bibrax, Dexiva, Mogontia, Trikoria, Renel, Religion de la Gaule, pp. 394, 397, 401, 405.
1923
Daveenn :
SKET
p.23
Enderc’hel a reont traonienn ha bro an Ejipt evel ma vez endalc’het gant an dorn dornell ar c’hleze, hag e tisrannont an douar-Bras anvet Azia diouzh an douar-Bras anvet Afrika.
Enderc’hel a reont traonienn ha bro an Ejipt evel ma vez endalc’het gand an dourn dournell ar c’hleze, hag e tisrannont an douar-Bras anvet Azia diouz an douar-Bras anvet Afrika.
1923
Daveenn :
SKET
p.17
Ma ! abaoe eo bet ar paotr anvet gant an holl Bilzig, e lesanv a deuas da vezañ e anv, ha nebeut a dud ar bourk a vije bet kat da reiñ dezhañ e wir anv : Bilzig a oa, Bilzig a chomo.
Ma ! abaoe eo bet ar pôtr hanvet gant an holl Bilzig, e leshano a deu[a]s da vea e hano, ha nebeud a dud ar bourk a vije bet kât da rei d’ean e wir hano : Bilzig a oa, Bilzig a chomo.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924), "a deuas da vea", reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).
Yann en devoa ur vag, hanvet an Deureugenn, ur vag du, ponner, kozh-douar : ar vartoloded a lavare penaos e oa brein-put.
Yann an nevoa eur vag, hanvet an Deureugenn, eur vag du, pounner, koz douar : ar vartoloded a lavare penôs e oa brein-put.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.141
an den-se a zo anvet M.
an den-ze a zo hanvet M.
1931
Daveenn :
VALL
pg appeler (cet homme s'appelle M.)
anvet
hanvet
1931
Daveenn :
VALL
Rakskrid p XXIII
'Vit ar « Finistère », « Côtes-du-Nord », Mor-Bihan hag « Ille-et-Vilaine », eo anvet an Ao.Ao. Ripert ha Richard, ar c'hentañ, ezel eus ar « Conseil d'Etat » ; an eil, enseller war an arc'hant.
'Vit ar « Finistère », « Côtes-du-Nord », Morbihan hag Ille-et-Vilaine, eohanvet [sic] an Ao.Ao. Ripert ha Richard, ar c'henta, ezel eus ar « Conseil d'Etat »; an eil, enseller war an arc'hant.
1935
Daveenn :
BREI
niv. 416/3a
Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.
Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje d’ezo e nerz, evit dougen ar sac’h ar [sic] pounnera, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe añvet kaporal a-raok diwez e vloavez kentañ servij, ha serjant goude.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.194
E vab a oa anvet-bihan Eogan, hag e verc'h Ella.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.182
An Durocher (sic) en doa c'hoant ma vije krouet ur gannadelezh eus ar gevredigezh evit Pariz, hag e-unan da gannad meur. Siwazh, hor mouezhioù-ni a lakaas klorenn ar valañs da vrallañ en e enep, hag an Estourbeillon a voe anvet.
An Durocher (sic) en doa c'hoant ma vije krouet eur gannadelez eus ar gevredigez evit Pariz, hag e-unan da gannad meur. Siouaz, hor moueziou-ni a lakaas klorenn ar valañs da vralla en e enep, hag an Estourbeillon a voe anvet.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.133
Juluen a groge e divskouarn ar re a veze anvet dezhañ evel gwall bennoù hag a [sic, e] sache anezho e-maez.
Juluen a groge e diouskouarn ar re a veze anvet d'ezañ evel gwall-bennou, hag a sache anezo e-maez.
1944
Daveenn :
EURW.1
p40
Er chapel ez eus aoterioù koad kizellet-dispar, eus ar XVIIvet kantved, balustroù gant skeudennoù an Ebestel, ul laouer vaen eus ar Vvet kantved, anvet « bez sant Weltaz » ha poltred koad alaouret ar sant gant tog ha bazh-eskob.
Er chapel, ez eus aoteriou koad kizellet dispar, eus ar XVIIvet kantved, balustrou gant skeudennou an Ebestel, ul laouer vaen eus ar Vvet kantved, anvet « bez Sant-Weltas », ha poltred koad alaouret ar Sant gant tog ha baz Eskob.
1944
Daveenn :
EURW.1
p17
Ma faeron Frañsou Keromen a fellas dezhañ e vijen anvet Frañsou eveltañ.
Ma faeron Fransou Keromen a fellas d'ezañ e vijen anvet Fransou eveltañ.
1944
Daveenn :
EURW.1
p6
Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.
Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; eur vatez yaouank anvet Maianna Touboulig ; ha me, ar mab pennher, a oa ma zad o fiziout warnoun da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz diskoni gantañ.
1944
Daveenn :
EURW.1
p6
Pa vezi dimezet, e vezi anvet kentañ-kloareg, ha noter a-benn daou vloaz goude.
Pa vezi dimezet, e vezi anvet kenta-kloareg, ha noter a-benn daou vloaz goude.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.210
N'on ket evit asuriñ e oa Bouet ur Breizhad, met sur-mat e ranke bezañ kalz Bretoned ouzh e heul pa savas trevadenn ar Gabon, ha marteze e c'hellfe bezañ en e amzer dija e oa bet anvet "Pointe des Bretons" ar c'horn eus Louis on bet o chom ennañ.
1985
Daveenn :
DGBD
p53
Lavarout a ran da zDermitzakis mirout ur c'harr-polis, gouzaviñ Dimitriou eus an Hennadiñ ha sekretourez Korasidis, unan anvet Lefkaditi.