Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Stroll tud bodet en ul lec'h evit un abeg resis. Ur vodadeg politikel. HS. emvod. 2. Dalc'h graet gant ur strollad tud, gant izili ur gevredigezh en ul lec'h bnk. Delc'her ur vodadeg.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

Mar bez mat an digemer, ar geder a zeuio d'ar c'hentañ Gorsedd kuz, hag eno e vezo "goulennet" war hanez, gouiziegezh, hag ijinoù kaer hon Gouenn, hag all, dirak bodadeg ar Poellgor a-gevret.

1909
Daveenn : REZI p. 13

Renadur ar bodadegoù a zo roet d'an Drouiz-Veur.

1909
Daveenn : REZI p. 9

E kement en deus lavaret ha graet en tu-hont d’ar c’heinvor, n’eus tra hag en dije dismegañset an heol, intret sked ar Rod (2), strafilhet, war grec’hiennoù arc’hant an neñv, bodadeg sakr an doueed, e Dêvobriga.

1923
Daveenn : SKET p.72

Setu ar pezh a zaneveller er santualoù, a zesker e kelenndioù an drouized, hag am eus-me desket e bodadegoù ar ouizieien ha henaourien meuriadoù ha pobladoù Keltia.

1923
Daveenn : SKET p.31

A-benn arc’hoazh e vi anvet pennrener gant ar vodadeg.

1923
Daveenn : SKET p.106

"bodadeg" gg.

1923
Daveenn : SKET p.159, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Réunion, assemblée nombreuse".

Frealzer mibien ha merc’hed e Ouenn, / Yac’haer pep korf ha pep ene, / Peoc’hier ar bodadegoù, / Ambrouger ar re greñv, ar re gadarn ; [...]

1924
Daveenn : SKET.II p.11

Rak gwelet ne vezi bet nag e bodadegoù peoc’h nag e bodadegoù brezel tud da ouenn ; rak divrutañ, mezhusañ marv az pezo kavet amañ, evel ur gaouenn, d’an abardaez-noz, e korn ur park, dindan tenn-saezh ur c’houeriad.

1924
Daveenn : SKET.II p.46

bodadeg

1931
Daveenn : VALL pg assemblée

bodadeg ar genlodenneien

1931
Daveenn : VALL pg (assemblée des) actionnaire(s)

Ar bodadegoù labour o doa lec’h d’al Lun 23 ha d’ar Meurzh 24.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

[...] ni, ar gomun ac'hanomp, hor boa dibabet un ostaleri dister ti Dean, e-kichen Sant-Padarn hag eno e talc'hemp hor bodadegoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.131

Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.

1944
Daveenn : EURW.1 p67-68

TRIWEC’HVET PENNAD Bodadeg vras e Landremel hag en hent war-du Karreg-al-Louarn

1944
Daveenn : ATST p.113

Gwall hir eo roll an obererezhioù difeuls hag er-maez [e-maez] lezenn bet kaset da benn e-pad ar bloavezhioù tremenet hep na vefe bet moustret den e mod ebet : bodadegoù diaotre ha manifestadegoù er-maez [e-maez] lezenn, betek dirak an Elize ; lec'hioù prevez aloubet ha dalc'het, evel stalioù ar merkoù bras sponsorien ar C'hoarioù Olimpek e Sina, trepasoù kenwerzhel ar gourmarc'hadoù, anzavadourien kirri-tan, ajañsoù lojeiz, burevioù gwerzhañ diouzh ar c'hresk [...]

2015
Daveenn : DISENT p154-155

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial