Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. 1. Ti bihan savet gant tammoù prenn pe gant danvezioù dister all da reiñ goudor, da labourat, h.a. Lojoù koad ha korz. Ul lojig toet gant banal. Loj ar yer. HS. loch, lochenn, log, logell. 2. Kevrenn diazez ur strollad frañmasoned. Ul loj frañmasoned. Sevel ul loj. 3. PEMDEZ Gwele. HS. kel, klud. II. H.g. (en troiennoù) 1. Bod. Goulennet hon eus loj en un ostaleri. Hag e rankas klask loj en ur c'hraou. Sur hor bo loj ha degemer mat. DHS. digor. HS. lojeiz. 2. Trl. Kavout, kaout ti ha loj : kavout, kaout lojeiz. An Aotrou 'n Eskob a gav ti ha loj er maner. N'en deus na ti na loj : n'en deus na ti na lojeiz. HS. aoz, goudor.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

loj

1499
Daveenn : LVBCA p135 (loge)

Pediñ ker brav a ra ur vignonez he doa, / Ma ro houmañ he loj dezhi d'ober torad, / Gant ma'z aio er-maez, / Pa vezo aet war-vaez.

1867
Daveenn : MGK p107

Dont a reomp a-benn da vont en douar a-benn ar fin, da ober war-dro hon tud ha war hon tro hon-unan, pa ne ve ken nemet evit kavout loj en ostaleri nemeti a oa neuze e kêr.

1985
Daveenn : DGBD p43

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial