Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (db. an dud) Kouezhet mallozh Doue, un doue warnañ. Ar pobloù a nac'h o zud-kozh zo pobloù milliget. & Ent strizh (er relijion gristen) Barnet gant Doue da c'houzañv poanioù an ifern. Ar re villiget. 2. (db. ar boudoù, an traoù) Kasaet, distaolet gant an dud. Ur sorserez milliget. Milliget eo ar skrivagner-se. Brezelioù milliget. 3. Trl., dre ast. Tra milliget : troienn a reer ganti evit komz ouzh un den, ul loen drouk, noazus, kasaet. & Kaout un teod milliget : droukkomz alies.

Exemples historiques : 
20
Masquer la liste des exemples

milliget

1499
Référence : LVBCA p145 (maudy)

Pa vezo ret lezel ar bed, / Grit ma vezin fortifiet / Gant ar groaz sakr ha binniget / Enep an diaouloù milliget.

1677
Référence : Do. p70

milligetañ

1732
Référence : GReg pg abominable

milligetoc'h

1732
Référence : GReg pg abominable

breuvaj milliget

1732
Référence : GReg pg boisson (faite d'eau & de racines)

ar gustum milliget-se a raio ho taonasion, ho kollidigezh eternel

1732
Référence : GReg pg (cette mauvaise habitude vous) damnera

ar flammoù milliget eus a dan an amourousted

1732
Référence : GReg pg flamme (Les flammes de l'amour.)

milliget

1732
Référence : GReg pg abominable

milliget

1732
Référence : GReg pg anathématiser

Ur gouenn milliget a c'houlenn burzhudoù ha ne welo nikun eme Jezuz-Krist.

1732
Référence : GReg pg generation (Une generation mechante & illégitime demande des miracles, on ne lui en fera point voir.)

Ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dihegar, Savet da gontammiñ pep mad zo war an douar ; Genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro ; Ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh.

1867
Référence : MGK p2

Kit atav, chouanted milliget, emezañ, o sellet ouc’h an toulloù graet gant ar bouledoù a ouzoc’h e treust e gambr ; kit atav, m'en talvezo deoc’h ha d’ho tud !

1877
Référence : EKG.I. p.143

Teir maouez sklavez, o moue du, a zigasent : Novientia (Nevezinti), Serka (Orged) ha Rukkia (Mezh), hag a-unan ganto tri c’harr pederrodek sammet a draezoù bet oberiatet gant gouennoù dic’hlan ha milliget ar bed.

1923
Référence : SKET p.77

Milliget ra vezo e anv !

1923
Référence : SKET p.52

Droukfinvezh ra vo d’az puhez, dinac’het gant da holl dud, dilezet gant an doueed, dilezet gant Teutatis, milliget gant an doueed divarvel, milliget gant an dud varvel !

1923
Référence : SKET p.84

Kerkent, avat, Job a daolas ur sell war gorre an armel, hag e welas warni e falz ; ar falz villiget, disoñjet gantañ an deiz a-raok.

1944
Référence : ATST p.68

Evit plijout dezhi e tañvas hon Tad Kentañ ar Frouezhenn villiget, abeg keuzidigezh Mab-Den.

1949
Référence : SIZH p.40

Me, a-dra-sur, am be keuz bras / O chom hep rostañ ma foultr kras / Ouzh kerc'henn lor ar milliget / Ha ken drouklaouen ' ve ma c'hleñv / Ma ne ve don ha gantañ kreñv / Ar galon fallakr hilliget.

1960
Référence : PETO p66

"Me 'wel e soñjit eveldon", eme an Ao. Enfield. "Ya, un istor keuzius eo". Rak va faotr oa un hailhon na c'hell den e zaremprediñ, un den milliget e oa evit gwir.

2012
Référence : DJHMH p15

An treitour milliget-mañ a oa ur paotr sichant-tre oadet a dregont vloaz bennak.

2015
Référence : DISENT p137

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux