Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Sonn. Bale eeun ha dres. 2. Goustadik. It dres dezhañ en aon d'e c'hloazañ. It un tamm dresoc'h d'an dud. 3. Resis. Ouzh piv dres e oa heñvel ? 4. End-eeun. En em gavet eo dres pa oan o vont kuit. En devezh-se, dres, e c'hoarvezas. HS. eeun-hag-eeun. 5. Splann. En un taol e klevis a-nevez ha dresoc'h an trouz am boa klevet a-ziagent. 6. Termen a reer gantañ da gadarnaat ur respont. «An dra-se an hini eo ? » - « Dres ! » II. Tr. adv. War an dres, war an dresig : goustadik, gant evezh. Gwechall ez aed war an dres. War an dres eo e ranker jediñ. Riel a ziskenne, atav, war e zresig, war-du e di. « Amzer zo ! » emezañ war e zres.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

chom dres

1909
Référence : BROU p. 231 (reste en paix)

Dres d’an ampoent, dirak ar Genkiz, e welas Job o tont eus ar penn all, staget outañ ur fas karn.

1944
Référence : ATST p.100

Kerkent hag an deiz e oan war-sav, hag ez is da skeiñ war dor kambr ma mestr, war uhelenn ar C'hastell, en un ti nevez, dres dirak kolaj ar merc'hed yaouank.

1944
Référence : EURW.1 p79-80

Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...

1949
Référence : SIZH p.38

Eil pec'hed graet ganeoc'h : ur pec'hed a lontegezh. Dav eo debriñ, a-dra-sur ; maget e rank ar c'horf bezañ. Reiñ dezhañ, avat, dres ar pezh a zo ret. Moarvat n'ho poa ket da zioueriñ e ti ho kerent, ha d'ho lontegezh eo, - pec'hed al loen mut ! - e raec'h bod, pa 'z aec'h da skrapañ frouezh hoc'h amezeien.

1949
Référence : SIZH p.60

N'en doa kaoz gant hounnezh nemet dres pezh a oa dereat.

1949
Référence : SIZH p.49

Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.

1949
Référence : SIZH p.41

Unan bennak a sko war an nor hanter-zigor. Lavarout a rit : "deuit tre". Bez' ez eo dres an hini m'edoc'h o komz diwar e benn, falloc'h eget matoc'h. Na pegen hegasus !

1973
Référence : HYZH Niv. 88 p. 42, Anjela Duval

Da c'hortoz ma vije bet kroget gant ar porzh-se, e oa bet savet, e 1954-55, un tammig porzh dirak ar Mision Katolik, dres eta dirak al lec'h kentañ o vezañ bet diazez ar Frañsizien er Gabon, hag un nebeud kantmetradoù hepken eus hon ti e Louis.

1985
Référence : DGBD p53

Da Sul zoken, evit d'he hoal marzhusañ bezañ kuzhet, ha dezhi da venel nebeut darempredet, e skede ar straed, e kemm gant an ardroioù teñval, dres evel un tantad e-kreiz ur c'hoad.

2012
Référence : DJHMH p11

Ho pet soñj avat e sav Itron Varia an Edeier e-kreiz douar bouedek, mat da winizh hag e oa c'hoarvezet enni, a zo kaeroc'h, dres p'edod o tarbar adsevel anezhi, ur burzhud a'n estlammusañ

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 7

Panelloù a bed an dud da "gutuilh o lod", ha setu dres ar pezh emañ un toullad familhoù oc'h ober : stouiñ ha sevel a bep eil pe strebotiñ gant panerioù bras re garget, pe bignat ouzh skeulioù a dap betek lein ar gwez avaloù pe ber.

2015
Référence : TEVAG p5

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux