1. Anv gwan verb "lesenvel".
2. Trl.
(BEZAÑ) LESANVET UN ANV BNK. : (bezañ) al lesanv-se dezhañ.
"An Ifern" e oa lesanvet tour-tan ar Maen. Gwilhou, lesanvet ar c'hamm, a oa kamm e gwirionez.
DHS. anvet, moranvet.
Lesanvet vezo hep nep gaou / Geneomp-ni ivez en dezraoù, / Hervez e zoktrinoù laouen : / Dirak pep unan kordial, / Rak e zoktrin ouzh pep skandal : / Ha droug a vir kalon pep den.
Leshanuet vezo hep nep gaou / Geneompny yuez en dezraou, / Heruez é doctrinaou laouen : / Dirac pep vnan cordial, / Rac é doctrin ouz pep scandal : / Ha drouc, a mir Galon pep den.
1575
Daveenn :
M.
p34
Rezon arall a lakaan a-fet / Da vout kordial lesanvet / Honnezh eo rak en hon metoù / E tle bout sertes dre rezon / Me gav e efed plantet don / A-feson en hon kalonoù.
Rayson aral a lacquaff afet / De bout cordial leshanuet, / Honnez eo rac en bon metou / Ez dle bout certes dre raison, / Me queff é effet plantet doun / A faeçon en hon calounou.
1575
Daveenn :
M.
p36
lesanvet
leshanvet
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg surnommer
sant Gregor, Pab lesanvet ar Bras
sant Gregor Pap leshenvet ar bras
1732
Daveenn :
GReg
pg Gregoire (Saint Gregoire le grand, Pape.)
An Impalaer Konstantin lesanvet ar bras, eo bet ar c'hentañ hervez Eusebius, pehini en deveus bet ordrenet da holl sujidi e impalaerded, donet da viret ar Sulioù hep dispañs ebet
An Impalazr Constantin leshenvet ar bras, eo bet ar chentâ hervez Eusebius, pehiny èn deveus bet ordrenet da oll sugidy e impalaërded, dônet da viret ar sulyou hep dispançz e-bed.
1732
Daveenn :
GReg
pg dimanche (Constantin le Grand fut le premier qui, selon Eusèbe, ordonna par une loi expresse, de celebrer reguliérement le Dimanche par tout l'Empire Romain)
Loeiz pevarzek en anv, lesanvet ar bras.
Loys pevarzecq èn hano, lesheñvet ar bras.
1732
Daveenn :
GReg
pg dit (Louis XIV. dit le grand.)
An Hollandezien gentañ en em ravoltas a-enep ar roue a Spagn, pere ay oa lesanvet neuze korked.
An Hollandisyen guentâ èn hem ravoltas a enep ar Rouë a Spaign, pere a yoa leshenvet neuse corcqed.
1732
Daveenn :
GReg
pg gueux (Les gueux de Flandre.)
Loeiz pevarzek e anv, lesanvet ar Braz
Loiz pévarzék enn hanô, leshanvet ar Brâz
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg leshanvet
lesanvet
leshanvet
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg leshanvet
Pe stad ho pize graet anezho, c'hwi lesanvet AR FUR, evel ma oa Ezop en en amzer ? C'hwi a ouie an tu, eme an dud, "Da gaout aour e-touez al ludu" ?
Pe stad ho pize great anezho, c'houi leshanvet AR FUR, evel ma oa Ezop enn he amzer ? C'houi a c'houie ann tu, eme ann dud, "Da gaout aour e-touez al ludu" ?
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid XII
Ar piltrotig krigner, ar razh lesanvet-mat, / Heñchet gant ar goulm wenn, / E zent 'vel un heskenn, / A droc'h lemm treuz-didreuz skoulmoù krenn ar wiad.
Ar piltrotik krigner, ar raz leshanvet mad, / Hinchet gant ar goulm wenn, / He zent 'vel eunn eskenn, / A drouc'h lemm treuz-didreuz skoulmou krenn ar viad.
1867
Daveenn :
MGK
p48
Lesanvet [e] oa an Turluter-aod, atav o turmuch er gourlen pe er [c'h]errigi, o peñseal e-touez ar bezhin disol.
Leshanvet a oa an Turluter-ôd, atao o turmuch (2) er gourlenn pe er gerigi, o punseal e-touez ar bezin dizol (3).
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 41, p.944 (Mae 1924)
Hag ar baotred da c’hoarzhin, da c’hoarzhin ken a reudent (abaoe Lellig a zo bet leshanvet « Evel-se bezet graet »).
Hag ar bôtred da c’hoarzin, da c’hoarzin ken a reudent (abaoe Lellig a zo bet leshanvet « Evel-se beet grêt »).
Dont a rae Jañ-Pier Gwichard, lesanvet « Kuch », da zrailhañ koad ; Kuch kozh a oa ivez ur c'honter-kaozioù eus an dibab : me a veze bepred war e dro, o c'houlenn digantañ ur baribolenn bennak.
Dont a rae Jan-Pier Gwichard, lesanvet « Kuch », da zrailha koad ; Kuch koz a oa ivez eur c'honter-kaoziou eus an dibab : me a veze bepred war e dro, o c'houlenn digantañ eur baribolenn bennak.
1944
Daveenn :
EURW.1
p19
Renadurezh an Ti a oa fiziet e Leon Durocher, ar c'haner, hag e Per Laurañs, ar barzh gwenedat, lesanvet "Penngleuig".
Renadurez an Ti a oa fiziet e Leon Durocher, ar c'haner, hag e Per Laurañs, ar barz gwenedat, lesanvet "Penngleuig".
1944
Daveenn :
EURW.1
p.154
Evit un abeg heñvel e vez lesanvet alies ar Fang pe bPahouined mazoune dre ma 'z int techet da gregiñ o frezeg gant ar poz-se.