Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Anv gwan verb "lesenvel". 2. Trl. (BEZAÑ) LESANVET UN ANV BNK. : (bezañ) al lesanv-se dezhañ. "An Ifern" e oa lesanvet tour-tan ar Maen. Gwilhou, lesanvet ar c'hamm, a oa kamm e gwirionez. DHS. anvet, moranvet.

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

Lesanvet vezo hep nep gaou / Geneomp-ni ivez en dezraoù, / Hervez e zoktrinoù laouen : / Dirak pep unan kordial, / Rak e zoktrin ouzh pep skandal : / Ha droug a vir kalon pep den.

1575
Référence : M. p34

Rezon arall a lakaan a-fet / Da vout kordial lesanvet / Honnezh eo rak en hon metoù / E tle bout sertes dre rezon / Me gav e efed plantet don / A-feson en hon kalonoù.

1575
Référence : M. p36

lesanvet

1659
Référence : LDJM.1 pg surnommer

sant Gregor, Pab lesanvet ar Bras

1732
Référence : GReg pg Gregoire (Saint Gregoire le grand, Pape.)

An Impalaer Konstantin lesanvet ar bras, eo bet ar c'hentañ hervez Eusebius, pehini en deveus bet ordrenet da holl sujidi e impalaerded, donet da viret ar Sulioù hep dispañs ebet

1732
Référence : GReg pg dimanche (Constantin le Grand fut le premier qui, selon Eusèbe, ordonna par une loi expresse, de celebrer reguliérement le Dimanche par tout l'Empire Romain)

Loeiz pevarzek en anv, lesanvet ar bras.

1732
Référence : GReg pg dit (Louis XIV. dit le grand.)

An Hollandezien gentañ en em ravoltas a-enep ar roue a Spagn, pere ay oa lesanvet neuze korked.

1732
Référence : GReg pg gueux (Les gueux de Flandre.)

Loeiz pevarzek e anv, lesanvet ar Braz

1850
Référence : GON.II.HV pg leshanvet

lesanvet

1850
Référence : GON.II.HV pg leshanvet

Pe stad ho pize graet anezho, c'hwi lesanvet AR FUR, evel ma oa Ezop en en amzer ? C'hwi a ouie an tu, eme an dud, "Da gaout aour e-touez al ludu" ?

1867
Référence : MGK Rakskrid XII

Ar piltrotig krigner, ar razh lesanvet-mat, / Heñchet gant ar goulm wenn, / E zent 'vel un heskenn, / A droc'h lemm treuz-didreuz skoulmoù krenn ar wiad.

1867
Référence : MGK p48

Lesanvet [e] oa an Turluter-aod, atav o turmuch er gourlen pe er [c'h]errigi, o peñseal e-touez ar bezhin disol.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.944 (Mae 1924)

Hag ar baotred da c’hoarzhin, da c’hoarzhin ken a reudent (abaoe Lellig a zo bet leshanvet « Evel-se bezet graet »).

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1022 (Gouere-Eost 1924)

Dont a rae Jañ-Pier Gwichard, lesanvet « Kuch », da zrailhañ koad ; Kuch kozh a oa ivez ur c'honter-kaozioù eus an dibab : me a veze bepred war e dro, o c'houlenn digantañ ur baribolenn bennak.

1944
Référence : EURW.1 p19

Renadurezh an Ti a oa fiziet e Leon Durocher, ar c'haner, hag e Per Laurañs, ar barzh gwenedat, lesanvet "Penngleuig".

1944
Référence : EURW.1 p.154

Evit un abeg heñvel e vez lesanvet alies ar Fang pe bPahouined mazoune dre ma 'z int techet da gregiñ o frezeg gant ar poz-se.

1985
Référence : DGBD p39

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux