(Gant ur verb en e st. nac'h)
1. Nep gwech, e nep mare.
N'on bet kammed er gêr-se. Ne vezont kammed en ti-se. Ne blego kammed. Ne rafec'h kammed un dra evel-se emichañs.
DHS. biken, birviken, biskoazh.
HS. james, morse, nepred.
ES. atav, bepred, dalbezh, dalc'hmat.
2. Ger a dalvez da verkañ ne c'hoarvez ket an dra-mañ-tra.
Ouzh o gortoz emaon met ne erruont kammed.
HS. tamm.
Référence :
GON.II
pg bikenn, biskoaz, kammed (Jamais (par rapport au présent) En aucun temps), morsé
Deus an holl Yann n’e[o] ket hañval, / Kammed na blij de[zh]añ tortal. / ‘Tre al lavar hag an ober, / Nebeutañ ‘c’hell, a lak amzer. /
Deuz an holl Iann n’e ket hanval, / Kammed na blij d’ean tortal. / ‘Tre al lavar hag an ober, / Nebeutan ‘c’hell, a lak amzer. /
1898
Référence :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
Evit bezañ en em werzhet / Hag ur c'hristen kaezh aberzhet, / Digoll pouezus ' dle an touer / D'ar gwir Doue, mestr ha krouer, / Hag e vuhez ma vez lamet, / Da glask kilañ ne ray kammed.
Evit beza en em werzet / Hag eur c'hristen kêz aberzet, / Digoll pouezus ' dle an touer / D'ar gwir Doue, mestr ha krouer, / Hag e vuhez ma vez lamet, / Da glask kila ne ray kammed.
1960
Référence :
PETO
p63
Note d'étude
Lenn a reer e GON.II eo ar ger-mañ ur ger eus Bro-Dreger.