chom dres
Dres d’an ampoent, dirak ar Genkiz, e welas Job o tont eus ar penn all, staget outañ ur fas karn.
Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...
Eil pec'hed graet ganeoc'h : ur pec'hed a lontegezh. Dav eo debriñ, a-dra-sur ; maget e rank ar c'horf bezañ. Reiñ dezhañ, avat, dres ar pezh a zo ret. Moarvat n'ho poa ket da zioueriñ e ti ho kerent, ha d'ho lontegezh eo, - pec'hed al loen mut ! - e raec'h bod, pa 'z aec'h da skrapañ frouezh hoc'h amezeien.
N'en doa kaoz gant hounnezh nemet dres pezh a oa dereat.
Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.
Unan bennak a sko war an nor hanter-zigor. Lavarout a rit : "deuit tre". Bez' ez eo dres an hini m'edoc'h o komz diwar e benn, falloc'h eget matoc'h. Na pegen hegasus !
Da c'hortoz ma vije bet kroget gant ar porzh-se, e oa bet savet, e 1954-55, un tammig porzh dirak ar Mision Katolik, dres eta dirak al lec'h kentañ o vezañ bet diazez ar Frañsizien er Gabon, hag un nebeud kantmetradoù hepken eus hon ti e Louis.
Da Sul zoken, evit d'he hoal marzhusañ bezañ kuzhet, ha dezhi da venel nebeut darempredet, e skede ar straed, e kemm gant an ardroioù teñval, dres evel un tantad e-kreiz ur c'hoad.
Ho pet soñj avat e sav Itron Varia an Edeier e-kreiz douar bouedek, mat da winizh hag e oa c'hoarvezet enni, a zo kaeroc'h, dres p'edod o tarbar adsevel anezhi, ur burzhud a'n estlammusañ
Panelloù a bed an dud da "gutuilh o lod", ha setu dres ar pezh emañ un toullad familhoù oc'h ober : stouiñ ha sevel a bep eil pe strebotiñ gant panerioù bras re garget, pe bignat ouzh skeulioù a dap betek lein ar gwez avaloù pe ber.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dres