Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ag. 1. Zo bet gloazet. Ar paourkaezh maouez gwall bistiget a c'hallas koulskoude en em stlejañ betek ar gêr. Kaout soursi eus ar re bistiget. War ar ruioù dalc'hmat e veze kavet tud lazhet pe pistiget. 2. Ent strizh A sant pistigoù, zo tizhet gant ur pistig, pistigoù. Pistiget on gant ma droug. 3. Dre ast. Zo taget (e izili) gant ar boan, nodet. Ar paourkaezh a oa pistiget. A-us an tan o vervel ez astenne he daouarn pistiget gant ar gozhni. 4. Dre skeud. A c'houzañv poan-galon, poan-spered. Deuit davedon, c'hwi holl zo pistiget ha doaniet. DHS. glac'haret. 5. PEMDEZ Ur vaouez pistiget : brazez nevez zo. II. Implijet da ak. Den zo gloazet. [1960] Laosk-eñ, gant e zour benniget, / Da louzaouiñ ar pistiget.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

pistiget

1499
Daveenn : LVBCA p164 (bleciez)

kaout soursi eus ar re pistiget

1732
Daveenn : GReg pg blesser (avoir soin des blessez)

pistiget on gant va droug

1732
Daveenn : GReg pg (mon mal m') élance (ou me donne des élancemens)

pistiget

1931
Daveenn : VALL pg (légèrement) blessé

Laosk-eñ, gant e zour benniget, / Da louzaouiñ ar pistiget, / Kaer en devo, gant e durlut, / E c'hortozimp pell ar burzhud.

1960
Daveenn : PETO p52

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial