I.
Ag.
1. Zo bet gloazet.
Ar paourkaezh maouez gwall bistiget a c'hallas koulskoude en em stlejañ betek ar gêr. Kaout soursi eus ar re bistiget. War ar ruioù dalc'hmat e veze kavet tud lazhet pe pistiget.
2. Ent strizh
A sant pistigoù, zo tizhet gant ur pistig, pistigoù.
Pistiget on gant ma droug.
3. Dre ast.
Zo taget (e izili) gant ar boan, nodet.
Ar paourkaezh a oa pistiget. A-us an tan o vervel ez astenne he daouarn pistiget gant ar gozhni.
4. Dre skeud.
A c'houzañv poan-galon, poan-spered.
Deuit davedon, c'hwi holl zo pistiget ha doaniet.
DHS. glac'haret.
5. PEMDEZ
Ur vaouez pistiget : brazez nevez zo.
II.
Implijet da ak.
Den zo gloazet.
[1960] Laosk-eñ, gant e zour benniget, / Da louzaouiñ ar pistiget.