Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (en troiennoù) Goudor, gwasked, repu ; lojeiz. Klask bod : klask goudor, repu, lojeiz. Deuet on da glask bad evit an noz. Klask a reas al labous bod ouzh ur wezenn. & Reiñ bod da ub. : e zegemer en e di evit e lojañ. [1955] [...] ha va zintin Mari, intañvez evel e c’hoar Soaz Sapeur, ne oa ket kalz pinvidikoc’h egedon, met bod a roe din ha kement-se tapet e oa bepred. & Trl. skeud. Reiñ bod da ub. d'ober udb. : e vroudañ d'ober udb. & Kavout bod en ul lec'h bnk. : kavout ul lec'h evit en em c'houdoriñ, evit lojañ. HS. bodenn. 2. (el lec'hanvadurezh) Maner, ti pinvidik, kenkiz. Bod-Garzh.

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

bod

1659
Daveenn : LDJM.1 pg faisseau

bodoù

1732
Daveenn : GReg pg bouchon (de cabaret)

bod

1732
Daveenn : GReg pg bouchon (de cabaret)

bod

1850
Daveenn : GON.II pg bôd

Setu ar goulm o vont digor he divaskell hag ur valkenn zu-pod rag-enep o sevel. Rankout voe d'al labous klask bod ouzh ur wezenn, he-unan er vro-se, outi dibaot delienn.

1867
Daveenn : MGK p19

Da reiñ bod d’ar Breur ha d’ar C’hoar ur c’haer a di a oa bet savet e kreiz bro-Vanos.

1923
Daveenn : SKET p.64

"bod" g.

1923
Daveenn : SKET p.159, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Résidence ; refuge".

reiñ bod da

1923
Daveenn : SKET p.159, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Abriter, loger".

Rak, da heul m’oa bet an douaroù pinvidik tro-dro argadet ha gwastet, e tiredas kalz eus ar vroidi anezho, o tec’hout rak ar marv hag ar sklaverezh, da glask bod en o zouez.

1923
Daveenn : SKET p.91

D’an divroad o tremen, hag oc’h azgoulenn diganeoc’h boued ha bod, roit herberc’h an doueed, herberc’hiadur un nozvezh hag un devezh, herberc’hiadur teir nozvezh ha tri devezh, herberc’hiadur nav nozvezh ha nav devezh.

1923
Daveenn : SKET p.52

Reiñ bod d’an uloc’h ha d’an astuz, un hirvarv ne ra ken !

1924
Daveenn : SKET.II p.27

bod

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bod2

reiñ bod

1931
Daveenn : VALL pg abriter (donner asile), accueillir, (donner) asile

kavout bod

1931
Daveenn : VALL pg accueillir (être accueilli)

bod

1931
Daveenn : VALL pg abri (asile), accueil

Dre wall Eva eo e voe kollet ar Baradoz, rak reiñ a reas bod d’an Naer.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Eil pec'hed graet ganeoc'h : ur pec'hed a lontegezh. Dav eo debriñ, a-dra-sur ; maget e rank ar c'horf bezañ. Reiñ dezhañ, avat, dres ar pezh a zo ret. Moarvat n'ho poa ket da zioueriñ e ti ho kerent, ha d'ho lontegezh eo, - pec'hed al loen mut ! - e raec'h bod, pa 'z aec'h da skrapañ frouezh hoc'h amezeien.

1949
Daveenn : SIZH p.60

Met ha pa vije bet holl daboulinoù ha trompilhoù Paris [Pariz] oc’h ober bruderezh evito noz ha deiz hag eus an eil penn ar gêrbenn d’egile, gwech ebet n’am bije kavet toull da dostaat outo, rak re verr e ranken sellout ouzh va arc’hant, ha va zintin Mari, intañvez evel e c’hoar Soaz Sapeur, ne oa ket kalz pinvidikoc’h egedon, met bod a roe din ha kement-se tapet e oa bepred.

1955
Daveenn : VBRU p.24

Er barrez, en anzav a rez, e kav bod ; / Betek-henn, e flatañ n'eo ket fellet dit.

1960
Daveenn : PETO p37

Amañ d'ar c'hure disleal, / Pell diouzh ho kêrioù, war ar maez, / 'Ro bod pinvidig ha paour-glez, / Hag ouzhin[,] tra ne anzaver...

1960
Daveenn : PETO p38

N'ouzon netra, kabiten ker, / Diwar e benn nag e pe gêr / E kav an diboell bod ha boued / Ha repu asur diouzh ho roued.

1960
Daveenn : PETO p37

Laouen eo ar re a oa o chom eno ouzh hor gwelout hag o reiñ bod deomp en o c'hêr.

1985
Daveenn : DGBD p32

Al lid kristen ne veze ket a dorr dezhañ evit kelo ar chanter nevez hag a ranke kavout bod tu pe du.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 23

Nac'h paeañ e dailhoù, gwiskañ arouezioù difennet, sevel ur gambr labour-douar evit ar stourmerien hag evel-se mont a-enep-krenn monopol kambroù al labour-douar, reiñ bod da dud dibaper -felladenn a genskoazell-, krouiñ ha skignañ ur moneiz er-maez lezenn, implijout sielloù melestradurel, nac'h bezañ harzet...

2015
Daveenn : DISENT p57

Trawalc'h gant un toullad a stourmerien all evit dibrennañ lojeiz goullo ha reiñ bod en-dro da familhoù, da c'hortoz ken a vefe prenet al lojerisoù-se gant kêrioù ha lakaet o anv war roll al LODEF...

2015
Daveenn : DISENT p13

Ofis publik ar brezhoneg