Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.k.e. Meuliñ war an ton bras. Edo ar vrogarourien o kanmeuliñ ur mignon da Vreizh. Kanmeuliñ anv Doue ha dezrevell e vurzhudoù. [1954] Bremañ c’hoazh, ha me hirie ur c’hozh brammer, e tegouezh din bezañ kanmeulet gant hen-ha-hen : « Nac’h eus ket soñj, Jarl, pegen brav e teue ganit gwechall an Impalaer Charlez-Veur, Loeiz XI, Gloucester (Bugale Edouarzh) ha dreist-holl « An Dostenn » gant Molière ? »

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

Ha, war ar gwez tro-dro an evned en em vod da arvestiñ outo ha da ganañ dezho d’o c’hanmeuliñ.

1923
Référence : SKET p.75

kanmeuliñ

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXX, applaudir (approuver, louer ; plus fort)

Bremañ c’hoazh, ha me hirie ur c’hozh brammer, e tegouezh din bezañ kanmeulet gant hen-ha-hen : « Nac’h eus ket soñj, Jarl, pegen brav e teue ganit gwechall an Impalaer Charlez-Veur, Loeiz XI, Gloucester (Bugale Edouarzh) ha dreist-holl « An Dostenn » gant Molière ? »

1954
Référence : VAZA p.69

N’on ket tuet da ganmeuliñ dreist-muzul keusteurenn Soaz Sapeur, met ar pezh a zo gwir, biskoazh na neblec’h n’am eus tañvaet krampouezh saourusoc’h eget he re ha re he c’hoar, va zintin Mari, kemenerez e Pariz : un dro-vicher ispisial, moarvat, tapet er gêr ganto o-div, kent bezañ dimezet.

1954
Référence : VAZA p.75, notenn 2

O ! Dasprener an Denelezh, / Da ganmeuliñ Ho madelezh / Roit din ar silvidigezh / Hag ar wir laouenidigezh.

1960
Référence : PETO p53

Kanmeuliñ a ra ar pennrenner labour ar Gêrreizh, o tisplegañ pegen diaes eo bet herzel Nasiotis, ar pezh n'eo ket lavarout gaou.

2015
Référence : EHPEA p399

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux