Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. Stad korf ha spered an hini n'eo ket kousket. Etre kousked ha dihun e oa. Ur weledigezh en doa bet e dihun. 2. Dre skeud. Tremen eus ur stad ma vezer diseblant pe dic'houzvez d'an hini ma anavezer talvoudegezh (udb.). Kriz e vo an dihun hag ar gerseenn. II. G. Distro d'ar stad emskiantek goude kousket. Poanius e veze zihunoù abaoe ar gwallzarvoud-se. Da'm dihun : pa'z on dihunet.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Fellout a ra deomp aozañ dihun hon Bro-Vreizh dre grouiñ ur froud vras a eneberezh hag a zroukrañs ouzh ar C'hallaoued a c'houarn ac'hanomp enep d'hon grad vat hag a lem diganeomp frankiz hon Bro hon deus gwir da gaout.

1911
Référence : PSEP p I

Gedour atav war sav ha war zihun, ec’h en em zalc’h etre an douar hag an neñv, hag eus lein ar menez a dalv dezhañ da sichenn e wel al Lingonikon a-hed hag an holl rannvro stag outañ.

1923
Référence : SKET p.12

Da c’hwec’h eur, ar c’hleron gedour a drompilhas an dihun, e pevar c’horn ar porzh meur. War-sav !

1944
Référence : EURW.1 p.193

Paourkaezh Harry, pebezh dihun !

2012
Référence : DJHMH p31

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux