Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (en troiennoù) Goudor, gwasked, repu ; lojeiz. Klask bod : klask goudor, repu, lojeiz. Deuet on da glask bad evit an noz. Klask a reas al labous bod ouzh ur wezenn. & Reiñ bod da ub. : e zegemer en e di evit e lojañ. & Trl. skeud. Reiñ bod da ub. d'ober udb. : e vroudañ d'ober udb. & Kavout bod en ul lec'h bnk. : kavout ul lec'h evit en em c'houdoriñ, evit lojañ. HS. bodenn. 2. (el lec'hanvadurezh) Maner, ti pinvidik, kenkiz. Bod-Garzh.

Exemples historiques : 
24
Masquer la liste des exemples

bod

1659
Référence : LDJM.1 pg faisseau

bod

1732
Référence : GReg pg bouchon (de cabaret)

bodoù

1732
Référence : GReg pg bouchon (de cabaret)

bod

1850
Référence : GON.II pg bôd

Setu ar goulm o vont digor he divaskell hag ur valkenn zu-pod rag-enep o sevel. Rankout voe d'al labous klask bod ouzh ur wezenn, he-unan er vro-se, outi dibaot delienn.

1867
Référence : MGK p19

Da reiñ bod d’ar Breur ha d’ar C’hoar ur c’haer a di a oa bet savet e kreiz bro-Vanos.

1923
Référence : SKET p.64

"bod" g.

1923
Référence : SKET p.159, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Résidence ; refuge".

reiñ bod da

1923
Référence : SKET p.159, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Abriter, loger".

Rak, da heul m’oa bet an douaroù pinvidik tro-dro argadet ha gwastet, e tiredas kalz eus ar vroidi anezho, o tec’hout rak ar marv hag ar sklaverezh, da glask bod en o zouez.

1923
Référence : SKET p.91

D’an divroad o tremen, hag oc’h azgoulenn diganeoc’h boued ha bod, roit herberc’h an doueed, herberc’hiadur un nozvezh hag un devezh, herberc’hiadur teir nozvezh ha tri devezh, herberc’hiadur nav nozvezh ha nav devezh.

1923
Référence : SKET p.52

Reiñ bod d’an uloc’h ha d’an astuz, un hirvarv ne ra ken !

1924
Référence : SKET.II p.27

bod

1927
Référence : Geri.ern pg bod2

reiñ bod

1931
Référence : VALL pg abriter (donner asile), accueillir, asile

bod

1931
Référence : VALL pg abri (asile), accueil

kavout bod

1931
Référence : VALL pg accueillir (être accueilli)

Eil pec'hed graet ganeoc'h : ur pec'hed a lontegezh. Dav eo debriñ, a-dra-sur ; maget e rank ar c'horf bezañ. Reiñ dezhañ, avat, dres ar pezh a zo ret. Moarvat n'ho poa ket da zioueriñ e ti ho kerent, ha d'ho lontegezh eo, - pec'hed al loen mut ! - e raec'h bod, pa 'z aec'h da skrapañ frouezh hoc'h amezeien.

1949
Référence : SIZH p.60

Dre wall Eva eo e voe kollet ar Baradoz, rak reiñ a reas bod d’an Naer.

1949
Référence : SIZH p.40

Amañ d'ar c'hure disleal, / Pell diouzh ho kêrioù, war ar maez, / 'Ro bod pinvidig ha paour-glez, / Hag ouzhin[,] tra ne anzaver...

1960
Référence : PETO p38

N'ouzon netra, kabiten ker, / Diwar e benn nag e pe gêr / E kav an diboell bod ha boued / Ha repu asur diouzh ho roued.

1960
Référence : PETO p37

Er barrez, en anzav a rez, e kav bod ; / Betek-henn, e flatañ n'eo ket fellet dit.

1960
Référence : PETO p37

Laouen eo ar re a oa o chom eno ouzh hor gwelout hag o reiñ bod deomp en o c'hêr.

1985
Référence : DGBD p32

Al lid kristen ne veze ket a dorr dezhañ evit kelo ar chanter nevez hag a ranke kavout bod tu pe du.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 23

Trawalc'h gant un toullad a stourmerien all evit dibrennañ lojeiz goullo ha reiñ bod en-dro da familhoù, da c'hortoz ken a vefe prenet al lojerisoù-se gant kêrioù ha lakaet o anv war roll al LODEF...

2015
Référence : DISENT p13

Nac'h paeañ e dailhoù, gwiskañ arouezioù difennet, sevel ur gambr labour-douar evit ar stourmerien hag evel-se mont a-enep-krenn monopol kambroù al labour-douar, reiñ bod da dud dibaper -felladenn a genskoazell-, krouiñ ha skignañ ur moneiz er-maez lezenn, implijout sielloù melestradurel, nac'h bezañ harzet...

2015
Référence : DISENT p57

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux