Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
175
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. v.k.e. 1. Lakaat meur a dra a-gevret en ul lec'h. Bodet en doa e levrioù en ur c'horn eus e gambr. 2. Lakaat meur a zen da zont da genlabourat en ul lec'h. Bodañ izili ur gevredigezh. [1949] Bep gwener d'abardaez, e vez bodet, hervez ar Reolenn, an holl zanvez-leaned hag ar vreudeur-lik e chapel ar gouent evit «anzav » a vouezh uhel, dirak an holl, hag a-youl-kaer [sic], un torr pe dorrig d'ar Reolenn. 3. Sevel ur strollad tud, lakaat izili ur strollad d'en em gavout a-gevret en ul lec'h. Bodañ un arme, ur c'huzul. 4. Dre ast., trl. (db. ar c'hevredadoù tud) Bodañ un niver bnk. a dud, a izili : bezañ ur strollad zo kement-ha-kement a dud, a izili ennañ. Ar c'helc'h-mañ a vod eizh ezel. II. v.g. (db. an dud) Mont, bezañ a-gevret, en ul lec'h. An dud a vod en-dro dezhañ. Bezañ bodet en ur sal. III. v. rag. EN EM VODAÑ : mont, bezañ a-gevret, en ul lec'h. [1867] Mar karfe 'n dud, 'vel ar gwenan, / En em vodañ holl a-unan [1878] Lavaret em eus deoc’h, pa rankjomp tec’het e Kergidu, tud ar memes bro hag ar memes parrez en em vode, gwellañ ma c’hellent, evit mont a-unan d’ar gêr. [1923] Ha, war ar gwez tro-dro an evned en em vod da arvestiñ outo ha da ganañ dezho d’o c’hanmeuliñ. [1960] Ur person ivez pa vo lec'h da envel Izili ar C'huzul-kanton, ' ray heñvel, Hag en iliz-parrez, ' raok an oferenn-bred, Dezho, 'vit an dra, en em vodañ, ' vo ret. [2015] peotramant pegoulz en em vodo kuzul embregerezh-mañ-embregerezh pe kuzul meur an aksionerien... HS. tolpañ.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

Bodit an drez-se.

1850
Daveenn : GON.II pg bôda (Mettez ces ronces en buisson).

bodañ

1850
Daveenn : GON.II pg bôda ou bôdenna (Réunir en touffe, en buisson, en trousseau).

E Breizh-Izel, e Breizh hor bro, / Ez euz koar ha mel tro-war-dro, / Koar ha mel eus ar re wella / Ne vent kollet, evel brema, / Mar karfe 'n dud, 'vel ar gwenan, / En em vodañ holl a-unan / Da labourat ar brezhoneg.

1867
Daveenn : MGK p115

Rak, ma vijemp bet dizoloet hag anavezet, ma vije bet zoken an disterañ tamm diskred warnomp, e vije dioc’htu bodet en-dro deomp kement den vak ha dibreder a vije e kêr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.66-67

Lavaret em eus deoc’h, pa rankjomp tec’het e Kergidu, tud ar memes bro hag ar memes parrez en em vode, gwellañ ma c’hellent, evit mont a-unan d’ar gêr.

1878
Daveenn : EKG.II p.141

bodañ

1909
Daveenn : BROU p. 207

Strollad Broadel Breizh, savet n'eus ket pell gant un nebeud tud yaouank dizaon, en deus graet e vennozh da vodañ kement youl na-fell-plegañ a zo en hon Bro evit enebiñ, bepred ha daoust da bep tra, ouzh ar gwaskerezh gall a bouez warnomp pevar-c'hant vloaz zo.

1911
Daveenn : PSEP p I

Enno emañ o ren ar vreinadurezh a grign ar broadoù ; enno en em vod an divroidi hag an erevent hag, a-gevret ganto, pep kleñved ha pep saotr.

1923
Daveenn : SKET p.51

en em vodañ

1923
Daveenn : SKET p.159, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Se réunir, s’assembler".

bodañ

1923
Daveenn : SKET p.159, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Réunir, assembler".

Ha, war ar gwez tro-dro an evned en em vod da arvestiñ outo ha da ganañ dezho d’o c’hanmeuliñ.

1923
Daveenn : SKET p.75

bodañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bod2

bodiñ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bod2

bodañ

1931
Daveenn : VALL pg assembler

en em vodañ

1931
Daveenn : VALL pg (s')assembler, (s')attrouper

Bep gwener d'abardaez, e vez bodet, hervez ar Reolenn, an holl zanvez-leaned hag ar vreudeur-lik e chapel ar gouent evit «anzav » a vouezh uhel, dirak an holl, hag a-youl-kaer [sic], un torr pe dorrig d'ar Reolenn.

1949
Daveenn : SIZH p.59

Bleukata ha stlepel a ra dioutañ, gant un nerzh iskis, ar soudarded bodet en-dro dezhañ.

1960
Daveenn : PETO p50

Ur person ivez pa vo lec'h da envel Izili ar C'huzul-kanton, ' ray heñvel, Hag en iliz-parrez, ' raok an oferenn-bred, Dezho, 'vit an dra, en em vodañ, ' vo ret. Hag ar c'hevezer en devo bet an trec'h Er barrez diberson ' gemero al lec'h.

1960
Daveenn : PETO p16

Arguzennoù, fedoù, chomlec'hioù ha niverennoù pellgomz, eurioù digeriñ ha serriñ, deiziataerioù a-wechoù, skrivet enne pelec'h ha pegoulz e vo gwelet penn-bras-mañ-penn-bras peotramant pegoulz en em vodo kuzul embregerezh-mañ-embregerezh pe kuzul meur an aksionerien...

2015
Daveenn : DISENT p73

Un drovezh c'hoazh e oa bet skoachet ur c'hamera war vord ur wenodenn a gase d'al lec'h ma oa bodet disenterien, nepell diouzh un dachenn all miret strizh gant an arme.

2015
Daveenn : DISENT p136

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial