e ken kaz ma teufe
Ar baotred a lavaras : — « Ni a chomo evit mont da sikour ar marichal, kenkas ["ken kaz"] ma vo ezhomm. »
— « A ! mat eo, neuze, peogwir emaoc’h bremañ gwelloc’h. Mont a reomp bremañ da zebriñ hor merenn, ha, bremaik, e teuimp en-dro, en kas ["kaz"] ho pefe ezhomm eus un dra bennak.
« Moereb », eme Job, « mar santit droug en un tu bennak, Lom a yelo war-eeun da Gastellin da glask ar medisin, ha me a chomo amañ, ken kas ["kaz"] ho pefe ezhomm eus un dra bennak. »
An tan a zeve en oaled, ul lamp war enaou oa lec'hiet war dumenn ar siminal e ken kaz e teufe al latar re stank zoken e diabarzh an tiez.
Koulskoude, e ken kaz e trofe un dra bennak a-dreuz evit gwir, pe e klaskfe un drougoberour tec'hout dre a-dreñv, e reot, c'hwi hag ar paotr-kegin, an dro dre an diadreñv, bep a vazh solut ganeoc'h, hag e chomot dirak dor an imbourc'hva.
Deuet on d'ho kwelout koulskoude e ken kaz ma c'hellfec'h reiñ din un nebeud ditouroù hollek.
Lavarout a ran da Vlasopoulos degas Anna amañ warc'hoazh vintin evit an imbourc'hadur ha da zDermitzakis ober un tamm enklask tro-dro d'ar c'hKerameikos, e ken kaz ma kavjemp un test a-lagad bennak hag en dije gwelet karr pe garr en trowardroioù pe un den bennak o tougen ur seurt pakad landrammus.
Mots précédents
Mots suivants
kaz