Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. H.g. 1. [1499, 1659, 1732, 1850, 1904] Pezh a ro un diazez reizhek, poellel da oberoù ub. [1499] Hep abeg. [1659] Dre an abeg-se. [1659] Hep abeg eo. [1732] C'hwi a zo bet abeg d'an droug-se. [1850] Hep abeg ebet d'hon dismant. [1850] Hep gwir abeg. [1867] Lavaret a vez graet, ha n'eo ket hep abeg, / E vez ar gaerañ merc'h alies ar fallañ gwreg. [1867] « Klemm a rit hep abeg e teuan re abred ; / Ha n'ho peus-hu kant vloaz ? » [1960] O touiñ 'kreden, netra ken, / E oa d'am farrez 'vit he mad, / Mad ar gristenien 'm eus da ren ; / Nep abeg all n'em boa d'am grad. Abeg, gwir abeg zo d'ober an dra-se. Kaout abeg d'ober udb. Ober, lavaret udb. gant abeg, gant gwir abeg. Ober udb. hep gwir abeg. Arabat eo deoc'h mont di nemet abeg a vefe. & Ober udb. hep gwir nag abeg, ober udb. hep abeg na reizh : ober anezhañ hep an disterañ diazez reizhek pe boellel [1924] An taolioù gwialenn, aotrou barner, roet hep abeg na reizh, a vez paeet, er bed-mañ pe er bed all. & [1732] hep nep abeg : hep soñjal tennañ ur mad pe ur gounid bennak eus un ober bennak. & (e deroù pe e dibenn ul lavared) [1867] Hag abeg zo !, Abeg en deus ! : troienn a dalvez d'ar c'homzer da bouezañ war an diazez a ro d'e gomzoù. [1867] Abeg en doa, m'en tou ! & KOZH. [1499] Perak abeg ? : abalamour da betra ? 2. [1659, 1732, 1927] Tro zo roet d'ub., d'ober udb. [1732] Abeg da faziañ. [1927] Abeg tost da bec'hiñ. Kavout a reas abeg da implij e skiant-prenet. [1960] Un abeg eo dit da veza trubuilhet / Rak re ouzh da seurt morse ne ziwaller ; / Ha ne vefes ket ivez e genwaller / O sevel gantañ kabal ha komplidi / Ouzh Nasion Frañs hag ouzh he dalc'hidi ? Abaoe en deus bet abeg da welet ar wirionez. HS. digarez. 3. [1867] Ezhomm. [1867] Marmouz, c'hwi da gentañ, gwelit al loened-se, lavarit din distag, abeg am eus da se; hag ho kened a zo ker kaer ha gened all ? 4. [1659, 1732, 1850, 2015] Bezañ abeg d'udb. : degas ur gwered, un heuliad bennak. [1732] C'hwi zo bet abeg d'an droug-se. [1850] Abeg oc'h bet d'an droug-se. [1850] Ho tiegi eo a zo bet abeg da gement-se ? [2015] Pezh a c'hell bezañ abeg da unan bennak da zivizout lazhañ anezhañ. HS. pennkaoz. 5. Trl. [1732, 1867, 1877, 1909, 1927, 1931] Kavout abeg en ub., en udb., [1732] Reiñ abeg da ub., [1732] Teurel abeg war ub. : kavout ur si en ub., en udb., tamall udb. d'ub., d'udb. [1867] Hag ennañ e-unan, mar kav den ebet abeg, e c'hell lavaret din, hep bezañ tamm mezhek. Kaer am bo ober, atav e kavo abeg ennon. Ne gavo hini ebet abeg er pezh a rit. [1867] Evitañ da glevet petra oa komz Yann Dieg / O kaout en e atant tamall, rebech, abeg, / Ne lavare netra, / Nemet c'hoarzhin ne rae, / O krediñ e rankche derc'hel e goumanant. [1877] Ne gredan ket e tigorfe, evit klevet kement-se, gwell e kavan her lavaret deoc’h a-raok, gant aon ne deufec’h goude-se da gaout abeg ennon, ma ne zigor ket. & [1927, 1931] Kemer, klask abeg en ub., en udb. : kavout anv ennañ. Ne oan ket boazet da gemer abeg ennañ. An aesañ tra da ober er bed eo kemer abeg el labour graet. II. G. 1. [1732, 1850, 2012] Tra a ro un diazez reizhek, poellel da oberoù ub. [2012] Roet em eus ar chekenn va-unan, en ur lavarout em boa abegoù sonn da soñjal e oa faos. Prenet en doa ur c'havr evit meur a abeg. Meur a abeg en doa d'ober an dra-se. Kastizet int bet hep abeg ebet. Abegoù dister, droch, sonn. & (e dibenn ul lavared) Anez un abeg bras bennak : hep ma vefe un diazez sonn evit ober tra pe dra. Ne fiñvin ket ac'hanen, anez un abeg bras bennak. & Ober udb. e-skeud an disterañ abeg : hep an disterañ diazez reizhek pe boellel. & [1931] Ober udb. evit (un) abeg pe abeg : evit un abeg bnk. 2. Tro zo roet d'ub. ober udb. An dra-se a vo un abeg dezhañ evit gwelet e vreur. HS. digarez. 3. Tra a zegas ur gwered, un heuliad. Abegoù a bep seurt d'an divroañ. 4. Tra da vezañ rebechet. Soñjit ivez ez eus ennoc'h kalz abegoù, kalz mankoù. III. 1. Tr. ar. (dirak un ak., ur rag.) [1732, 1878, 1943, 1960, 1985, 1999, 2012, 2015] EN ABEG DA, [1732, 1850] DRE AN ABEG DA : troiennoù a dalvez d'ober anv eus ar pezh a zegas un heuliad, ur gwered. [1732] En abeg deoc'h eo c'hoarvezet an droug-se. [1732] Dre 'n abeg deoc'h eo c'hoarvezet an droug-se. [1732] En abeg dezhañ. [1732] Dre 'n abeg dezhañ. [1732] Dre 'n abeg ma 'z eo re vat. [1732] Dre 'n abeg-se. [1878] En abeg d’ar re vat, / Espernit ar re fall. [1943] Ul lamm-dour a zo bet avat pa 'z eo bet teuzet ar skornredennoù, en abeg d'an disliveadur a oa dindan ar skorn en div naoz. [1960] Sujañ d'an urzh pe, en abeg d'ar Feiz, nac'h touiñ. [1985] Hini 1938 avat n'eo ket bet adkavet ganin, ha meur a zarvoud a zo chomet dispis em spered en abeg da se. [1998] Hogen marteze en abeg d'he c'hrizder ouzh va faourkaezh Youenn hag ouzhin-me, e oa chomet ar vazh e-tal an nor. [2012] En abeg d'ar pleg-se e c'hoarveze gantañ alies bezañ an den dereat diwezhañ o taremprediñ ar re a yae d'an emgoll. [2015] Peogwir e kav din ez eo dleet dit en abeg da'z parregezhioù. Kastizet e vo en abeg d'e walloù, d'an droug en deus graet. Tamalloù kriz a glevas en abeg d'an dismegañs en doa graet d'e dud. En abeg da se e klañvas. Dre an abeg deoc'h eo c'hoarvezet kement-se. 2. Tr. stl. isur. [1732, 1850, 1931] EN ABEG MA, [1867, 1877, 1931] EN ABEG NA, [1659, 1732, 1850, 1877, 1931] DRE (AN) ABEG MA, [1931] DRE (AN) ABEG NA, [1850] WAR ABEG MA : dre ma. [1732] Ar bourev a c'helver mestr an oberioù uhel, dre 'n abeg ma ra e daolioù-micher peurvuiañ e lec'h uhel. Chom a reas er gêr en abeg ma oa klañv. Dre an abeg ma oa glav ne oant ket aet da vale. [1732] E garet a ran ; ha kement-se, 'n abeg ma 'z eo vertuzus. [1867] Ganto n'edo al louarn, emichañs, dre 'n abeg / Ne gare ar re vras ha ne oa ket losteg. & [1850] BEZAÑ ABEG MA. [1850] Ar bihander eus e vent zo abeg ma sell an holl outañ.

Exemples historiques : 
113
Masquer la liste des exemples

perak abeg

1499
Référence : LVBCA p15, 161 (pour quelle cause)

hep abeg

1499
Référence : LVBCA p15, 97 (sans cause)

abeg

1499
Référence : LVBCA p15 (cause)

dre abeg ma

1659
Référence : LDJM.1 pg (a) cause (que), (dre) abec (ma)

abeg

1659
Référence : LDJM.1 pg cause opinion, motif, occasion, raison, abec

hep abeg eo

1659
Référence : LDJM.1 pg (c'est outre ) raison

hep abeg

1659
Référence : LDJM.1 pg sans (cause)

bezañ abeg

1659
Référence : LDJM.1 pg causer occasionner

dre an abeg-se

1659
Référence : LDJM.1 pg [a] cause [de cela], pour (cela)

dre 'n abeg da

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de)

dre 'n abeg dezhañ

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de lui)

dre an abeg ma

1732
Référence : GReg pg (a) cause (que)

dre 'n abeg ma 'z eo re vat

1732
Référence : GReg pg (a) cause (qu'il est trop bon)

dre an abeg a se

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de cela, pour cela)

dre 'n abeg-se

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de cela, pour cela)

reiñ abeg da un all

1732
Référence : GReg pg attribuer (attribuer quelque faute à un autre)

roet abeg da un all

1732
Référence : GReg pg attribuer

reiñ abeg war un all

1732
Référence : GReg pg attribuer

roet abeg war un all

1732
Référence : GReg pg attribuer

teurel abeg war un all

1732
Référence : GReg pg attribuer

taolet abeg war un all

1732
Référence : GReg pg attribuer

Ar bourev a c'helver mestr an oberioù uhel, dre'n abeg ma ra e daolioù-micher peurvuiañ e lec'h uhel : ha skarzher ar privezioù a enver mestr an oberioù izel, abalamour ma ra e garg e lec'h izel

1732
Référence : GReg pg (On appelle le) Bourreau (Maître des hautes Oeuvres ; parce qu'il travaille ordinairement, & principalement en hauts lieux : & le vuidangeur d'une ville, maître des basses oeuvres ; parce qu'il fait son office en bas lieux)

abeg

1732
Référence : GReg pg cause (sujet, occasion), consideration (vüe, raison, interêt)

c'hwi a zo bet abeg d'an droug-se

1732
Référence : GReg pg (vous avez été la) cause (de ce mal)

en abeg deoc'h eo c'hoarvezet an droug-se

1732
Référence : GReg pg (vous avez été la) cause (de ce mal)

dre 'n abeg deoc'h eo c'hoarvezet an droug-se

1732
Référence : GReg pg (vous avez été la) cause (de ce mal)

en abeg da

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de)

dre an abeg da

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de)

en abeg dezhañ

1732
Référence : GReg pg (a) cause (de lui)

pompadet dre an abeg d'e binvidigezhoù

1732
Référence : GReg pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c., pp.)

pompadiñ dre an abeg d'e binvidigezhoù

1732
Référence : GReg pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c.)

hep nep abeg

1732
Référence : GReg pg gaité (De gaieté de coeur, de propos deliberé, sans sujet.)

kavout abeg

1732
Référence : GReg pg (trouver à redire, à) [dire]

abeg da fazi

1732
Référence : GReg pg achoppement

dre an abeg ma

1732
Référence : GReg pg d'autant (que, parce que)

e garet a ran ; ha kement-se, 'n abeg ma 'z eo vertuzus

1732
Référence : GReg pg (je l'aime ; &) ce (à cause de sa vertu)

dre abeg

1850
Référence : GON.II pg abek (à cause que, parce que).

abeg

1850
Référence : GON.II p.16, livre premier, (occasion).

Ar bihander eus e vent a zo abeg ma sell an holl outañ.

1850
Référence : GON.II pg biander (La petitesse de sa taille est cause que tout le monde le regarde).

abegoù

1850
Référence : GON.II p.16, livre premier, (des occasions).

Ho falloni eo a zo abeg da gement-se.

1850
Référence : GON.II pg falloni (c'est votre perfidie qui est cause de cela).

war abeg ma

1850
Référence : GON.II pg abek (pour que, afin que).

en abeg ma

1850
Référence : GON.II pg abek (à cause que, parce que).

Abeg oc'h bet d'an drouk-se.

1850
Référence : GON.II pg abek (Vous avez été cause de ce mal).

hep abeg ebet

1850
Référence : GON.II pg abek (Sans aucun motif).

dre an abeg da

1850
Référence : GON.II p.56, Table des Prépositions composées, (à cause de).

abeg

1850
Référence : GON.II pg abek (Cause. Sujet. Occasion. Motif. Raison), kiriek, lañs, diabek

Ho tiegi eo a zo bet abeg da gement-se.

1850
Référence : GON.II pg diégi (C'est votre négligence qui est cause de cela).

Abeg eo bet d'hon dismant.

1850
Référence : GON.II pg dismañt, dismañtr (Il a été cause de notre ruine).

hep gwir abeg

1850
Référence : GON.II pg abek (Témérairement, inconsidérément, contre droit et raison).

dre an abeg da

1850
Référence : GON.II pg dré (à cause de...).

abegoù

1850
Référence : GON.II pg abek (Cause. Sujet. Occasion. Motif. Raison. Pl.)

Marmouz, c'hwi da gentañ, gwelit al loened-se, lavarit din distag, abeg am eus da se; hag ho kened a zo ker kaer ha gened all ?

1867
Référence : MGK p10

Lavaret a vez graet, ha n'eo ket hep abeg, / E vez ar gaerañ merc'h alies ar fallañ grweg.

1867
Référence : MGK p74

Dre ma taole evezh ouzh ar re ziskiantañ, 'welas, en o zouez, an dud er penn-kentañ. Abeg en doa, m'en tou ! Rak holl, gwitibunan, chomomp bras ha bihan, heñvel ouzh kaouenned, en noz a wel gwellañ, da sellet a-vichez, ha da zispourbellañ ouzh fazioù hon nesañ, ouzh techoù ar re all. Ne welomp ket hor re ; en hor c'heñver omp dall, dall-poch evel gozed ; rak siwazh ! Mar karfemp, hep turiañ don hor park, grizioù fall a gavfemp

1867
Référence : MGK p12

Hag ennañ e-unan mar kav den 'bet abeg, e c'hell lavaret din, hep bezañ tamm mezhek : da bep hini diouzh e c'houlenn, evit er pareañ, me roy ul louzaouenn.

1867
Référence : MGK p10

Evitañ da glevet petra voa komz Yann Dieg / O kaout en e atant tamall, rebech, abeg, / Ne lavare netra, / Nemet c'hoarzhin ne rae, / O krediñ e rankche derc'hel e goumanant.

1867
Référence : MGK p87-88

« Klemm a rit hep abeg e teuan re abred ; / Ha n'ho peus-hu kant vloaz ? Kavit din-me, m'ho ped, / Un all war-dro amañ zo ker kozh ha ma'z oc'h ? »

1867
Référence : MGK p101-102

Ganto n'edo al louarn, emichañs, dre 'n abeg / Ne gare ar re vras ha ne oa ket losteg.

1867
Référence : MGK p104

Va zad, eme an Aotrou yaouank, ma ne gavfec’h ket abeg e kement-se, me a gavfe deoc’h un den yaouank hag a deufe ivez fenoz ganeomp-ni a greiz e galon.

1877
Référence : EKG.I. p.22

Ned’an ket da esa her c’hontañ deoc’h ac’hanon va-unan. Gwelloc’h e kavan lenn deoc’h al lizher a skrivas, war an dra-mañ, d’an Aotrou Floc’h, person Lesneven hag he ferson, a yoa, d’ar mare-se, e Bro-Saoz, abalamour m’en doa ranket kemeret an tec’h, dre an abeg n’en doa ket touet heuilh lezennoù dizoue ar republik : [...].

1877
Référence : EKG.I. p.185

— Ha c’hwi a gav abeg e diotachoù tud ar vro-mañ a zalc’h d’o falskredennoù kozh ?

1877
Référence : EKG.I. p.86

Setu, a gav deoc’h, ankounac’haet ganen hor Bro-Leon, dre an abeg ma’z on chomet keid-all da gontañ deoc’h ul lodenn eus ar pezh a zo c’hoarvezet en eskopti Treger.

1877
Référence : EKG.I. p.154

Ne gredan ket e tigorfe, evit klevet kement-se, gwell e kavan her lavaret deoc’h a-raok, gant aon ne deufec’h goude-se da gaout abeg ennon, ma ne zigor ket.

1877
Référence : EKG.I. p.117

Dalc’hit war ho taeloù : / ’Barzh ’n holl lezenn santel / E kavot abegoù / A frealzidigezh : / Heulit-hi gant gwirionez.

1878
Référence : EKG.II p.252

En abeg d’ar re vat, / Espernit ar re fall

1878
Référence : EKG.II p.250

Alo ! grit ar pezh a gerf[e]t ; ar pezh a reot a vezo graet mat. Hini ac’hanomp ne gavo abeg er pezh ho pezo graet. Anvit ho ten.

1878
Référence : EKG.II p.111

abeg

1904
Référence : DBFV pg abeg (cause, raison ; mot rare)

kaout abeg

1909
Référence : BROU p. 201

Ouzh hini anezho n’on bet garv, kriz, lorc’hek, digarantez ; ouzh hini ebet n’em eus noazet ; da hini ebet n’on bet abeg a boan, a zaeroù, a leñv.

1923
Référence : SKET p.71

Nemet, pell eo kement-se diouzh bezañ abeg a-walc’h, evel ma oar pe ma tlefe gouzout pep-unan.

1923
Référence : SKET p.45

Daoust pe aon a oa na zisleberje an traoù gant glebor diwar ar c’hoadoù tro-dro, pe uheloc’h abeg a zeue kentoc’h diwar ar C’hredennoù, magañ tan war an oaled a raed dibaouez.

1923
Référence : SKET p.64

Kadra ha Daga a zo bet graet outo mezhus-marvel gant an tri fennrener estren, hag en abeg da se eo e kimiadomp.

1923
Référence : SKET p.106-107

Kent-se, ur geriennoù a livirin diwar-benn ar meuriadoù all, en abeg d’ar gelennadur[ezh] a sav eus ar vuhez anezho.

1923
Référence : SKET p.88 (p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "p, 88, lin. 7 kent an dibenn, e lec’h « kelennadurez[h] » kentoc’h « kelennadur »).

A-c’houdevezh, e tigouezhas er vro-Wenn, gant marc’hadourezhioù estren, kalz a dud all droukliv (da lavarout eo du) (1) ar pennad-blev anezho ; nemet e voe an tri-se ar re gentañ, hag en abeg da se eo ez eo bet miret gant an danevellourien an anv anezho.

1923
Référence : SKET p.77

Ha, daoust d’e baourkaezh devezhioù da vezañ kelc’het gant an ezhommoù, daoust d’an dienez da begañ war e groc’hen ha war e galon, abeg e kave ar paotr evelkent en nerzh e yaouankiz, da leuskel e vennozhioù da nijal, gwennilied dibreder, a-dreuz oabl koumoulek an hunvreioù.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

N’oa ket hep abeg ankeniet Izabel : tri vugel he devoa, unan all ac’h a da c’henel, brazez ac'hub (1) e oa ; ha Katellig un nozvezh a deuas er bed.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924), ("ha Katellig eun nozvez a deuas er bed" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

[M]et kaer o devoa bet Bilzig hag an daou all stourm ouzh o mamm e oant bet tamallet hep abeg, Izabel a dapas krog en un tamm kordenn voan.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

Lavarout a reas n’he doa ket abeg d’en em drechalañ, ez oa yac’h he mab hag eñ etre daouarn mat hag ez adgwelje anezhañ un deiz da zont.

1924
Référence : SKET.II p.12

An taolioù gwialenn, aotrou barner, roet hep abeg na reizh, a vez paeet, er bed-mañ pe er bed all.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1034 (Gouere-Eost 1924)

Bilzig a ouie ervat penaos biskoazh e garantez dinamm abeg ebet n’he dije d’en em ziskouezañ : kuzhet e oa, kuzhet e chomo.

1925
Référence : BILZ2 p.179

Ar besketaerien ac’h aio war ar maez da werzhañ pesked pe gregen, a skigno ar brud penaos e vo, en Kervarker, da Veurzh-al-Lard, graet fest ar gwadigennoù, en abeg eured an aotrou.

1925
Référence : BILZ2 p.156

Ha, keit ha ma oa bet gant ar Vran, Bilzig a gavas abeg, meur a wech, da implij e skiant a vartolod ha nerzh e galon.

1925
Référence : BILZ2 p.170

klask abeg

1927
Référence : GERI.Ern pg abeg (chercher affaire)

kavout abeg

1927
Référence : GERI.Ern pg abeg (trouver à redire)

abeg

1927
Référence : GERI.Ern pg abeg (cause, motif, raison, sujet)

abeg tost da bec'hiñ

1927
Référence : GERI.Ern pg abeg (occasion prochaine de péché)

en abeg ma

1931
Référence : VALL pg attendu que

evit un abeg pe abeg

1931
Référence : VALL autre

en abeg na

1931
Référence : VALL pg attendu que

kavout abeg e

1931
Référence : VALL pg blamer

dre an abeg na

1931
Référence : VALL pg attendu que

klask abeg en

1931
Référence : VALL pg (chercher) affaire

Ul lamm-dour a zo bet avat pa 'z eo bet teuzet ar skornredennoù, en abeg d'an disliveadur a oa dindan ar skorn en div naoz.

1943
Référence : TNKN p42

Pa oan arru er c'hwec'hvet em boa da gelenner an aotrou abad Louis Le Clerc a veze graet « Cigogne » anezhañ en abeg ma oa hir e c'houzoug.

1944
Référence : EURW.1 p39-40

Galleg-holl e [sic, a] veze disket d'ar « pennhêr » ; met etrezo, ma zad ha ma mamm a gaozee brezhoneg, hag ar glianted, brezhoneg nemetken, dre un abeg sklaer : ne oa ket unan dre bep dek a oa barrek da c'hallegañ, nemet ha mezv e vije.

1944
Référence : EURW.1 p18

Ya ! o vont da welout ur vaouez e oa. En abeg da se, hag evit digarez all ebet, eo en doa graet ur soub en dour d'e benn ha d'e zivrec'h. Nemet n'en doa ket taolet pled en dra kent an teodad.

1949
Référence : SIZH p.44

Evit plijout dezhi e tañvas hon Tad Kentañ ar Frouezhenn villiget, abeg keuzidigezh Mab-Den.

1949
Référence : SIZH p.40

Hag en em gavout a rit dreist d'an Den Fur e-unan, pa rankit, da izelaat ho kalon, mont keit-all, en amzer dremenet, da glask abeg d'hec'h izelaat ?

1949
Référence : SIZH p.61

Stourmet 'm eus outo start d'ampellañ c'hoazh an deiz, / An deiz enkrezus-mañ, ma dibab 'vo ret deoc'h / Etre sujañ d'an urzh pe, en abeg d'ar Feiz, / Nac'h touiñ dre ho le ha koll frankiz ha peoc'h.

1960
Référence : PETO p15

Un abeg eo dit da veza trubuilhet / Rak re ouzh da seurt morse ne ziwaller ; / Ha ne vefes ket ivez e genwaller / O sevel gantañ kabal ha komplidi / Ouzh Nasion Frañs hag ouzh he dalc'hidi ?

1960
Référence : PETO p37

O touiñ 'kreden, netra ken, / E oa d'am farrez 'vit he mad, / Mad ar gristenien 'm eus da ren ; / Nep abeg all n'em boa d'am grad.

1960
Référence : PETO p28

Hini 1938 avat n'eo ket bet adkavet ganin, ha meur a zarvoud a zo chomet dispis em spered en abeg da se.

1985
Référence : DGBD p7

Hogen marteze en abeg d'he c'hrizder ouzh va faourkaezh Youenn hag ouzhin-me, e oa chomet ar vazh e-tal an nor.

1999
Référence : KOKE.II p197

Lavaret em eus dit e oan douget-kenañ d'an digenvez. Met n'eo ket gwir, rak a-hed va buhez, abaoe pevar-ugent vloaz emaon atav gant tud. Morse n'on bet digenvez. Marteze eo en abeg da se em boa c'hoant d'an digenvez.

2007
Référence : KASTE p. 151

En abeg d'ar pleg-se e c'hoarveze gantañ alies bezañ an den dereat diwezhañ o taremprediñ ar re a yae d'an emgoll, hag o kaout levezon war o buhez.

2012
Référence : DJHMH p9

roet 'm eus ar chekenn va-unan, en ur lavarout e'm boa abegoù sonn da soñjal e oa faos

2012
Référence : DJHMH p15

Pezh a c'hell bezañ abeg da unan bennak da zivizout lazhañ anezhañ, ne zispleg ket koulskoude an doare en deus dibabet evit hen ober.

2015
Référence : EHPEA p46

Da gentañ, peogwir e kav din ez eo dleet dit en abeg da'z parregezhioù.

2015
Référence : EHPEA p22

Abalamour d'an traoù-se, hag a zo bet dielfennet mat-kenañ gant ar skiantoù sokial, ez eo ret dimp gwelet hon obererezh en ur mod hollek, an abegoù hag an heuliadennoù a zo dezhi, evit dibab diouzh hor gwellañ ha kas da benn oberezhioù omp prest da sammañ tra ken.

2015
Référence : DISENT p62

Arabat c'hwitout war an taol peogwir eo bet harzet ar stourmerien abalamour d'un abeg fall !

2015
Référence : DISENT p91

Ma n'oc'h ket bet digabestret e vefet kaset dirak ar prokulor (pe an den a vo en e lec'h) a vo karget da zibab hag enkablet e vefet pe ne vefet ket, war beseurt abeg ha pegoulz e vefet kinniget d'ar barner.

2015
Référence : DISENT p172

D'an holl e vo ret diskouez e vezomp drouklaouen gant gwir abeg.

2015
Référence : DISENT p36

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux