I.
G.
1. Ti bihan savet gant tammoù prenn pe gant danvezioù dister all da reiñ goudor, da labourat, h.a.
Lojoù koad ha korz. Ul lojig toet gant banal. Loj ar yer.
HS. loch, lochenn, log, logell.
2. Kevrenn diazez ur strollad frañmasoned.
Ul loj frañmasoned. Sevel ul loj.
3. PEMDEZ
Gwele.
HS. kel, klud.
II.
H.g.
(en troiennoù)
1. Bod.
Goulennet hon eus loj en un ostaleri. Hag e rankas klask loj en ur c'hraou. Sur hor bo loj ha degemer mat.
DHS. digor.
HS. lojeiz.
2. Trl.
Kavout, kaout ti ha loj : kavout, kaout lojeiz.
An Aotrou 'n Eskob a gav ti ha loj er maner. N'en deus na ti na loj : n'en deus na ti na lojeiz.
HS. aoz, goudor.
Pediñ ker brav a ra ur vignonez he doa, / Ma ro houmañ he loj dezhi d'ober torad, / Gant ma'z aio er-maez, / Pa vezo aet war-vaez.
Pedi ker brao a ra eur vignounez e doa, / Ma ro hou-man he loj d'ezhi d'ober torrad, / Gant ma'z aio er meaz, / Pa vezo eat war veaz.
1867
Référence :
MGK
p107
Dont a reomp a-benn da vont en douar a-benn ar fin, da ober war-dro hon tud ha war hon tro hon-unan, pa ne ve ken nemet evit kavout loj en ostaleri nemeti a oa neuze e kêr.