adal
adal ma
adal ma
adal ma
adal
Savet e oa ar c’hloerdi rag-eneb da Grec’h Eliez ha gant se a-dal [sic, adal] ma rae avel a-du, e c’helle va mamm-gozh klevout fraezh-mat cholori ar skolidi o c’hoari goude merenn er porzh bras.
Adal ar bloavezhioù kentañ, dibabet e vezen dalc’hmat da c’hoari roll pe roll, diouzh ar vent hag an oad, e kement gouel, ha bez’ e veze meur a hini a-hed ar bloaz.
Adal ma voe teñval a-walc’h anezhi, e lidjomp an deiz-se el lenn vras ur gouel veneziat ar seurt n’eus ket bet gwelet e bar e Cherbourg na kent na goude, met allas kalz re bell, emichañs, e tremene hor bigi diouzh ar paourkaezh tud a beurleunie ar c’hae hag ar straedoù, an eil o vountañ hag o sachañ war egile, hag ar re, niverusoc’h c’hoazh, o devoa pignet gant mil boan war lein an torgennoù tro-dro d’ar porzh.
Gounit douar a rae he fried, ha pa'z ae Mon da labourat er parkeier - rak, un tourc'h-paotr anezhi, plomañ, mediñ, troc'hañ lann, charreat, ha zoken ober kleuzioù, kiañ a rae a-lazh-korf evel ar wazed - bep gwech e veze ganti, e-pign ouzh las he zavañjer, un tammig c'hwezhigell leun-kouch a vutun, ha mogedenn a laoske adal ar beure bete serr-noz.
[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.
Adal ma oa echu va zroiad-labour e kuitaas ac'hanon ur wech dilestret e Port-Gentil.
Ha pa oa bet staget da adsevel ar chantele adal ar bloavezhioù 1240 ne oa ket tost e vefe bet distrujet an holl savadur kozh !
Mots précédents
Mots suivants
adale