Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. G. A. [1499, 1575, 1576, 1622, 1659, 1677, 1732, 1850, 1867, 1909, 1911, 1929, 1931, 1943, 1944, 1960, 1985, 2015] Ger a dalvez da aroueziñ ur boud, udb., evit e anavezout diouzh ar boudoù all, an traoù all eus e rumm. [1499] Anv. [1499] Pezh anv eo ? [1576] Neuze ar werc'hez venniget a bedas hon aotrou Doue ez plijje gantañ terriñ ha distrujañ en ijinoù-se en enor an anv benniget anezhañ, ha evit koñversion ar bobl pere a edoa prezant, hag inkontinant maz oa dispozet lakat ar werc'hez en tourmant-se. 1. (db. an dud) [1499, 1576, 1622, 1659, 1677, 1732] Ger pe stroll gerioù a dalvez da aroueziñ un hinienn. [1499] Anv. [1576] An interpretasion a'n anv a Gatell. [1622] M. Etre ar re all, pere a bedit-hu ? D. Ar Werc'hez Maria, ma Ael gardian hag ar Sant pe a hini e tougan an anv. Pe anv, peseurt anv oc'h ? : petra eo ho kentanv pe hoc'h anv-tiegezh pe petra int o-daou. Ma anv eo Yann. Reiñ un anv d'ur bugel. Skrivañ, lakaat anv ub. war ul levr, un teul. [1659] Anv. [1659] Anvioù. [1677] M. Pere etre ar re all [ar Sent] a bidit-hu ? D. Ar Werc'hez Vari, ma Ael Gardian, hag ar Sant pe eus a hini e tougan an anv. & [1944] Anv mat ub. : e anv gwirion. [1944] Ar skolaer, tamm-ha-tamm, a gemeras hardizhiegezh da sinañ e anv mat ; d'ar Sul 27 a viz Gwengolo e voe gwelet evit ar wech kentañ an anv F. JAFFRENNOU moullet war ur gazetenn ; ar paotr n'en doa nemet 17 vloaz. ES. moranv. & Bezañ en un anv : bezañ roet an anv-se dezhañ. Ma c'hoar a oa en anv-se ivez. Bezañ en anv e dad, e vamm. & Ober e anv eus ub. : e c'helver e anv. Ober a reas diouzhtu he anv anezhi. & Lakaat ub. en un anv, ober un anv eus ub. : ober gant an anv-se evit komz outañ pe diwar e benn. & Delc'her un anv war ub. : delc'her d'ober gant an anv-se evit komz outañ pe diwar e benn. Lesanvet e oa bet an Eostig hag abaoe eo bet dalc'het an anv-se warnañ. & Trl. Lakaat e anv d'ober udb. : skrivañ pe lakaat skrivañ e anv war roll an dud a ra, a ray an dra-se. & Lakaat e anv da zimeziñ : lakaat e embannoù da zimeziñ. & Lakaat e anv evit mont da sekretour, da gelenner, h.a. : mont da gevezañ ouzh tud all evit bezañ dibabet da sekretour, da gelenner, h.a. & PEMDEZ Gouzout lakaat e anv : bezañ gouest da sinañ. & Lakaat e anv gant ub. : dimeziñ dezhañ. & Na c'houzout nag anv nag oad d'ub. : na c'houzout tra diwar e benn. Trl. estl. [1732, 1850, 1909] En anv Doue ! [1732] En anv da Zoue : troienn a reer ganti evit aspediñ ub. [1732] En anv Doue, me ho ped. [1850] En an' Doue ! [1909] En an' Doue ! Na rit ket an dra-se, en anv Doue! & Trl. (er relijion gatolik) [1576] En anv a'n Tad, ha'r Mab ha'r Glan Spered. [1622, 1677] En anv an Tad, ar Mab hag ar Spered Santel, Amen : lavarenn a zistager en ur ober sin ar groaz. [1576] En anv a'n Tad, ha'r Mab abred, / Roue ha krouer, ha'r Glan Spered [;] / Un doue anavet dre a gredan / Pere en personoù kaougant, / Zo tri fier ha diferant / Ha se prezant a asantan. [1622] M. Petra eo sin ar c'hristen ? D. Sin ar groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hor Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? D. E ober a ran o kas an dorn d'ar penn ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha'n hini dehou, en ur lavaret : en anv an Tad, ha'r Mab ha'r Spered santel. Amen. [1677] M. Penaos er [sin ar groaz] gret-hu? D. E ober a ran o kas an dorn d'ar penn, ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha d'an hini dehoù, en ur lavaret, En Anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel, Amen. [1677] M. Pe evit tra er [sin ar groaz] gret-hu er feson-se ? D. Da gentañ, evit digas ar memor eus an daou Vister priñsipal eus hor Feiz ; unan, eus an Drinded binniget, en ur bronoñs ar c'homzoù-mañ : En Anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel ; an eil, eus ar marv ha Pasion hon Salver, pehini[,] ouzh en em vezañ graet den, en deus anduret ar marv evidomp-holl en ur Groaz. & Tr. [1622, 1909] Dre anv Doue : en anv Doue. [1622] M. Livirit gourc'hemennoù Doue. D. 1. En un Doue parfet e kredi, / Hag a veuli hepmuiken. 2. Dre'n anv anezhañ ne doui ket, / Dindan boan pep lec'h a bec'hed. 3. Ar Sulioù hag ar gouelioù din / A observi ker anterin. [1909] Dre an' Doue ! Trl. skeud. Na gaout aon rak e anv : bezañ dizaon. 2. Anv bihan : kentanv. & Anv familh : anv-tiegezh. 3. Kaout udb. war e anv, en e anv : bezañ perc'henn war an dra-se. Biskoazh n'he doa bet ti ebet war he anv he unan. [1877] N'he doa ket un diner toull war hec'h anv [...]. & (db. an teulioù) Bezañ en anv ub. : leuniet, sinet gantañ. & (db. ar vugale) Bezañ en anv e dad, e vamm : bezañ anavezet evit e vugel (he bugel) gantañ (ganti). & Reiñ e anv evit ober udb. : disklêrian bezañ a-du evit e ober. & Ober udb. en anv ub. : en e lec'h. & [1576] Ober udb. en anv ub. : ober udb. goude bezañ anvet gant ub pe evitañ. [1576] Ha pan teuas da lavaret an dra-se d'ar varc'heien arall ez respontjont dezhañ :[«]Ha ni zo ivez kristeneien, prest da vervel evit an anv hor Salver Jezuz-Krist[.»] E garg a zalc'he en anv ar roue. 4. Trl., dre ast. Ger a arouezer ul loen, udb. gantañ evit e anavezout diouzh al loened all, an traoù all eus e rumm. Lena eo anv ma c'hazhez. Kemper eo anv kêr-benn Bro-Gernev. Petra eo anv al levr-se ? B. [1499, 1659, 1732] Ger pe stroll gerioù a dalvez da aroueziñ ar boudoù, an traoù - fetis pe zifetis - eus an hevelep rummad. [1499] Pezh anv eo ? [1659] Anv. [1732] An arabaj a zo ul langaj ker fournis m'en deus mil anv evit ur c'hleze, pemp kant evit ul leon, daou c'hant evit ar sarpant ha pevar-ugent evit ar mel. Aval eo an anv a roer da veur a frouezhenn. Ar blantenn-mañ he deus meur a anv e brezhoneg. Ret e vo reiñ un anv d'an danvezenn nevez-mañ. & Trl. (db. an dud) Gwall anv : kunujenn. C. Ent krenn YEZHAD. [1732] Anv-kadarn. Un anv gourel, benel. & Anv boutin : ger a dalvez da aroueziñ pep hini eus boudoù pe eus traoù ur rummad. & Anv divoutin : ger a dalvez da ziforc'hañ ur boud, udb. diouzh boudoù all, traoù all e rummad. & Anv hollek : anv a dalvez da aroueziñ traoù n'int ket niveradus. & Anv unan : anv a dalvez da aroueziñ un den, un dra, ur c'heal, h.a. & Ent strizh Anv unan : troienn a reer ganti diwar ziviz evit envel an anvioù kadarn a dalvez da aroueziñ traoù niveradus. D. (en e furm lies prl.) Kunujenn. & Trl. Klevet e holl anvioù gant ub. : bezañ kunujennet gantañ. & Reiñ anvioù d'ub., teuler ar seizh anv divalav war ub. : e gunujenniñ. & Anv vil : kunujenn. Ne reot ket dezho fasadoù hag anvioù vil ? II. H.g. 1. [1909, 2015] Meneg, keal. [1909] N'eus anv ebet a gement-se. [2015] N'eus anv ebet e vije skoet an disterañ from enni ma savan eus renkadoù etre betek ar re uhelañ. & Trl. BEZAÑ ANV GANT UB. EUS, DIWAR-BENN UB., UDB. ALL : e venegiñ, lavaret tra pe dra diwar e benn. Anv zo eus ar gwallzarvoud er c'hazetennoù. N'eo ket ar wezh kentañ din ober anv dit eus an traoù-se. & BEZAÑ ANV GANT UB. DA OBER UDB. : bezañ en e spered ober an dra-se, menegiñ e rafe an dra-se. N'eus ket anv gantañ da guitaat e vro. & Ent krenn Anv zo : lavaret a reer (an dra-mañ-tra). N'eo ket sur e teuy met anv zo. & (db. ar merc'hed) Anv zo ganti : dougerez eo. & Klevet anv eus udb. : klevet meneg, keloù eus an dra-se. [1878] [...] evel gwechall an ermited en dezert, ne glevemp anv a netra. & Ent krenn Ne glever ken anv : ne gomzer nemet eus an dra-se. & Na c'houzout anv : na deuler evezh. Mont a ra an amzer en-dro ha ne ouzer ket anv ken na vez deuet mare koan. & Gouzout anv eus ub., udb. : e anavezout. 2. (db. an dud) [1659] Brud. Kaout anv kaer, anv fall. Kaout an anv da vezañ un den mat. DHS. anv-mat. 3. Trl. KAVOUT, GOUZOUT ANV EN UB., EN UDB. : kavout abeg ennañ. Gouzout anv e leziregezh ub.

Exemples historiques : 
163
Masquer la liste des exemples

hanv

1499
Référence : LVBCA p24 (nom)

Peg anv eo ?

1499
Référence : GAVH p43, 78 (wie heyscht dit 'comment cela s'appelle-t-il ?')

En hanv a'n Tad, ha'n Mab abred, / Roue ha krouer, ha'n Glan Spered [;] / Un Doe anavet drez kredan [dre a gredan]/ Pere en personoù kaougant, / Zo tri fier ha diferant / Ha se prezant a asantan

1575
Référence : M. p34

An interpretasion a'n hanv a Gatell.

1576
Référence : Cath p3

29. Ha pan deuas da lavaret an dra-se d'an varc'heien arall ez respontzont dezhañ :[«]Ha ni zo ivez kristenien, prest da vervel evit an hanv hon Salver Jezuz-Krist[.»]

1576
Référence : Cath p23

Neuze an werc'hez venniget a bedas hon aotrou Doue ez plijze gantañ terriñ ha distrujañ en injinoù-se en enor an hanv benniget anezhañ, ha evit koñversion an bobl pere a edoe prezant, hag enkontinant maz oa dispozet lakat an werc'hez en tourmant-se.

1576
Référence : Cath p20-21

M. Petra eo sin an c'hristen ? D. Sin an groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hon Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? D. E ober a ran oz kas an dorn d'an penn ha d'an estomag, ha goude d'an skoaz kleiz, ha'n hini dehou, en un lavaret : en hanv an Tad, ha'n Mab ha'n Spered santel. Amen.

1622
Référence : Do. p6

M. Livirit gourc'hemennoù Doue. D. 1. En un Doue parfet ez kredi, / Hag a veuli hepmuiken. 2. Dre'n hanv anezhañ ne doui ket, / Didan boan pep lec'h a bec'hed. 3. An Suliaoù hag an goueliaoù din / A observi ker anterin.

1622
Référence : Do. p26

M. Ha ret eo pediñ an Sent ? D. Ya, abalamour ma'z int mignoned da Zoue ez c'hellont kalz hon sikour dre o fedennoù hag o intersesionoù. M. Entre an re all, pere a bedit-hu ? D. An Werc'hez Varia, ma Ael gardian hag an Sant pe a hini ez tougan an anv.

1622
Référence : Do. p20

hanvioù

1659
Référence : LDJM.1 pg nom (p.)

hanv

1659
Référence : LDJM.1 pg nom

hanvoù

1659
Référence : LDJM.1 pg nom (p.)

M. Pere etre ar re all [ar Sent] a bidit-hu ? D. Ar Werc'hez Vari, ma Ael Gardian, hag ar Sant pe eus a hini e tougan an anv.

1677
Référence : Do. p21

M. Pe evit tra er [sin ar groaz] gret-hu er feson-se ? D. Da gentañ, evit digas ar memoar eus an daou Vister priñsipal eus hor Feiz ; unan, eus an Drinded binniget, en ur bronoñs ar c'homzoù-mañ : En Hanv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel ; an eil, eus ar marv ha Pasion hon Salver, pehini[,] ouzh en em vezañ graet den, en deus anduret ar marv evidomp-holl en ur Groaz.

1677
Référence : Do. p9

M. Penaos er [sin ar groaz] gret-hu? D. E ober a ran o kas an dorn d'ar penn, ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha d'an hini dehoù, en ur lavaret, En anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel, Amen.

1677
Référence : Do. p7

roet hanv ur re da justis

1732
Référence : GReg pg déferer (Déferer, denoncer, pp.)

ul levr hep hanv

1732
Référence : GReg pg anonime (Un livre anonime.)

An arabaj a zo ul langaj ker fournis m'en deus mil hanv evit ur c'hleze, pemp-kant evit ul leon, daou-c'hant evit ar sarpant ha pevar-ugent evit ar mel.

1732
Référence : GReg pg arabe (La langue Arabe est si feconde qu'elle a 1000. noms pour signifier une épée , 500. pour le lyon, 100. pour le serpent , & 80. pour le miel.)

Loeiz pevarzek en hanv, anvet ar bras

1732
Référence : GReg pg dit (Louis XIV. dit le grand.)

Ar c'han gregorian, pe ar c'han roman, pe ar c'han eus an Iliz, pe ar c'han-plaen, a zo ar c'han ambrozian, pe kan sant Ambroaz, korrijet, kresket ha rentet publik dre 'n Iliz gant sant Gregor, Pab kentañ en hanv.

1732
Référence : GReg pg gregorien (Le chant Gregorien, ou le chant Romain, ou le chant de l'Eglise, ou le plein chant, le chant Ambrosien corrigé par saint Gregoire Pape premier du nom.)

En hanv Doue, me hoz ped.

1732
Référence : GReg pg grace (De grace, je vous prie.)

Ar roue Frañsez kentañ en hanv ay oa mab d'ar c'hont eveus a Añgoulem eme Rabelais, e termenioù goloet.

1732
Référence : GReg pg gosier (Grand-gousier étoit le Pere de Gargantuas, dit Rabelais.)

Ar roue Charlez eizhvet en hanv a stagas Provañsa ouzh ar rouantelezh a Frañs er bloaz pevarzek-kant chwec'h ha pevar-ugent.

1732
Référence : GReg pg annexer (Le Roi Charles VIII. annexa la Provence à la Couronne, en 1486.)

brudiñ mat e hanv dre e oberioù enorus

1732
Référence : GReg pg glorieux (Rendre son nom glorieux par ses beaux exploits.)

Rentet e hanv enorus dre e oberioù kaer.

1732
Référence : GReg pg glorieux (Rendre son nom glorieux par ses beaux exploits, pp.)

en hanv da Zoue

1732
Référence : GReg pg amour (Pour l'amour de Dieu.)

Rentañ e hanv enorus dre e oberioù kaer.

1732
Référence : GReg pg glorieux (Rendre son nom glorieux par ses beaux exploits.)

Gregor eo va hanv.

1732
Référence : GReg pg appeller (Je m'appelle Gregoire.)

Neb en deus militet un hanv kaer.

1732
Référence : GReg pg glorieux (Glorieux, qui a acquis de la gloire par son mérite.)

en hanv Doue

1732
Référence : GReg pg amour (Pour l'amour de Dieu.)

An hanv a Vrevalazr a zo stank ha paot en eskopti a Leon.

1732
Référence : GReg pg Brandan Le nom de Brandan est fort commun en Leon.)

hanv

1732
Référence : GReg pg bruit (Bruit, reputation, renommée.)

Hanv mat en deus.

1732
Référence : GReg pg bruit (Il a bon bruit, bonne renommée.)

N'en deus ket hanv mat.

1732
Référence : GReg pg bruit (Il a mauvais bruit.)

Koñstitusionoù ar Pab Klemañs, pempvet en hanv, pere a ra lod eus a wir an Iliz

1732
Référence : GReg pg clementines

Attila a gemere an hanv a walenn Doue.

1732
Référence : GReg pg fleau (Attila se faisoit appeller le fleau de Dieu.)

klevet hanv eus a

1732
Référence : GReg pg dire (Oüir dire.)

klevet komps hanv eus a

1732
Référence : GReg pg dire (Oüir dire.)

reiñ hanv ur re da justis

1732
Référence : GReg pg déferer (Déferer, denoncer.)

gounit un hanv kaer gant e oberioù kaer

1732
Référence : GReg pg gloire (Acquerir de la gloire par ses beaux exploits.)

gounit un hanv kaer dre e oberioù kaer

1732
Référence : GReg pg gloire (Acquerir de la gloire par ses beaux exploits.)

un hanv kaer

1732
Référence : GReg pg gloire (Gloire, une réputation illustre.)

un hanv pehini a ro da aznaout kaliteoù ur personaj bennak

1732
Référence : GReg pg epitete

Ha c'hwi a oar e hanv ?

1850
Référence : GON.II pg hânô (Savez-vous son nom ? )

hanv

1850
Référence : GON.II pg hanô (Nom, le terme dont on se sert pour désigner une personne, une chose. Dénomination.)

klevout hanv eus

1850
Référence : GON.II pg klévout (entendre dire, ouïr dire.)

N'am eus klevet hanv eus a gement-se.

1850
Référence : GON.II pg klévout (Je n'ai pas entendu dire cela.)

Un hanv kaer en deus dellezet dre e vadoberioù.

1850
Référence : GON.II pg dellézout (Il a acquis de la gloire par ses bonnes actions.)

Dinamm eo e hanv.

1850
Référence : GON.II pg dinam (Sa réputation est sans tache.)

Un hanv dianav en deus kemeret.

1850
Référence : GON.II pg dizanaf (Il a pris un nom supposé.)

En han' Doue !

1850
Référence : GON.II pg Doué (Pour 'enn hano Doué', au nom de Dieu.)

hanv

1850
Référence : GON.II pg hânô (Nom, le terme dont on se sert pour désigner une personne, une chose. Dénomination.)

hanvioù

1850
Référence : GON.II pg hânô (Nom, le terme dont on se sert pour désigner une personne, une chose. Dénomination, p.)

hanvoù

1850
Référence : GON.II pg hânô (Nom, le terme dont on se sert pour désigner une personne, une chose. Dénomination, p.)

Kalz hanvioù em [sic, am] eus

1850
Référence : GON.II pg hânô (J'ai beaucoup de noms.)

hanv-kaer

1850
Référence : GON.II.HV pg hanô-kaer (Gloire, honneur, estime due à la vertu, au mérite. Réputation.)

Un hanv-kaer en deus gounezet gant e oberioù kaer.

1850
Référence : GON.II.HV pg hanô-kaer (Il a acquis de la gloire par ses belles actions.)

hanv-skrivet

1850
Référence : GON.II.HV pg hanô-skrivet (Souscription, signature qu'on met au bas d'une lettre, d'un acte.)

hanvioù-skrivet

1850
Référence : GON.II.HV pg hanô-skrivet (Souscription, signature qu'on met au bas d'une lettre, d'un acte, p.)

hanv

1850
Référence : GON.II p.17, livre premier, "nom".

hanvioù

1850
Référence : GON.II p.17, livre premier, "des noms".

Pe hanv hoc'h eus-hu ?

1850
Référence : GON.II p.72

Ra lakay an Aotrou ar c'hwreg-mañ pehini ez a en da di, heñvel ouzh Rachel ha Lia, pere o deus savet ti Israel, evit ma vezo ur skouer a furnez en Efrata, ha ma e devezo un hanv kaer e Betlehem.

1850
Référence : GON.II.HV p.107, Buez Ruth.

Gant an amzer, unan anezho, hag eñ e hanv Pilpai, gant aon ned azent da goll, a lakeas hiniennoù dre skrid

1867
Référence : MGK Rakskrid V-VI

« Evel-se eo a ran : me, evit ober mad, / A ro da labourat / Da bep micherour zo : da baotr ar rokedenn, / Hag, e-touez kalz re all, deoc'h-hu, skrivagnerien, / A laka kozh skridoù war hanv ar re vras. »

1867
Référence : MGK p124

Ar c'honikl, pa glev e hanv, / Lavar e "in manus", a laka e ene, / En ur ouelañ, 'tre daouarn Doue.

1867
Référence : MGK p113

Hennezh n’en doa ket daou liard war e hanv ; c’hoant kaout arc’hant en doa avat, n’eus forzh dre be c’hiz.

1877
Référence : EKG.I. p.38

Abalamour da se, daou vIoaz a yoa o doa ranket ar veleien pe gemeret an tec’h, pe mont a-zindan-guzh, ha menec’h Sant-A[l]bin n’o doa klevet hanv eus a netra.

1877
Référence : EKG.I. p.35

Ma ne rafen ket ne dlefen ket dougen hoc’h hanv. Gourc’hemennit, va zad ; mall eo ganen klevet ar pezh a dlean da ober fenoz.

1877
Référence : EKG.I. p.20-21

E hanv a zo Frañsoa Kerrou[z], o chom e Sant-[E]ron, e parrez [Pleuveur-Gaoter].

1877
Référence : EKG.I. p.27-28

Pinvidik e oa hervez ar bed, hag alies n’en deveze ket daou skoed war e hanv : kement en doa a roe d’ar paour.

1877
Référence : EKG.I. p.9

Rak petra he divije-hi aon ? Petra he doa-hi da goll ? N'he doa ket un diner toull war hec'h anv, hag, evel e lavare d’he amezeien, gwelloc’h e kave mont gant Doue d’he Varadoz, eget bevañ war an douar er baourentez en ur stlejañ he gar gamm war he lerc’h dre ma’z ae.

1877
Référence : EKG.I. p.194

Rak kaer zo, e pep parrez, ar maer eo a ra e lec’h hag en hanv ar c’houarnamant, abalamour ar re a zo e Pariz ne c’hellont ket tizhout dre-holl hag a rank en em [z]iskargañ war re all da ober evito.

1877
Référence : EKG.I. p.5

Nann, e gwirionez, e c’halloud a deuas war-eeun digant Jezuz-Krist a lavaras dezhañ ha d’an Ebestel all : « It dre ar bed-holl, deskit d’an holl al lezenn am eus desket deoc’h, ha badezit an holl en hanv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel. »

1877
Référence : EKG.I. p.5

Dre eno e oad kouezhet a-daol war ar veleien, hep m’en doa den klevet hanv a netra.

1877
Référence : EKG.I. p.240

Daoust hag hennezh a ve al louzaouer skiantek en deus kement a vrud ? — Me 'gred eo hennezh e rank bezañ, rak dre zu-mañ n’eus ken hanv nemet anezhañ.

1877
Référence : EKG.I. p.91

Ar beleg "intru" a oa e Plouared, a oa e hanv Loull ar Bouc’h, da vihanañ lavaret a raed e oa hennezh e hanv mat, rak deuet e oa eus n’ouzon dare pelec’h, ha den er vro ne ouie hen anaout.

1877
Référence : EKG.I. p.87

N’oa ken hanv ganto nemet eus an Aotrou Borgne de la Tour, eus an Aotrou de Kervalaneg, eus a Yann Prijant.

1878
Référence : EKG.II p.25

E-pad m’edont an eil e-kichen egile en ti, stag ouc’h treid ar gweleoù, an aotrou Krenn en doa kofesaet an holl, ha roet dezho, en anv Doue, ar pardon eus o fec’hedoù.

1878
Référence : EKG.II p.84

Antronoz, mintin-mat, Paol Monod, eus a vilin Kerveneur, hag e zaou genderv, Lell ha Loiz, eus a Gerliviri, a deuas da zigas boued deomp ha da gontañ deomp petra a yoa a nevez e-kreiz hor c’hoad ; evel gwechall an ermited en dezert, ne glevemp hanv a netra.

1878
Référence : EKG.II p.13-14

Petra a rafen-me de[zh]añ ? Me ziskouezfe de[zh]añ pelec'h an neus manket ar mañsoner, hag a gasfe ane[zh]añ er-maez deus ma zi, gant un tol troad er lec'h ma teu ar c'hein da goll e anv. Bez' sur na vije ket klañv gant ar c'hoant da addont.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Lâr din Job ; se, koulskoude, na sell ket ac'hanon, mes kement ha kaozeal, bepred e teue, d'ar Sadorn, ur gelaouenn, he hanv "an Democrate ?"

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Dre han' Doue !

1909
Référence : BROU p250 (Aux environ de Pont-l'Abbé ils disent souvent : Dr'han Doue ! Par le nom de Dieu !)

En han' Doue !

1909
Référence : BROU p250 (hano)

hanv

1909
Référence : BROU p250 (nom)

hanvioù

1909
Référence : BROU p250 (nom, p.)

han'ioù

1909
Référence : BROU p250 (nom, p.)

N'eus hanv ebet a gement-se.

1909
Référence : BROU p250 (Il n'est pas mention de cela.)

Ne c'hallfemp ket digemer tezen ar Rannvroelerien, mezhus evit hon enor hag hon hanv a Vretoned

1911
Référence : PSEP p V

Ouzhpenn, e lavar ar C’hresianed en devoe Herakles eus Keltina un eil-vab, peurheñvel ouzh ar c’hentañ, a voe roet dezhañ gant e gerent an anv a « Galatos » (3).

1923
Référence : SKET p.32

"Katubodua", anv divgevrennek ouzh hen ober "katu-" iwerzhoneg "cath", kembraeg ha brezhoneg "kad" (gg.) "emgann", ha "bodua", iwerzhoneg "bodb" "branez".

1923
Référence : SKET p.21

Diwar amzer Momoros ez oa bet al labour diskiñ ha barrekaat-se, evel boulc’het gant ar bugel ez eus bet anv anezhañ amañ c’hoazh, ar bugel-se a vennan lavarout a oa bet poket dezhañ ha stardet war he c’halon gant Derkeia, VINDOSETLOS, mab Kintus (1).

1923
Référence : SKET p.141

Antronoz skrapadeg ar saout gant Erkuniz, an div vaouez yaouank, a zo bet anv anezho, a oa aet, kerkent hag an deiz, dre greiz ar gwez haleg, war glann ar stêr, d’en em walc’hiñ ha da c’houronkediñ.

1923
Référence : SKET p.133

Ambia ha Kinge eo anvioù an div vaouez a vagad an Tarv a voe skrapet gant Erkuniz.

1923
Référence : SKET p.133

Hi eo he deus goloet Baltia hag an enezennoù er reter da Valtia gant an nevedoù ker brudet, red ha ma ve ! ez eus anv anezho en henzanevelloù hag a oa dreist da re broadoù all Keltia dre o niver, dre binvidigezh o listri aour, o arouezintioù aour, o c’hornioù aour hag o arrebeuri.

1923
Référence : SKET p.124

Distrouezhañ al leur a rejont, stummañ logelloù-annez ha sevel un difenn a voe graet anezhañ an anv a Vanobriga « kreñvlec’h Manos ».

1923
Référence : SKET p.119

Hogen, ar c’hrouadur-se a oa bet roet dezhañ da anv gant e gerent Tekos (da lavarout eo « kaer ») ; nemet Vindosêtlos e voe diwezatoc’h an anv ma teuas dindanañ da vezañ brudet.

1923
Référence : SKET p.105

(1) [...] Ar wrizienn-c’her "vebro-", kembraeg "gwefr" « goularz » a gaver e kalz a anvioù divoutin hengeltiek, anvioù-tud hag anvioù-stêrioù.

1923
Référence : SKET p.98

Matunnus a zo un anv-doue en enez-Vreizh hag a heñvel bezañ diveret eus matus, iwerzhoneg math "arz".

1923
Référence : SKET p.11

Er gêr ziwezhañ-mañ e tigouezhas ganin, dre eurvad, un den kadarn ha gouiziek eus Iverio, Bituslanos e anv, a oa deut war e lestr da werzhañ aour, krec’hin ha sklaved, hag a roas din, diwar-benn e vro hag an istor anezhi, an disklêriadurioù a vezo kavet pelloc’h.

1923
Référence : SKET p.18

Da evañ, o doa dour yen ha sklaer ar froudoù, rak ar mez (medu) hag ar bier (kurmi) n’oa ket anezho c’hoazh. Medus, douaren Manos, eo a veskas, ar c’hentañ war an douar diouzh skouer an doueed, an dour hag ar mel, d’ober ganto an evadur a zoug e anv.

1923
Référence : SKET p.49

Neuze n’oa ket anv c’hoazh a laeradennoù, a beilhadegoù chatal, a skrapadennoù merc’hed, a emgannoù etre gwazed kenwad ha kenvro, a vrezelioù diwar orged, direizhvennad, droukyoul, gwallc’hoant d’an emvrud, d’ar preizh, d’ar pennoù troc’het, pa na glaske den en em uhelaat dreist ar re all.

1923
Référence : SKET p.68

Karadou « da vezañ karet » a oa un anv-plac’h e Breizh en trizekvet kantved, Ernault, Gloss. moyen bret., p. 178.

1923
Référence : SKET p.69

Ur vouezh pell, o tont eus ar c’hlann-Veur e-lec’h ma sav dorojoù ruz an abardaez, ha n’halle he c’hlevout nemet an den toc’hor hepken, a hiboude en e skouarn ouzh e c’hervel dre e anv.

1923
Référence : SKET p.70

Ar re eo a reas hent dre ouelec’hioù, a dreuzas stêrioù, koadoù, steudennadoù menezioù, o kerzhout bepred en o raok war-lerc’h o loened-ambroug, keit ha keit-all ma voe torret pep darempred outo ha na voe ken klevet anv anezho.

1923
Référence : SKET p.91

Ar vro, en he fezh, lirzhin, skedus, glas, bleuñvek, hegarat, a zo dleet mat dezhi an anv ma voe anvet gant an enbroidi gentañ : virdolandon « douar glas ».

1923
Référence : SKET p.95

Kelted o tont en Itali eus glannoù ar Roen, "Gaisati", "Germani", dindan renadur ur penngadour belgiad, Virdomaros e anv, douaren Rênos [...].

1923
Référence : SKET p.150 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

— Ret eo evelkent mont da gaout an aotrou person, eme an amiegez. — Ya, ya, deomp, a lavaras ar plac’h kozh — Marc’harid a oa he hanv, mamm-gozh ar bugel, mamm e dad — ret eo mont. Ar paotr a ranko bezañ badezet, hag ar vamm sebeliet… Ne zebro ket ac’hanomp !…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924), ("an amiegez" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Den biskoazh n’en devoa klevet hanv eus ar Bilzig-se.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

— N’am skoit ket, mamm Izabell, me ho ped, n’am skoit ket, en anv Doue, n'in ken d’an traezh, me ’chomo er gêr.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

O divrec’h a astennent etrezek ar paotr marv o vont diouto war e vag entanet, hag e c’harment : « Tekos ! Tekos ! » Evel-se ez anavezas Vindosetlos ez oa ar paotr yaouank hevelep anv gantañ...

1924
Référence : SKET.II p.39

Ma ! abaoe eo bet ar paotr anvet gant an holl Bilzig, e lesanv a deuas da vezañ e anv, ha nebeut a dud ar bourk a vije bet kat da reiñ dezhañ e wir anv : Bilzig a oa, Bilzig a chomo.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924), "a deuas da vea", reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Ha pep hini a zigejas e hanv, hini e dad, hini e vamm. Hag ar person a skrive, a skrive…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1021 (Gouere-Eost 1924)

— Petore hanv, Marc’harid ? — Yvon, Yvonig, aotrou kure.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.810 (Miz Genver 1924)

Evel ma ouzon dre anaoudegezh vat penaos Bilzig, eus e hanv Y. Tanguy, a zo bet ur paotr mat evit e vamm Izabel, evel ma eo bet atav evidon ur martolod mat hag un den a-zoare hag a skiant-vat, e fell din reiñ dezhañ va holl feadra evit hen skoazellañ, evit reiñ dezhañ ar sikour en devo ezhomm evit kendelc’her da vezañ un den fur, un den a vadelezh, evit ma teuio da vezañ ur gwaz, talvoudek d’e dud ha d’e vro.

1925
Référence : BILZ2 p.175

Ur vouezh skiltr evel stok daou houarn A c'harmas din e pleg va skouarn : - "Ez kavell em eus da gavet ; An tres ouzhit din zo plijet Ha dit raktal on dimezet. Ar baourentez eo va anv. War da seuliou me a gerzho, E pep lec'h betek ar marv ! -Mouezh an tonkadur-

1929
Référence : SVBV p5

hanv a zo eus an dra-mañ

1931
Référence : VALL pg agir (il s'agit de telle chose)

gervel dre hanv

1931
Référence : VALL pg (faire l')appel (nominal)

termen, hanv doareel

1931
Référence : VALL pg abstrait (terme, nom abstrait)

bennozh Doue war e hanv

1931
Référence : VALL pg bénir

anv pegementiñ

1931
Référence : VALL pg adjectif (cardinal)

anv petvediñ

1931
Référence : VALL pg adjectif (ordinal)

anv niver

1931
Référence : VALL pg adjectif (numéral)

an den-se a zo e hanv M.

1931
Référence : VALL pg (s')appeler (cet homme s'appelle M.)

lakaat war hanv ub.

1931
Référence : VALL pg attribuer

lakaat war anv ub.

1931
Référence : VALL pg allouer

M. eo hanv an den-se

1931
Référence : VALL pg (s')appeler (cet homme s'appelle M.)

reiñ e hanv da

1931
Référence : VALL pg (s')affilier

hanv tra verzhek

1931
Référence : VALL pg (nom) concret

hep hanv

1931
Référence : VALL pg anonyme

hanvioù stag-ha-stag

1931
Référence : VALL pg (noms en) apposition

Heverk a-walc'h eo koulskoude aberioù Bro-Leon evit ma vije strishaet an anv, en douarstummadouriezh, d'ar pezh a gomzomp amañ diwar e benn.

1943
Référence : TNKN p15

An eil da heul egile, an danvezioù-soudarded a c’hortoz o zro bremañ dirak ur burev. Ur serjant-major a verk o anoioù, hag a lavar niverenn ur gompagnunezh.

1944
Référence : EURW.1 p.192

Ne oa anv ebet eus krouiñ ur gevrenn « yezh vrezhonek ».

1944
Référence : EURW.1 p68

Ar skolaer, tamm-ha-tamm, a gemeras hardizhiegezh da sinañ e anv mat ; d'ar Sul 27 a viz Gwengolo e voe gwelet evit ar wech kentañ an anv F. JAFFRENNOU moullet war ur gazetenn ; ar paotr n'en doa nemet 17 vloaz.

1944
Référence : EURW.1 p57

E anv [titl al levr] a oa Bombard Kerne, Jabadao ha Kaniri.

1944
Référence : EURW.1 p42

Hag ar paotr bihan ? Pe anv out, ma mab kaer ? » — « Frañsoù Jafrenoù » emezon-me en ur grenañ hag a vouezh izel.

1944
Référence : EURW.1 p31

Da zibenn 1871, kamp Conlie a voe stlabezet, ha ma zad, c'hoant dezhañ brezeliñ hag ober un dra bennak a dalvoudus [sic, dalvoudegezh], a yeas gant e gompagnunezh da ginnig e servijoù d'ar jeneral Cathelineau, a oa o kemenn en Añje war ur c'horf savet gantañ, e anv « Les Volontaires de Cathelineau », stag ouzh arme al Loire.

1944
Référence : EURW.1 p12

Ha Lom a grogas adarre da lavarout : — « O moereb ! O, moereb !… » — « Peoc’h, en anv Doue ! » eme ar voereb, hep digeriñ ul lagad ; « poan-benn a rit din. »

1944
Référence : ATST p.35

— « Azen ac’hanoc’h, arabat lavarout Aotrou Doue amañ ! An diaouled gwirion n’int ket evit lavarout an anv santel-se. »

1944
Référence : ATST p.57

— « Ya ! klevout a ran emaoc’h adarre o klask chikanañ, ha n’eo ket Katell, nemet Keben eo hoc’h anv. Mat ! ganin-me an neb a glask a gav. Dal !… »

1944
Référence : ATST p.87

Mar dichañs d'ar follennoù-mañ bezañ moulet ur wech, mar bez kavet arc'hant a-walc'h d'en ober, ar pezh a gontin deus ma roudenn a c'hallfe bezañ ur skouer d'an dud yaouank a Vreizh da zont, pa lennint troioù hag avanturioù ar barzh Taldir-se, graet kement a drouz war e anv dija, redet gantañ dija holl vroioù ar Gelted, ha deut da beñseañ hiriv en un tamm bourk bihan a Gerne-Uhel...

1944
Référence : EURW.1 p5

Ar votadeg-se a zihunas dre-holl brogarantez ar Vretoned, hag a zegasas milieroù tud da verkañ o anvioù en hor c’hevredigezhioù.

1944
Référence : EURW.1 p.207

Daoust hag an anoioù tud a vije a-wechoù melezour o c’hizidigezh ? Piv ‘oar ?

1944
Référence : EURW.1 p.193

- Ha krediñ a ra dit, Abgrall, - « te » a lavarent an eil d'egile, hag en em envel a raent dre o anvioù tud, a-enep ar Reolenn, pa vezent o-daou ; - ha krediñ a ra dit eo ken fall-se ar merc'hed ?

1949
Référence : SIZH p.53

- O ! ur barzhoneg !... Diskouez !... Madrigal ar jenoflez, flourat anv !

1949
Référence : SIZH p.55

Krediñ a reas goulenn : - Lavarit din hoc'h anv, mar plij ! - Palmira Manso y de la Torre, kofesourig fri-lemm ! Ha c'hwi ? - Breur Arzhur eo va anv relijion. Du-mañ, e Breizh-Izel, e veze graet ac'hanon Kaourintin an Helgouarc'h.

1949
Référence : SIZH p.46

Krediñ a reas goulenn : - Lavarit din hoc'h anv, mar plij !

1949
Référence : SIZH p.46

- Me, dimezell, n'on na Tad na porzhier. Pediñ a ran an Aotrou Doue, avat, ma ray diouzhin ur servijer doujus hag ur beleg izel e galon, hogen barrek hag helavar da brezeg E Anv Santel.

1949
Référence : SIZH p.45

Anv e oa e lenne en eneoù al leaned e-giz en ul levr digor.

1949
Référence : SIZH p.40

En anv Nasion Bro-C’hall, / Dor zigor din-me ha gant mall !

1960
Référence : PETO p35

Sitoian kabiten, ne welan ket / Piv eo an den zo anezhañ anv. / Eus an noblañsoù amañ den ebet : / Tec'het int holl rak o fri zo tanav, / Gant aon rak ar bobl int nijet da bell / Evel, gant an avel, un dornad pell.

1960
Référence : PETO p36

En an' an Tri Ferson, / Ehanit, o person, / Da zivizout ken hakr / Diwar-benn hon traoù sakr.

1960
Référence : PETO p17

Ned on person 'met a anv / Hag amañ, hep mar, me ' vano / Divarrek d'ober vad da zen : / Beli sakr ma belegiezh / A zisprizer gant drougiezh.

1960
Référence : PETO p56

Ne oa ket ano da vont goude etrezek Kreizafrika.

1985
Référence : DGBD p6

Anavezet e vez ar gristenien dre ma tougont un ano kristen : Per, Paol, Remont, Paskal, Yann, Leon... ha Kaourintin !

1985
Référence : DGBD p174

Goude ehan Dakar e kaver ivez un tamm kemm er bevañs hag ar wech kentañ eo din tañva avaloù-orañjez glas Afrika ar c'hreiz, an orañjez-se ha na zerefe tamm ebet outo, a dra sur, an anv aouravaloù hag a zo bet unan bennak o klask reiñ d'ar frouezh-se.

1985
Référence : DGBD p16

Amañ e vez graet [e reer] anv dreist-holl deus donedigezh ar polis evit skarzhañ al lec'h.

2015
Référence : DISENT p95

An dañjerioù a c'hallfe bezañ evit a sell ouzh surentez ar stourmerien, an dud a vo war al lec'h koulz hag an enebourien -n'eus ket anv da lakaat hini pe hini en arvar- abalamour da draoù lemm a vefe aze, d'an torosennadur digompez, da draoù zo a vefe gwall dener, d'ar fed e vefe prenester pe un islonk bennak nepell alese...

2015
Référence : DISENT p75

Dav eo ober anv amañ deus un dra all : abred pe ziwezhat e vo embannet gant ur stourmer entanet ez eo ret sevel obererezhioù feulsoc'h-feulsañ peogwir e vez graet gant feulster (ha feulster bras a-wechoù) gant an enebourien.

2015
Référence : DISENT p66

Ar "stourmerien-furlukined"-se a c'hall disentiñ a-wechoù, pa vez anv da dremen ur stankell savet gant ar polis da skouer.

2015
Référence : DISENT p55

"Emañ mare an herouezadurioù o tostaat," emezañ din. "Soñjet em eus kinnig da anv evit isrenerezh ar Surentez."

2015
Référence : EHPEA p21

D'ar gwashañ e vo skrivet war ar giton anv an embregerezh tizhet.

2015
Référence : DISENT p81

Note d'étude

Guyonvarc'h a ginnig an distagadur /ãnw/ evit ar stumm (g)ano notennet gant Van Harff e 1499. Ar <g> aze a vefe bet ul lodenn eus ar ger goulennata "pezh" bet aroueziet "peg" diouzh doare fonologiezh an alamaneg izel eus ar XVvet kd (GAVH p78). Diwezhat-tre e voe dalc'het da skrivañ ar ger-mañ gant un H. Ar stummoù kentañ hep "H" ne zeuont ket war wel a-raok ar bloavezhioù 1930. N'eo nemet e-kreiz an XXvet kantved, gant implij ar skritur peurunvan, ma voe divizet skrivañ ar ger "anv" hep H da vat.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux