druz
Gwell [sic, "gwall"] hir e kaven-me he fri sparfell, ha bez' oa en he fenn daoulagad damc'hlas evel pa vijent bet dislivet dre skuilh daeroù, rak diwar an disterañ digarez hag alies hep tanfoeltr abeg ebet, e stage da leñvañ druz.
Dont a reas d'e dro war vourzh ar C'hleber besadmiral Haiti hag ouzh e heul pennrener e strollad-gourc'hemenn, ur pikol pezh morian gant un tog chasgeu war e gokenn, hag eñ fardet gant Doue 'oar pet galoñs ha klaoutenn hanter weñvet an aour anezho, ha chaokat didruez a rae ar ramz en ur skopañ druz a bep eil kammed ma rae war ar pont.
Ma ! ha bremañ, evidon da vezañ ur c’hozhiad e varv gwenn, daoust ha ma tegouezh din ur wech an amzer klevout Paotr e Falc’h o lemmañ e venveg en-dro d’am gwele, n’on ket kennebeut all e-tailh da lardañ kalz drusoc’h va bara : gant se ’ta, foei war an diegi, an emvrud, ha dao dezhi !
Ne ris ket kalz a van ouzh he daeroù, rak gouelañ druz a rae pa gare, da skouer pa c’hwite war ur grampouezhenn, pa dremene ar gannerez hep plediñ raktal gant e c’houez, adal m’ankounac’hae he sivi dareviñ da geñver gouel Sant-Erwan, met kammed ne bade gwall-bell [sic, gwall bell] he reuziad.
Mots précédents
Mots suivants
druz