Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Emzalc'h un den zo kluchet. E kluch, en e gluch : kluchet. Ur pikol kazh du en e gluch. E kluch war dreuzoù he dor. Strebotiñ e podoù pri ha kouezhañ em c'hluch war unan anezho. [1955] [...] an neb n’en devoa ket tapet tu d’azezañ a rankas chom en e sav pe en e gluch war e goufr. & Bezañ war e gluchoù : bezañ kluchet. & Mont en e gluch : kluchañ. Ken izel e oa bolz al lein ma rankas ar brizonidi mont en o c'hluch ha chom evel-se. & Dre skeud. En e gluch : souchet. Ur gêriadenn en he c'hluch e-kreiz an draoñienn. HS. puch. 2. Trl. skeud. (db. an traoù) Gortoz en e gluch : gortoz ma ve graet war e dro, gortoz ma ve kemeret h.a. Emañ ar c'hafe ouzh ho kortoz en e gluch el ludu.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

e kluch

1732
Référence : GReg pg (à) crouppetons

war e gluchoù

1732
Référence : GReg pg (à) crouppetons

en e gluch

1931
Référence : VALL pg accroupi, assis (sur ses talons)

kluch

1931
Référence : VALL pg (posture) accroupi(e), accroupissement

Truez am boa ouzh Jaureguiberri gozh, rak diaes eo d’un admiral krog e pemp bloaz ha tri-ugent chom ur pennad brav en e gluch ha kuit a fiñv war un dorchenn ; hanter seizet e tlee bezañ e dammoù izili, hag e tu-hont da se e kenderc’he barroù-avel da skubañ traezh munut a findalle hon daoulagad.

1954
Référence : VAZA p.136

Lemet e voe diganimp hor paperioù ha setu ni kraouiet war-dro hanternoz en ur sal a-vent gant un iliz, gant kozh bankoù lous a-hed ar mogerioù, hag un nebeud skabelloù amañ ha du-hont : an neb n’en devoa ket tapet tu d’azezañ a rankas chom en e sav pe en e gluch war e goufr.

1955
Référence : VBRU p.33

L'Office public de la langue bretonne