I.
Ag. pet.
Anv-gwan a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver pevar, peder.
Ar pevare kantved. Ar pevare biz : ar biz-gwalenn. An dug Konan Pevare.
II.
Rag. pet.
1. Raganv a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver pevar, peder.
Ar pevare : un den, ul loen, un dra, arouezet gant un anv gourel, dezhañ an niverenn pevar hervez un urzh bnk. Hemañ eo ar pevare. Ar bevare : un den, ul loen, un dra, arouezet gant un anv benel, dezhañ an niverenn pevar hervez un urzh bnk. Ar bevare eo bet-hi.
&
(db. ar skolioù)
Ar pevare klas.
2. Tr. adv.
D'ar pevare, da bevare : er renk a glot gant an niver pevar, hervez un urzh bnk.
Da gentañ, d'an eil, d'an trede, d'ar pevare.
III.
Termen a dalvez da aroueziñ sifr an unanennoù en niveroù petvediñ.
D'ar pevare warn-ugent a viz geñver. Ar pevare ha tri-ugent.
HS. pedervet, pevarvet.
Référence :
LVBCA
p163 (le quart cheual du souleill)
Petra eo ar pevare tra neseser d'ar C'hristen ?
M. Petra eo an peuare tra necesser da-n Christen ?
1622
Référence :
Do.
p26
pevare
peuare
1659
Référence :
LDJM.1
pg quatriéme
Petra ez eo ar pevare tra neseser d'ar C'hristen ? / D. An euvroù mat, rak goude ma'z eo deut an den en oad a ziskresion, ar Feiz ne sufis ket dezhañ hep an euvroù mat.
Petra ezeo ar pevare tra necesser d'ar C'hristen? / D. An œuvrou mat, rac goude maz eo deut an den en oat à ziscretion, ar Feiz ne suffit quet deza hep an œuvrou mat.
1677
Référence :
Do.
p27
D'ar pevare, goulenn pardon digant Doue eus an holl bec'hedoù pere hor bezo kavet ennomp, ha propoziñ o c'hofes kentañ ma c'hallimp
D'ar pevare, goulen pardon digant Doué eus an oll pec'hedou pere hor bezo cavet ennomp, ha proposi o c'hoffés quenta ma hallimp.
1677
Référence :
Do.
p55
er bevare pazenn
er bévare pasenn
1732
Référence :
GReg
pg (au quatrième) degré
ar bevare lodenn warn-ugent eus a un deiz
ar bévare lodenn varnuguent eus a un deiz
1732
Référence :
GReg
pg heure (la vingt-quatriéme partie du jour)
Frañsez Ravaillac a ioa disvempret etre pevar marc'h evit bezañ lazhet a daolioù kontell, evit bezañ kontellet, ar Roue Herri pevare en anv.
Francés Ravaillac ayoa disvémpret eñtre pévar marc'h evit beza lazet a daulyou countell, evit beza countellet, ar Rouë Herry pévare èn hano.
1732
Référence :
GReg
pg (Ravaillac fut) ecartelé
ar bevare biz
ar bévare bis
1732
Référence :
GReg
pg (le quatrième) doigt (ou le medecin)
evit ar bevare gwech ma el lakaer e gouloù, eo
evit ar bévare guëach ma el lecqear ê goulou, eo
1732
Référence :
GReg
pg (c'est ici sa quatrième) Edition
ar bevare gwech
ar bévare guëaich
1732
Référence :
GReg
pg fois (La quatriéme fois.)
ar roue Herri pevare
ar Roë Herry pévare
1732
Référence :
GReg
pg Henri (Henri IV.)
ar bevare oad
ar bévare oad
1732
Référence :
GReg
pg age
Steredenn-ar-C'hi a vez o ren adalek ar bevare deiz warn-ugent eus a viz Gouere, bete an drede warn-ugent a viz Eost
Steredeñ ar c'hy a vez o rèn a dalec ar bévare deiz var n'uguent eus a viz goüez-re, bede an drede varnuguenta viz éaust
1732
Référence :
GReg
pg (la) canicule (est depuis le 14 Juillet, jusqu'au 13 Aoust)
er bevare derez
er bévare derez
1732
Référence :
GReg
pg (au quatrième) degré
ar pevare
ar pévaré
1850
Référence :
GON.II
p.25, livre premier, "le quatrième".
Référence :
GON.II
p.25, livre premier, "la quatrième".
Ar pevare, Petuarios, a zeskas dezhañ ar marc’hegerezh, embregerezh ar goaf, ar c’hleze hag ar skoed, skiant ar brezel ha kement tro nerzh pe wevnded a zo dleet d’ar gadourien o gouzout.
Ar pevare, Petuarios, a zeskas d'ezan ar marc’hegerez, embregerez ar goaf, ar c’hleze hag ar skoued, skiant ar brezel ha kement tro nerz pe wevnded a zo dleet d’ar gadourien o gouzout (1).
1924
Référence :
SKET.II
p.25
pevare biz
1927
Référence :
GERI.Ern
pg biz
PEVARE PENNAD O ! moereb, moereb muiañ-karet…
1944
Référence :
ATST
p.25
-« D’ar pevare, 1añ batailhon.- D’ar 6vet, eil batailhon. D’ar 10vet, trede batailhon. »
-« D’ar pevare, 1a batailhon.- D’ar 6vet, eil batailhon. D’ar 10vet, trede batailhon. »
1944
Référence :
EURW.1
p.192
Brav-bras evit tri ac'hanomp da nebeutañ ; rak, kaer hon eus sellout war hol lerc'h, ne welomp ket ar pevare o tont.
1985
Référence :
DGBD
p36
Ar bevare, gant ur sae er-maez a c'hiz, marellet a vleunioù.