Kerkent, avat, Job a daolas ur sell war gorre an armel, hag e welas warni e falz ; ar falz villiget, disoñjet gantañ an deiz a-raok.
Evit plijout dezhi e tañvas hon Tad Kentañ ar Frouezhenn villiget, abeg keuzidigezh Mab-Den.
Edomp o koaniañ da serr-noz pa grogas hol lestr da zi[z]ouarañ ; kerkent ha m’am boa lonket va fred gant ur galon digor-frank, me ’lavar deoc’h, e pignis war ar pont, sonnoc’h eget ur pipi, rak e sell e oan da vutunat kent mont da gousket ur c’hornedad gant va narghileh nevez-brenet, hag a-greiz m’edon o peurdanañ ar c’horn milliget-se, e stagas ar C’hleber da loveal an donvor, ha setu neuze un abadenn all !
Heug am eus betek-hen diouzh ur boultrenn villiget am beze da gas d’an traoñ bep beure war yun gant ur veskennad Valaga ; abaoe, n’on ket zoken evit klevout komz eus an evaj-se. (1)
"Me 'wel e soñjit eveldon", eme an Ao. Enfield. "Ya, un istor keuzius eo". Rak va faotr oa un hailhon na c'hell den e zaremprediñ, un den milliget e oa evit gwir.
An treitour milliget-mañ a oa ur paotr sichant-tre oadet a dregont vloaz bennak.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
milliour