Yezhad.
Unan eus derezioù an anv-gwan, pe adverboù zo, a furmer dre stagañ an dibenn-ger -at outañ hag a dalvez da ezteuler ar souezh, an estlamm stag ouzh ar perzh, an doare geriet gant an anv-gwan, an adv.
"Bravat", "koshat" eo derez-estlammiñ "brav" ha "kozh".