Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1.Stank, puilh. Gouelañ druz. Kouezhañ druz a ra an erc'h. [1954][...] ha bez' oa en he fenn daoulagad damc'hlas evel pa vijent bet dislivet dre skuilh daeroù, rak diwar an disterañ digarez hag alies hep tanfoeltr abeg ebet, e stage da leñvañ druz. 2. Gant kalz a zruzoni. [1954] N'eo ket kennebeut-all a-drugarez dezhañ e c'helle kemenerien ar vro lardañ druz o bara, rak troc'hañ ha gwriat a rae e-unan e dammoù dilhad. [1955] [N]’on ket kennebeut all e-tailh da lardañ kalz drusoc’h va bara : gant se ’ta, foei war an diegi, an emvrud, ha dao dezhi !

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

gouelañ druz

1732
Daveenn : GReg pg fondre (Fondre en larmes.)

gouelet druz

1732
Daveenn : GReg pg fondre (Fondre en larmes, pp.)

druz

1732
Daveenn : GReg pg grassement (largement)

ez druz

1732
Daveenn : GReg pg grassement (largement)

Gwell [sic, "gwall"] hir e kaven-me he fri sparfell, ha bez' oa en he fenn daoulagad damc'hlas evel pa vijent bet dislivet dre skuilh daeroù, rak diwar an disterañ digarez hag alies hep tanfoeltr abeg ebet, e stage da leñvañ druz.

1954
Daveenn : VAZA p.11-12

Dont a reas d'e dro war vourzh ar C'hleber besadmiral Haiti hag ouzh e heul pennrener e strollad-gourc'hemenn, ur pikol pezh morian gant un tog chasgeu war e gokenn, hag eñ fardet gant Doue 'oar pet galoñs ha klaoutenn hanter weñvet an aour anezho, ha chaokat didruez a rae ar ramz en ur skopañ druz a bep eil kammed ma rae war ar pont.

1954
Daveenn : VAZA p.95-96

Ma ! ha bremañ, evidon da vezañ ur c’hozhiad e varv gwenn, daoust ha ma tegouezh din ur wech an amzer klevout Paotr e Falc’h o lemmañ e venveg en-dro d’am gwele, n’on ket kennebeut all e-tailh da lardañ kalz drusoc’h va bara : gant se ’ta, foei war an diegi, an emvrud, ha dao dezhi !

1955
Daveenn : VBRU p.1

Ne ris ket kalz a van ouzh he daeroù, rak gouelañ druz a rae pa gare, da skouer pa c’hwite war ur grampouezhenn, pa dremene ar gannerez hep plediñ raktal gant e c’houez, adal m’ankounac’hae he sivi dareviñ da geñver gouel Sant-Erwan, met kammed ne bade gwall-bell [sic, gwall bell] he reuziad.

1955
Daveenn : VBRU p.5

Ofis publik ar brezhoneg