Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Emzalc'h un den zo kluchet. E kluch, en e gluch : kluchet. Ur pikol kazh du en e gluch. E kluch war dreuzoù he dor. Strebotiñ e podoù pri ha kouezhañ em c'hluch war unan anezho. & Bezañ war e gluchoù : bezañ kluchet. & Mont en e gluch : kluchañ. Ken izel e oa bolz al lein ma rankas ar brizonidi mont en o c'hluch ha chom evel-se. & Dre skeud. En e gluch : souchet. Ur gêriadenn en he c'hluch e-kreiz an draoñienn. HS. puch. 2. Trl. skeud. (db. an traoù) Gortoz en e gluch : gortoz ma ve graet war e dro, gortoz ma ve kemeret h.a. Emañ ar c'hafe ouzh ho kortoz en e gluch el ludu.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

e kluch

1732
Daveenn : GReg pg (à) crouppetons

war e gluchoù

1732
Daveenn : GReg pg (à) crouppetons

en e gluch

1931
Daveenn : VALL pg accroupi, assis (sur ses talons)

kluch

1931
Daveenn : VALL pg (posture) accroupi(e), accroupissement

Truez am boa ouzh Jaureguiberri gozh, rak diaes eo d’un admiral krog e pemp bloaz ha tri-ugent chom ur pennad brav en e gluch ha kuit a fiñv war un dorchenn ; hanter seizet e tlee bezañ e dammoù izili, hag e tu-hont da se e kenderc’he barroù-avel da skubañ traezh munut a findalle hon daoulagad.

1954
Daveenn : VAZA p.136

Ofis publik ar brezhoneg