1. Santad taer a zroukrañs, a enebiezh, a ra d'ub. c'hoantaat pe ober droug da ub. all, kaout plijadur gant ar gwalleurioù a c'hoarvez gantañ.
Kaout kaz ouzh ub., evit ub. Ober udb. e kaz ub. all.
&
Kemer kaz ouzh ub. : stagañ da gaout kaz outañ.
Dont a reas da gemer kaz ouzh an dud-se.
&
Trl.
Ober kaz da ub. : sachañ kaz ub. warnañ.
&
Kaz ar marv : kaz bras betek c'hoantaat marv ub.
2. Santad don ha kreñv a heug, a zroug, en abeg d'udb. a zisplij kalz.
&
Trl.
Bezañ kaz gant ub. ober udb. : bezañ displijus-bras dezhañ ober an dra-se.
Kaz zo gantañ mont er-maez pa vez glav.
HS. heg, kasoni.
Da c’houde, e kemeras kaz ouzh ar varzhed yaouank, hag e stlapas meur a vaen en hol liorzh. Ne vern.
Da c’houde, e kemeras kas ouz ar varzed yaouank, hag e stlapas meur a vaen en hol liorz.
1944
Référence :
EURW.1
p.188
Ur gwir gristen a dle pardoniñ d'e hentez ; / Ankouaat a ran, eta, hep kaz, ho fallentez, / Daoust ha digant ma zud, pried ha bugale, / Ma teuy an Ankou kriz d'am lemel dizale.
Eur gwir gristen a dle pardoni d'e hentez ; / Ankouaat a ran, eta, hep kaz, ho fallentez, / Daoust ha digant ma zud, pried ha bugale, / Ma teuy an Ankou kriz d'am lemel dizale.
1960
Référence :
PETO
p48
Ouzh Pêr ne vagen droug ebet / Evit da zarn kaout outañ kaz.
Ouz Per ne vagen droug ebet / Evit da zarn kaout outañ kaz.
1960
Référence :
PETO
p75
Evel m'o deus, evel an holl gouennoù all, kaz ouzh ar Pahouin alouber, e rabatan un tammig hag e kinnigan pemzek lur ha tri-ugent evel priz dereat.
1985
Référence :
DGBD
p125
Klask a ran faltaziañ e'm spered skeudenn un den a vevje diwar erez ha kaz ar re all.